Web - Amazon

We provide Linux to the World

ON AMAZON:


We support WINRAR [What is this] - [Download .exe file(s) for Windows]

CLASSICISTRANIERI HOME PAGE - YOUTUBE CHANNEL
SITEMAP
Audiobooks by Valerio Di Stefano: Single Download - Complete Download [TAR] [WIM] [ZIP] [RAR] - Alphabetical Download  [TAR] [WIM] [ZIP] [RAR] - Download Instructions

Make a donation: IBAN: IT36M0708677020000000008016 - BIC/SWIFT:  ICRAITRRU60 - VALERIO DI STEFANO or
Privacy Policy Cookie Policy Terms and Conditions
Sinalun - Wikipedia

Sinalun

Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor

Sinalunioù (lunioù sinaek) en o skritur hengounel pe eeunaet gant o zreuzskrivadur pinyin zo war ar bajenn-mañ. Sellit ouzh ar skoazell war Unicode pe testit o merdeer ma ne welit ket anezho fraezh.


hànzì 漢字  汉字
hànzì 漢字 汉字

Sinalunioù a reer eus al logolunioù implijet evit skrivañ ar sinaeg. E saozneg e reer gant chinese character tra ma'z eo bet goveliet ar ger sinogramme e galleg gant ar gelennerien Delphine Weulersse ha Nicolas Lyssenko eus Skol-veur Pariz VII. E sinaeg ec'h implijer an termen 漢字/汉字 hànzì (Sinalun hengounel: 漢字; Sinalun eeunaet: 汉字; Pinyin: Hànzì ); talvezout a ra kement ha "lunioù skrivañ an Haned". E brezhoneg eo bet implijet an termen sinalun e 1996 gant an troour ha barzh Yann-Varc'h Thorel en e studiadenn diwar-benn ar varzhoniezh sinaek hag he furmoù.

Sinalun

Skritur :

  • Doare tresañ
  • Pennrann hag alc'hwezioù (roll)
  • Doare lunioù
  • Kaeskriverezh hag emdroadur
  • Adstummoù grafek
  • Hengounel hag eeunaet

Yezhoniezh:

  • Yezhoù sinalunek
  • Son ha ster al lunioù
  • Geriadurioù sinaek

Re all :

  • (Ja): Kanji, hira- et kata-kana
  • (Ko): Hanja hag hangŭl
  • Chữ nho
  • Chữ nôm
Skoazell evit kodañ
Levrlennadur

En desped d'ar pezh a greder alies-kaer e bed ar C'huzh-heol, n'eus ket keallunioù eus an holl sinalunioù, nebeutoc'h c'hoazh hieroglifoù.

Skeudenn:五-order.gif Skeudenn:永-order.gif Skeudenn:Da4.gif Skeudenn:三-order.gif

Rannet eo bet ar pennad-mañ e meur a lodenn peogwir e oa re vras. Gant al liammoù e-kichen e vo aesoc'h deoc'h merdeiñ. A-benn kompren mat pennad pe bennad e tleer bezañ bet lennet pennadoù all a-raok a-wechoù.

Taolenn

[kemmañ] Niver a lunioù

Renabliñ a ra unan eus ar geriadurioù sinaek brudetañ, ar 康熙字典 Kāngxī zìdiǎn, Geriadur lunioù Kangxi, bet embannet e 1717 gant Kāngxī, anezhañ eil Impalaer an dierniezh 清 Qīng (1644-1911) – 47 000 lun. Pelloc'h c'hoazh ez a geriadurioù nevesoc'h zo evel ar 中華字海 Zhōnghuá zì hǎi a roll en tu all da 85 000 lun. Evit gwir e vez renablet gant ar geriadurioù-se hapaksoù, fazioù, adstummoù, pe lunioù rouez-kenañ.

War ar pemdez eo trawalc'h gouzout digejañ etre 2 000 ha 4 000 lun evit bezañ gouest da lenn ar c'hazetennoù hag al lennegezh voutin. Gallout a ra al lenneien pe ar gaerskrivourien anavezout ouzhpenn 8000 anezho. 13 500 lun a vez renablet gant an Dictionnaire Ricci de caractères chinois (gwelet levrlennadur) anezhañ ar brasañ geriadur er c'hornôg. Gant al labour imbourc'h bras zo bet ezhomm evit dont a-benn da sevel ar geriadur klok-mañ e c'haller soñjal e klot gant an niver a lunioù implijet ha testeniekaet evit gwir abaoe Henamzer Sina betek an deizioù. N'eo ket bet kemeret e kont aze an "euzhadennoù", an hapaksoù hag an adstummoù rouez betek-re.

En hec'h oberenn meneget el levrlennadur, e vez meneget ar sifroù da-heul gant Viviane Alleton:

  • 80 000 lun disheñvel a ya d'ober an niver hollek, met fantasmet, a sinalunioù. Biskoazh n'eus bet implijet kement a lunioù da vare ebet; ne ra ar geriadurioù a ra anv eus un niver ken uhel nemet renabliñ lunioù na vezont ket implijet ken gant den ebet pe koulz lavaret;
  • Gant 9000 lun e c'haller lenn pep tra war-bouez nebeut (kouskoude e vo posupl atav en em gavout, ral a wech, gant ul lun dianav);
  • 2000 lun zo sañset bastañ d'ar vicherourien; ar feur deskadurezh keitat eo. Ezhomm a vo eus ur geriadur a-wechoù c'hoazh neuze ;
  • 1500 lun a vo trawalc'h d'ar gouerien (ar sifroù-se eo ar sifroù ofisiel lakaet gant ar standardoù deskiñ lenn) ;
  • Gant 1000 lun e c'haller lenn 90% eus ar pezh a vez implijet en embannadurioù war ar pemdez.

Evit gwir e vez kenaozet al lunioù disheñvel evit stummañ gerioù ar yezh.

[kemmañ] Emled douaroniel ha yezhel ar sinalunioù

Lodenn distag. Diverradur :
Tre evel ma vez impljet al lizherenneg latin evit skrivañ yezhoù deveret evel ar spagnoleg pe an italianeg met ivez evit skrivañ yezhoù all kar a-bell pe estren evel ar brezhoneg pe an euskareg e vez(e) implijet ar sinalunioù en ul lodenn vras eus ar reter-pellañ. Hep mont re bell ganti e c'haller stadañ ez eo bet roet ar patrom loc'hañ evit diorren ar skritur er rannved-se gant Sinaiz. Bras eo eta emled douaroniel ha yezhoniel ar sinalunioù. Ur fazi a vefe, kouskoude, krediñ e vez implijet ar sinalunioù en hevelep doare en holl yezhoù-se...

Lenn peurrest ar pennad.

[kemmañ] Eeunadurioù hag adstummoù lec'hel

Lodenn distag. Diverradur :
Hiziv an deiz ez eus dre vras tri seurt "doare" :

  • Al lunioù eeunaet (简体字 jiǎn tǐ zì) ;
  • Al lunioù hengounel (繁體字 fán tǐ zì) ;
  • Al lunioù en implij e Japan (漢字 kanji).

Ouzhpenn, e c'haller ober anv eus al lunioù dibar d'ar c'hantoneg hag eus diforc'hioùigoù bihan etre ar sinaluioù dornskrivet hag ar re voullet....

Lenn peurrest ar pennad.

[kemmañ] Penaos e vez eztaolet ar yezh dre ar sinalunioù ?

[kemmañ] Lodenn distag. Diverradur :

Implijet e vez al lunioù sinaek evit skrivañ yezhoù (amañ yezhoù sinaek). En desped d'ar pezh zo bet gallet krediñ e bed ar c'huzh-heol e-kerzh ar c'hantvedoù tremenet (gant Leibniz peurgetket) n'eus ket eus ar sinalunioù arouezennoù keallunek rik a vije notennet ganto ur seurt yezh reizhpoellek ha furmel hep tamm darempred ebet gant ar yezh komzet.

Ret-mat eo en em c'houlenn eta penaos e vez eztaolet ar yezhoù sinaek dre ar sinalunioù, da lavaret eo kompren petra eo al liamm etre lunioù ar skritur ha daouad sinifier ~ sinifiad ar yezhoù-se. Da gentañ-penn e c'haller lemel kuit diouzhtu krakvennozhioù zo : ul lun ne glot ket dre ret gant ur "ger" ha n'eus ket dre ret ur ster gant pep lun. Pep lun avat, war-bouez unan, a vez distaget en ur sillabenn... Erfin, pa vo bet lennet ar pennad-mañ e vo komprenet perak n'eus ster ebet gant goulenn gouzout e anv e sinaeg.

Lenn peurrest ar pennad.

[kemmañ] Ar sinalunioù hag an urzhiataerioù

Ha 10 000 stokell warn-ugent a vije d'ar c'hlavieroù sinaek ? E gwirionez eo aes-tre ha fonnus skrivañ e sinaeg gant un urzhiataer. Ret eo anavezout mat unan eus ar reizhiadoù treuzskrivañ (pinyin, bopomofo...) memes tra. Int eo a c'hoari roll an etrefas. Evit pep soniad pe heuliad soniadoù skoet e vez kinniget d'an den ul listenn lunioù (niverus eo an heñvelsonioù). Ret eo dibab enni al lun a vez c'hoant da skrivañ. Ur wech boaziet e c'haller skrivañ un tamm mat primoc'h eget e brezhoneg zoken rak n'eus ket kement a lizherennoù da vizskrivañ.

[kemmañ] Tres grafek al lunioù

Tres ar sinalun 永 yǒng "peurbadel"
Tres ar sinalun 永 yǒng "peurbadel"

Lodenn distag. Diverrañ :
Doujañ a ra tres ur sinalun da reolennoù strizh a zo merket drezo :

  • an tresañ e-unan war ar follenn pe war ar skramm ;
  • doare an elfennoù a ya d'ober pep lun, en o zouez an alc'hwez (pe pennrann) eo ar pouezusañ...

Lenn peurrest ar pennad.

[kemmañ] Rummatadur ar sinalunioù : Peurt doare lunioù zo ?

Lodenn distag. Diverradur :
Meur a seurt lun zo, en o zouez nebeut-nebeut a dreslunioù, un niver bihan a geallunioù (eeun pe kenaozet) hag an darn vrasañ a-bell, anezho kenaozadoù anvet keal-fonalunioù. Dre ma ne implij ar skritur sinaek nemet un niver bihan a geallunioù n'eo ket mat ober skritur keallunek anezhañ...

Lenn peurrest ar pennad.

[kemmañ] Istor ha stiloù kaerskrivañ

Lodenn distag. Diverradur :
Hervez an hengoun istorel, e vez graet gant pemp stil disheñvel dre vras evit tresañ ar sinalunioù er c'haerskriverezh (書法 shūfǎ) sinaek...

Lenn peurrest ar pennad.

[kemmañ] A bed seurt

  • Kod ISO 15924 : Hani

[kemmañ] Pennadoù kar

[kemmañ] Liammoù diavaez

[kemmañ] Kentelioù ha dafar deskiñ

[kemmañ] Geriadurioù

[kemmañ] Binvioù all

[kemmañ] Levrlennadur

Porched ar yezhoù hag ar skriturioù – Adkavit pennadoù Wikipedia a denn d'ar yezhoù.
Porched ar bed sinaat – Adkavit ar pennadoù a denn d'ar bed sinaat.



Static Wikipedia 2008 (March - no images)

aa - ab - als - am - an - ang - ar - arc - as - bar - bat_smg - bi - bug - bxr - cho - co - cr - csb - cv - cy - eo - es - et - eu - fa - ff - fi - fiu_vro - fj - fo - frp - fur - fy - ga - gd - gl - glk - gn - got - gu - gv - ha - hak - haw - he - ho - hr - hsb - ht - hu - hy - hz - ia - id - ie - ig - ii - ik - ilo - io - is - it - iu - jbo - jv - ka - kab - kg - ki - kj - kk - kl - km - kn - ko - kr - ks - ksh - ku - kv - kw - ky - la - lad - lb - lbe - lg - li - lij - lmo - ln - lo - lt - lv - map_bms - mg - mh - mi - mk - ml - mn - mo - mr - ms - mt - mus - my - mzn - na - nah - nap - nds - nds_nl - ne - new - ng - nn - -

Static Wikipedia 2007 (no images)

aa - ab - af - ak - als - am - an - ang - ar - arc - as - ast - av - ay - az - ba - bar - bat_smg - bcl - be - be_x_old - bg - bh - bi - bm - bn - bo - bpy - br - bs - bug - bxr - ca - cbk_zam - cdo - ce - ceb - ch - cho - chr - chy - co - cr - crh - cs - csb - cu - cv - cy - da - de - diq - dsb - dv - dz - ee - el - eml - en - eo - es - et - eu - ext - fa - ff - fi - fiu_vro - fj - fo - fr - frp - fur - fy - ga - gan - gd - gl - glk - gn - got - gu - gv - ha - hak - haw - he - hi - hif - ho - hr - hsb - ht - hu - hy - hz - ia - id - ie - ig - ii - ik - ilo - io - is - it - iu - ja - jbo - jv - ka - kaa - kab - kg - ki - kj - kk - kl - km - kn - ko - kr - ks - ksh - ku - kv - kw - ky - la - lad - lb - lbe - lg - li - lij - lmo - ln - lo - lt - lv - map_bms - mdf - mg - mh - mi - mk - ml - mn - mo - mr - mt - mus - my - myv - mzn - na - nah - nap - nds - nds_nl - ne - new - ng - nl - nn - no - nov - nrm - nv - ny - oc - om - or - os - pa - pag - pam - pap - pdc - pi - pih - pl - pms - ps - pt - qu - quality - rm - rmy - rn - ro - roa_rup - roa_tara - ru - rw - sa - sah - sc - scn - sco - sd - se - sg - sh - si - simple - sk - sl - sm - sn - so - sr - srn - ss - st - stq - su - sv - sw - szl - ta - te - tet - tg - th - ti - tk - tl - tlh - tn - to - tpi - tr - ts - tt - tum - tw - ty - udm - ug - uk - ur - uz - ve - vec - vi - vls - vo - wa - war - wo - wuu - xal - xh - yi - yo - za - zea - zh - zh_classical - zh_min_nan - zh_yue - zu -
https://www.classicistranieri.it - https://www.ebooksgratis.com - https://www.gutenbergaustralia.com - https://www.englishwikipedia.com - https://www.wikipediazim.com - https://www.wikisourcezim.com - https://www.projectgutenberg.net - https://www.projectgutenberg.es - https://www.radioascolto.com - https://www.debitoformativo.it - https://www.wikipediaforschools.org - https://www.projectgutenbergzim.com