Maouez
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Ar maouezed (pe merc'hed) eo ar rann eus gouenn an dud a c'hall dougen bugale, hag a zo brasoc'h o niver eget hini ar rann all, ar wazed (pe ar baotred), war an douar.
Taolenn |
[kemmañ] Ar benvegad engehentiñ
E benvegad engehentiñ emañ:
- ar forz (ferzier el liester), ennañ ar muzelloù (reizh)-traoñ, an ellig, hag ar c'han-troazhañ)
- ar gouhin, zo benveg ar parañ,
- ar mammog, zo un benvegad a ziwall ar grouell, ha war un dro ur gigenn a labour da vountañ ar bugel e-maez korf e vamm da vare ar gwilioud
- ar vielloù, a daol hormonoù, ha gametoù (anvet vioù) a ya da veskañ gant gametoù ar baotred (sper) a-benn engehentañ...
- 1 = trompilhoù Fallopia
- 2 = ar c'hwezhigell
- 3 =
- 4 =
- 5 =
- 6 = ar c'han-troazhañ
- 7 =
- 8 = Ar vielloù
- 10 =
- 12 =
- 13 =
- 14 =
[kemmañ] Korfadurezh
Ar par eo ar paotr, pe ar gwaz, ar barez eo ar verc'h, pe ar vaouez.
- Bihanoc'h e vez ar merc'hed eget ar baotred peurvuiañ, ha n'eo ket ken kreñv o c'higennoù. Dre-se e vezont skañvoc'h.
- Nebeutoc'h a vlev zo war o dremm hag o c'horf.
- Uheloc'h eo mouezh ar merc'hed eget hini ar baotred.
- D'ar verc'h ez eus daou gromozom XX, d'ar paotr daou gromozom XY. Disheñvel eo hormonoù ar verc'h diouzh re ar paotr. Progesteronoù hag oestrogenoù eo hormonoù ar vaouez.
- Disheñvel eo benvegad engehentiñ ar verc'h diouzh hini ar paotr, evel evit ar bevien all.
- D'an oad kaezour e teu disheñvelderioù all: ment ar bronnoù, ledander an divlez.
[kemmañ] Ar merc'hed er gevredigezh
Abaoe ar ragistor ez eo bet lakaet ar merc'hed, evel ar baotred, en ul lec'h resis er gevredigezh.
E kevredigezhioù chaseourien eo ar merc'hed a zastume al louzeier ha frouezh tra ma oa labour ar baotred degas kig, ma kred hiriv da lod eo gant ar merc'hed eo deuet al labour-douar.
[kemmañ] Gerioù all
A-wezhoù e vez implijet an termen dismegañsus "gwrac'h" evit komz eus maouezed kozh, dreist-holl evit ober goap gant paotred.
Ar ger gwrac'h n'eo ket dismegañsus dre natur, nemet e pennoù tud zo.
[kemmañ] Da lenn
- Olympe de Gouges Déclaration des droits de la femme et de la citoyenne
- Jean-Jacques Rousseau, Sophie ou La Femme
- Voltaire, Femmes, soyez soumises à vos maris
- Diderot, Sur les femmes
- Goethe, Les Bonnes Femmes
- John Stuart Mill, De l'assujettissement des femmes
- Simone de Beauvoir, Le Deuxième Sexe