Hai
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Porched ar bed sinaat – Adkavit ar pennadoù a denn d'ar bed sinaat. |
Ar ster Hai (Sinalun hengounel: 海河; Sinalun eeunaet: 海河; Pinyin: Hǎi Hé ), anvet gwechall (Sinalun hengounel: 白河; Sinalun eeunaet: 白河; Pinyin: Bái Hé ) pe 'Pei Ho (北河)e testennoù ar c'hornôg a zo ur stêr eus Sina a red a-dreuz Beijing ha Tianjin hag en em daol e pleg-mor Bohai er Mor Melen. Muzuliañ a ra 1329 km hag he diaz a c'holoai ur gorread eus 319,000 km²; Hanter hini ar Stêr Velen eo he red hag unan trede eus hini ar Yangtze. E Tianjin e kenask ganto dre ganol vras Sina. Evel ar Stêr Velen eo fankek-tre an Hai.