Kerzu
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Labour zo d'ober c'hoazh a-raok peurechuiñ ar pennad-mañ. Ma fell deoc'h reiñ un tamm skoazell, krogit e-barzh. Mar karfec'h reiñ hoc'h ali ha netra ken, grit 'ta e pajenn ar gaozeadenn.
|
||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||
Genver · | C'hwevrer · | Meurzh · | Ebrel · | Mae · | Mezheven · | Gouere · | Eost · | Gwengolo · | Here · | Du · | Kerzu |
Daouzekvet ha diwezhañ miz ar bloaz eo Kerzu en Deiziadur gregorian, hag an eil eus ar mizioù du. Un deiz ha tregont zo ennañ, unan eus ar mizioù hirañ eo eta.
[kemmañ] An anv
Dont a rafe an anv eus "ker" ha "du".
E yezh Treger e vez lavaret Kerdu. A zo ivez un anv lec'h (kastell) hag ur wazh e korn-bro Lokmikael.
[kemmañ] E-pad ar miz
- An 8 a viz Kerzu a zo un deiz ma vez enoret ar Werc'hez Vari gant an Iliz Katolik
- An 21 a viz Kerzu eo deiz kentañ ar goañv (en Hanterzouar an Norzh). An deiz berrañ eus ar bloaz eo. A-raok an deiz-se e verra an deiz, war e lerc'h e hira goustad.
- D'ar 25 a viz Kerzu emañ Nedeleg, lidet gant ar gristenien evel deiz ganedigezh Jezuz-Krist.
- An 31 a viz Kerzu eo deiz diwezhañ ar bloaz, ha kustum eo an dud da lidañ dibenn ar bloaz kozh ha penn-kentañ an hini nevez.