Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Here, livadur eus
les Très Riches Heures du duc de Berry
Dekvet miz ar bloaz eo miz Here hervez an Deiziadur gregorian.
[kemmañ] Anvioù Here er yezhoù all
- Anv hengounel en izelvroeg evit Here a zo Wijnmaand evit "Miz ar gwin", rak er miz-mañ e veze puret ar gwin.
- E finneg, anv miz Here a zo lokakuu, evit "miz ar boultrenn".
- E skoseg, anv miz Here a zo an Damhar, evit "mare kasadenn ar c'hirvi".
- En iwerzhoneg, anv miz Here a zo Deireadh Fómhair, evit "fin an eost pe Peurzorn".
- E turkeg, anv miz Here a zo Ekim, evit "mare hadeg an ed".
[kemmañ] Krennlavaroù
- Pa ya miz Here en e hent, Da hanter-noz e vez gouel an Hollsent.