Trede Reich
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Envel a reer Trede Reich (pe Deutsches Reich en alamaneg ha diwezhatoc'h Großdeutsches Reich) ar stad alaman renet gant Adolf Hitler pa erruas er galloud ha pa aozas e c'halloud hollveliek.
Dindan Hitler, strollad nemetañ an IIIe Reich e oa Strollad broadel sokialour al labourerien alaman, brudetoc'h dre al lizherennoù NSDAP (Nationalsozialistische Deutsche Arbeiterpartei). Ar ger nazi (e alamaneg Nationalsozialismus) a zo savet o kemer vogalenn gentañ ar gerioù a gaver en anv-se en alaman. Un arouez eus ar c'helennadurezh lakaet e plas gant Hitler eo dreist-holl.
Ar ger "Alamagn nazi" a zo direizh hervez ar savpoent istorel peogwir e klot gant an IIIe Reich met ne glot ket gant deiziadoù istor ar strollad. E Bro-Alamagn n'eo ket ur ger implijet evit termeniñ ar prantad-mañ.
Savidigezh an IIIe Reich alaman a zo diazezet war meizad al Lebensraum (lec'h pe spas bevañ ret). Met muioc'h c'hoazh, an emled tiriadel kaset da benn gant Hitler oa sturiet dre mennozh al Lebebsraum-se hag ar mennozh-se oa harpet gant reoù glannded ar ouenn arian, an enepyuzegezh, ar c'hoant digoll goude efedoù feur-emglev Versailhez, hag an enep-komunouriezh ha lazhadegoù ha gouennlazhioù e-leizh kaset en-dro gant ar renad nazi.
Ar renad-mañ a badas daouzek vloaz: adalek dilennadeg Hitler evel kañseller d'an 30 a viz Genver 1933 betek diskar ar Reich d'an 8 a viz Mae 1945 ha betek ma voe harzet penn diwezhañ ar gouarnamant alaman, Karl Dönitz. Hervez ar propaganda nazi, an IIIe Reich a oa da badout « mil bloaz ».