See also ebooksgratis.com: no banners, no cookies, totally FREE.

CLASSICISTRANIERI HOME PAGE - YOUTUBE CHANNEL
Privacy Policy Cookie Policy Terms and Conditions
Tianjin - Wikipedia

Tianjin

Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor

Porched ar bed sinaat – Adkavit ar pennadoù a denn d'ar bed sinaat.


Image:32px-Labour_zo.png Labour zo d'ober c'hoazh a-raok peurechuiñ ar pennad-mañ. Ma fell deoc'h reiñ un tamm skoazell, krogit e-barzh. Mar karfec'h reiñ hoc'h ali ha netra ken, grit 'ta e pajenn ar gaozeadenn.


Tianjin
天津市
Tiānjīn Shì

Tianjin e Sina

Riez Republik pobl Sina
Rannvro
Kod pellgomz 22
Maer
Amzer gefridi
Dai Xianglong 戴相龙
Gorread 11,920 km²
Poblañs hep kontoù doubl 10,240,000 (2004)
Stankter 859/km²

Ur gêr e Sina an hanternoz eo Tianjin (Sinaeg: 天津; Pinyin: Tiānjīn; Pinyin: Tientsin) hag unan eus ar peder c'heoded e RPS a zo par d'ur rannvro er frammadur melestradurel sinat. Stok ouzh kumun Beijing eo, e-kreiz rannvro Hebei. An trede kêr Sina dre he ment eo.

War ribl ar stêr Hai emañ hag he forzh a zo war vord pleg-mor Bohai er Meurvor Habask.


[kemmañ] Istor

Monumant an dor
Monumant an dor

Al lec'h m'emañ Tianjinhiziv a voe krouet gant goueledennoù ar stêrioù a en em daole e pleg-mor Bohai, ar Stêr Melenn en-o-touez.

Kleuziadeg ar C'hanol Bras Sina gant ar Suied a lakkas Tianjin d'ur greizenn-genwerzh vras. Betek 1404 e oa anvet "Zhigu" (直沽), pe "Porzh Reizh". Er bloaz-se e adanvas an impalaer Yongle anezhi "Tianjin", ar pezh a dalvez "Roudouz an Neñv" peogwir e oa aet an impalaer a-dreuz ur roudouz en-he-c'hichen p'edo o vrezeliñ ouzh e niz. Ur c'hreñlec'h a savas, Tianjin Wei e anv (h: 天津衛 / e: 天津卫).

D'un prefeti e voe lusket Tianjin e 1725.

E 1856 e abourzhe soudarded sinat an Arrow, ul lestr perc'hennet gant ur sinat met o tougen ar banniel saoz. War vezañ ur morlaer ha war ober floderezh opium e tiskredent e gabiten. 12 a dud a vac'hjont. E distro-gwall e kasas ar saozon hag ar c'halloued bigi-kanoliañ bleniet gant an amiral Michael Seymour da gemer kreñvlec'hioù an Taku e mae 1858. E fin an darn gentañ an eil brezel an opium e tigoras ar feur-skrid Tianjin Tianjin d'ar c'henwerzh etrevroadel. Peurwiriekaet e voent gant impalaer Sina e 1860.

Etre 1895 ha 1900 e savas bro-Saoz, Frañs, Japan, Alamagn, Rusia, Aostria ha Belgia lec'hioù er vered e-barzh Tianjin. An dalc'h estrañjour a voe abeg un nebeut a drubuilhoù evel Tabut Iliz Tianjin(天津教案)er viz Even 1870. Iliz Wanghailou (H: 望海樓教堂 / E: 望海楼教堂) a voe tamallet da vezañ bet kaoz eus skrapadeg ha marv bugale sinat. D'ar 21 miz Even e aozas mistri-kêr Tianjin ur vanifestadeg a droas d'un taol-dispac'h. Un emgann a voe etre izili an iliz hag ar vanifestourien. An iliz ha ti ar c'hoñsul gall a voe peurdevet. Klemm a ra ar gouarnamant gall ouzh ar Qinged hag d'hemañ e voe ret paeañ un digoll.

Er viz Even 1870 e teuas a-benn ar voxerien da gontrolliñ un darn vras eus ar gêr. D'ar 26 miz Even e harpjont luioù ar broioù europeat o vont war-du Beijing e-kichen Langfang hag o rediañ da vont en dro da Dianjin a rejont. Sezizet e voent al lec'hioù er vered e-pad meur a viz.

D'ur geoded e voe lakaet Tianjin e 1927.


aa - ab - af - ak - als - am - an - ang - ar - arc - as - ast - av - ay - az - ba - bar - bat_smg - bcl - be - be_x_old - bg - bh - bi - bm - bn - bo - bpy - br - bs - bug - bxr - ca - cbk_zam - cdo - ce - ceb - ch - cho - chr - chy - co - cr - crh - cs - csb - cu - cv - cy - da - de - diq - dsb - dv - dz - ee - el - eml - en - eo - es - et - eu - ext - fa - ff - fi - fiu_vro - fj - fo - fr - frp - fur - fy - ga - gan - gd - gl - glk - gn - got - gu - gv - ha - hak - haw - he - hi - hif - ho - hr - hsb - ht - hu - hy - hz - ia - id - ie - ig - ii - ik - ilo - io - is - it - iu - ja - jbo - jv - ka - kaa - kab - kg - ki - kj - kk - kl - km - kn - ko - kr - ks - ksh - ku - kv - kw - ky - la - lad - lb - lbe - lg - li - lij - lmo - ln - lo - lt - lv - map_bms - mdf - mg - mh - mi - mk - ml - mn - mo - mr - mt - mus - my - myv - mzn - na - nah - nap - nds - nds_nl - ne - new - ng - nl - nn - no - nov - nrm - nv - ny - oc - om - or - os - pa - pag - pam - pap - pdc - pi - pih - pl - pms - ps - pt - qu - quality - rm - rmy - rn - ro - roa_rup - roa_tara - ru - rw - sa - sah - sc - scn - sco - sd - se - sg - sh - si - simple - sk - sl - sm - sn - so - sr - srn - ss - st - stq - su - sv - sw - szl - ta - te - tet - tg - th - ti - tk - tl - tlh - tn - to - tpi - tr - ts - tt - tum - tw - ty - udm - ug - uk - ur - uz - ve - vec - vi - vls - vo - wa - war - wo - wuu - xal - xh - yi - yo - za - zea - zh - zh_classical - zh_min_nan - zh_yue - zu -