Hañv
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
An hañv a zo unan eus ar pevar rannvloaz an takadoù kerreizh, an hini tommãn d'an aliesañ.
[kemmañ] Deiziad
N'haller ket lavaret pegoulz e krog an hañv ha ne vez ket gwelet petra eo an hañv e pep lec'h pa n'eo ket ar memes rannvloazioù a zo en hanterzouaroù an Norzh hag ar Su.
Er steredoniezh e vez termenet deiz kentañ an hañv evel hini ar kedez, da lavaret eo war-dro diwezh miz Mezheven en hanterzouar an Norzh ha war-dro diwezh miz Kerzu en hanterzouar ar Su.
E-keñver an oablouriezh e kez termenet an hañv gant mizioù Mezheven, Gouere hag Eost (Norzh) ha Kerzu, Genver, C'hwevrer (Su) en o fezh. Tostoc'h ouzh ar fedoù eo an termenadur-mañ.
Koulskoude e vez kavet meur a zeiziad boas evit penn an hañv e bro pe vro. En Iwerzhon e vez lidet an hañv d'ar 1añ a viz Mae, met e broioù all eo bet dibabet ar 1añ a viz Mezheven pe an 21 a viz Mezheven. E steredoniezh Sina eo ar 6 a viz Mae, pe seik, a zo deiziad kentañ an hañv.
E su ha gevred Azia e vez termenet an hañv evel ar maread etre Meurzh ha Mezheven pa vez diwezh ar ranvloaz tomm ha donedigezh ar monson.
[kemmañ] Abeg ar gwrez
Pa vez an hañv en un hanterzouar, hemañ a zo troet war-du an Heol p'eo kostezet ken e chom pelloc'h dindan e vannoù ha dre-se eo hiroc'h an deizioù ha tommoc'h an temperadur.