Web - Amazon

We provide Linux to the World

ON AMAZON:


We support WINRAR [What is this] - [Download .exe file(s) for Windows]

CLASSICISTRANIERI HOME PAGE - YOUTUBE CHANNEL
SITEMAP
Audiobooks by Valerio Di Stefano: Single Download - Complete Download [TAR] [WIM] [ZIP] [RAR] - Alphabetical Download  [TAR] [WIM] [ZIP] [RAR] - Download Instructions

Make a donation: IBAN: IT36M0708677020000000008016 - BIC/SWIFT:  ICRAITRRU60 - VALERIO DI STEFANO or
Privacy Policy Cookie Policy Terms and Conditions
Beijing - Wikipedia

Beijing

Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor

Porched ar bed sinaat – Adkavit ar pennadoù a denn d'ar bed sinaat.



Beijing
Beijing

Riez Republik pobl Sina
Rannvro
Kod pellgomz +86/10
Maer
Amzer gefridi
Wang Qishan
Gorread 16 808 km²
Hed 39° 54' W
Led 116° 23' N
Uhelder 43,5 m
Poblañs hep kontoù doubl 14 930 000 (2004)
Stankter 888/km²

Ur gêr e Sina an Hanternoz eo Beijing (sinaeg] 北京, Pinyin Běijīng). Kêr-benn Republik pobl Sina an hini eo hag unan eus ar peder c'heoded e RPS a zo par d'ur rannvro er frammadur melestradurel sinat. Stok ouzh kumun Tianjin eo, e-kreiz rannvro Hebei. Ur gumun stag ouzh ar gouarnamant kreiz war-eeun eo Beijing. Rannet eo e 16 distrig ha div gontelezh.

Kêr-benn bolitikel ha sevenadurel Sina eo Beijing, tra ma z'eo Shanghai he c'hêr-benn armerzhel. Unan eus Peder c'hêr-benn gozh Sina eo ivez.

E 2008 e vo dalc'het ar C'hoarioù Olimpek eno.

Taolenn

[kemmañ] Anv

Kêr-benn an Hanternoz a dalvez an anv "Beijing". Boutin a-walc'h eo an doare-se da envel ar c'hêrioù en Azia. Nanjing, anv kêr-benn gozh ar Vinged, a dalvez Kêr-benn ar Su, tra ma talvez Tokyo Kêr-benn ar Reter.

"Pékin" e vez anvet ar gêr-se e galleg, un anv a gav e orin e distagadur ar mandarineg er XVIIvet kantved.

Kalz eilstummoù he deus bet ar gêr-se e Sina. Etre 1928 ha 1949 e veze graet Bei Ping (Peoc'h an Hanternoz) anezhi, rak d'ar mare-se edo gouarnamant Sina e Nanjing. Un tiern a vrezel a rene war ar gêr d'ar c'houlz-se, evel war an darn vrasañ eus hanternoz Sina, ha ne veze ket kavet reizh-diazezet e c'houarnamant.

Hec'h anv kozh a roas ar gomunourien dezhi a-benn diskouez e oa bet adunvanet ar vro, met ne oa ket bet degemeret ar c'hemm-mañ gant Republik Sina. Betek ar bloavezhioù 1970 e kendalc'he tud Taiwan d'ober gant Bei Ping evit he anval.

Yan Jing a zo un anv arall evit envel ar gêr, graet gantañ gant tud ar vro. Daveiñ a ra an anv-mañ d'ar Rouantelezh Yan a rene war ar rannvro da vare ar Rouantelezhioù oc'h Emgannañ

[kemmañ] Istor

Azeuldi an Neñv
Azeuldi an Neñv

Poblekaet eo bet lec'hienn Beijing abaoe ar milved kentañ kent Jezuz-Krist. E-kichen Beijing a-vremañ edo Ji kêr-benn ar Rouantelezh Yan. Hendad Beijing ne oa ket Ji, avat. Dilezet eo bet ar geoded war-dro ar XVIvet kantved ha ne oa nemet kêrioù bihan er rannvro e-pad an tierniezhoù Sui ha Tang.

E 936 e roas tierniezh ar Jin Diwezhatoc'h un darn eus e harzioù en hanternoz, Beijing enno, da dierniezh kithan al Liao. Un eil gêr-benn, Nanjing hec'h anv, a grouas homañ el lec'h m'emañ bremañ Beijing. E 1125 e aloubas tierniezh Jurchen ar Jin al liaoed ha Nanjing a lakajont da gêr-benn. Zhong Du (kêr-benn ar c'hreiz) hec'h anvjont.

Distrujañ a reas ar Vongoled kêr Zhong Du e 1215 hag hec'h adsevel a rejont un tammig pelloc'h war-du an hanternoz. Anezhi e lakaeas Kubilai Khan da gêr-benn. Khanbalik e anvas e mongoleg (o talvez kement ha "annez meur ar C'hhan") ha Da Du e sinaeg (da lâret eo, "kêr-benn veur"). War ar seblant en doa Kubilai Khan dibabet Khanbalik da gêrbenn, edo war vevennoù ar bed sinat, peogwir e oa tostoc'h ouzh Mongolia.

Goude diskar an dierniezh Yuan e voe adsavet kêr gant an dierniezh Ming a anvas anezhi Shun Tian. E 1403 e kasas an impalaer Yongle e gêr-benn eus Nanjing da Veijing, evit difenn gwelloc'h harzoù an hanternoz. Kemeret he deus kêr Veijing he neuz a-vremañ e-pad ar remziad Ming gant savidigezh ar Geoded Difennet etre 1406 ha 1420 hag Azeuld an Neñv e 1420. Pobletañ kêr ar bed e oa Beijing etre 1420 ha 1650 hag etre 1710 ha 1825, hervez studiadenn Tertius Chandler ( Four Thousand Years of Urban Growth: An Historical Census).

Goude dibenn ren ar Vinged e chomas Beijing kêr-benn tierniezh mandchouek ar Quinged. Enni e lakaeas seziz ar c'hannatioù arallvro e-pad Emsavadeg ar Vokserien e 1900.

An Dispac'h Xinhai a ziskaras an dierniezh Quing e 1911 ha klasket e oe erlerc'hiañ Beijing gant Nanjing, met Yuan Shikai, a oa e skoazell dizouerus da verzh an emsav, a viras an emsaverien da zalc'h Beijing da gêr-benn.

Embann a reas Yuan Shikai e [[1915] e oa deuet da vezañ impalaer, met ne oa ket bet degemeret e renerezh gant ar rannvroioù. Kouezhout a reas ar vro etre daouarn an dierned a vrezel. A re bouezusañ anezho a stourme evit kontroliñ Beijing e-pad ar brezelioù Zhili-Anhui ha Zhili-Fengtian.

Goude Argasadeg an Hanternoz en em stalias gouarnamant ar C'huomintang e Nanjing. Adañvet e oa bet ar gêr Beiping, ar pezh a c'hell bezañ troet Peoc'h an Hanternoz pe Hanternoz peoc'hekaet, a-benn diskouez ne oa ket reizh-diazezet gournamant an dierned a vrezel o doa staliet o galloud enni.

E-pad ar Brezel etre Sina ha Japan e oa bet tapet Beijing gant ar Japaniz d'ar 29 a viz Gouere 1937. Dindan o dalc'h e adkavas hec'h anv kozh - Beijing - hag e voe lakaet da sez ur gouarnamant c'houllo : Danvez Gouarnamant Republik Sina. Hemañ a oa kendeuzet gant Gouarnamant Wang Jingwei edo e sez e Nanjing. Goude kodianigezh Japan, avat, e oa bet adanvet ar gêr Beiping.

D'an 31 a viz Genver 1949 en em gavas ar gomunourien e Beijing hep stourmañ. D'ar 1añ a viz Here ez eo eno ma embannas Mao Zedong krouidigezh Republik Pobl Sina. Divizet e oa bet ur pennadig a-raok e vefe bet lakaet Beijing da gêr-benn ar stad nevez o lakaat hec'h anv kozh dezhi en-dro.

O vezañ kêr-benn ar vro he deus gwelet Beijing kalz trubuilhoù e-pad dekvloaziadoù diwezhañ an XXvet kantved, en o zouesk manifestadegoù Tienanmen, e 1976 hag e 1989.

Kregiñ a reas Beijing e ziorren goude adreizhadurioù armezhel Deng Xiao Ping (adalek 1978) hag ar c'hresk-mañ en deus degaset kudennoù niverus (saotradur, tremen) d'e heul.

[kemmañ] Douaroniezh

Luc'hskeudennoù eus Beijing tapet gant Landsat 7.
Luc'hskeudennoù eus Beijing tapet gant Landsat 7.

Lec'hiet eo Beijing e hanternoz plaenenn hanternoz Sina. Gant menezioù eo gwarezet kostez ar c'hornôg, an hanternoz hag ar gwalarn ouzh gwent ar stepoù.

E gwalarn ar gêr e kaver ar Menezioù Jundu tra m'eo riblet ar c'hornôg gant ar Menezioù Xinshan. Lec'hiad uhelañ ar geoded eo Menez Dongling (2303 m) war vord Hebei. Talvoudekaet eo bet ar menezioù-mañ pa'z eo bet savet Moger Vras Sina a wareze ar gêr a-enep d'ar gantreidi.

Teir stêr a red dre Beijing : Yongding, Chaobai hag un darn eus ar stêr Hai. E penn diwezhañ Kanol Vras Sina, a gerzh etre hanternoz Sina ha Hangzhou, emañ Beijing ivez.

Kriz e vez hin Beijing, gant hañvioù gor ha gleb abalamour da vonson Azia ar reter ha goañvioù avelek, yen ha sec'h, levezonet gant adkelc'hwidenn Siberia. Gwrezverkoù keitat miz Genver a vez etre -7° ha -4° C pa vezont tro 25° C e miz Gouere. Bez ez eus war dro 600 mm a zour-glav bep bloaz, 75 % anezho o varradiñ e-pad an hañv.

Saotret-tre e vez aer rannvro Beijing ha barroù-avel deuet eus an dezerzh a vez alies. O kempenn kêr emañ ar gouarnamant avat, a-raok ma vo dalc'het ar c'hoarioù olimpek eno.

[kemmañ] Frammadur ar gêr

[kemmañ] Karterioù

Hent Wangfujing.
Hent Wangfujing.
Beijing da noz.
Beijing da noz.
Ul levrdi e Xidan.
Ul levrdi e Xidan.

Karterioù pennañ Beijing eo :

  • Andingmen 安定门
  • Beiyuan 北苑
  • Chaoyangmen 朝阳门
  • Dongzhimen 东直门
  • Fangzhuang 方庄
  • Fuchengmen 阜成门
  • Fuxingmen 复兴门
  • Guomao 国贸
  • Hepingli 和平里
  • Wangjing 望京
  • Wangfujing 王府井
  • Wudaokou 五道口
  • Xidan 西单
  • Yayuncun 亚运村
  • Zhongguancun 中关村

Meur a anv-lec'h e Beijing o deus o dibenn o echuiñ gant an elfenn -men (门), ar pezh a dalvez kement ha dor. Diwar anvioù dorioù moger gozh ar gêr int bet savet. Reoù arall a echu o anvioù gant an dibenn cun (村), o talvez kement ha kêriadenn. Ar c'hêriadennoù a zo kaoz amañ a oa lec'hiet d'en tu all da voger-tro ar gêr.

[kemmañ] Kêrioù

Un nebeud kêrioù a zo enframmet e-barzh kumun Beijing met er-maez an tolead-kêr end-eeun :

  • Changping 昌平
  • Huairou 怀柔
  • Miyun 密云
  • Liangxiang 良乡
  • Liulimiao 琉璃庙
  • Tongzhou 通州
  • Yizhuang 亦庄

[kemmañ] Rannoù melestradurel

E 18 rann eo lodennet keoded Beijing. 16 anezho a zo bannoù pe distrigoù, an div all o vezañ kontelezhioù.

E eizh bann eo rannet ar gêr hag he bannlev tost-kaer.

Bann Poblañs (Niveradeg 2000) Gorread (km²) Stankter (/ km²)
Bann Dongcheng (东城区: Dōngchéng Qū) 536,000 24.7 21,700
Bann Xicheng (西城区: Xīchéng Qū) 707,000 30.0 23,567
Bann Chongwen (崇文区: Chóngwén Qū) 346,000 15.9 21,761
Xuanwu (宣武区: Xuānwǔ Qū) 526,000 16.5 31,879
Chaoyang (朝阳区: Cháoyáng Qū) 2,290,000 470.8 4,864
Bann Haidian (海淀区: Hǎidiàn Qū) 2,240,000 426.0 5,258
Bann Fengtai (丰台区: Fēngtái Qū) 1,369,000 304.2 4,500
Bann Shijingshan (石景山区: Shíjǐngshān Qū) 489,000 89.8 5,445
Kêr end-eeun + banlev 8.50 milion 1377.9 6,171

Ar c'hwec'h distrig pelloc'h a endalc'h ar banlevioù pellañ ha kêrioù staget ouzh Beijing

Bann Poblañs (Niveradeg 2000) Gorread (km²) Stankter (per km²)
Bann Mentougou (门头沟区: Méntóugōu Qū) 267,000 1,331.3 201
Bann Fangshan (房山区: Fángshān Qū)
kontelezh Fangshan betek 1986
814,000 1,866.7 436
Bann Tongzhou (通州区: Tōngzhōu Qū)
kontelezh Tong betek 1997
674,000 870.0 775
Bann Shunyi (顺义区: Shùnyì Qū)
kontelezh Shunyi betek 1998
637,000 980.0 650
Bann Changping (昌平区: Chāngpíng Qū)
kontelezh Changping betek 1999
615,000 1,430.0 430
Daxing District (大兴区: Dàxīng Qū)
kontelezh Daxing betek 2001
672,000 1,012.0 664
Banlevioù diavaez 3.68 milion 7,490 491


En tolead diwar ar maez ha tost-kar ag ar maezioù emañ an div gontelezh hag an daou vann arall.

Bann Poblañs (Niveradeg 2000) Gorread (km²) Stankter (per km²)
Bann Pinggu (平谷区: Pínggǔ Qū)
Kontelezh Pinggu betek 2001
397,000 1,075.0 369
Bann Huairou (怀柔区: Huáiróu Qū)
Kontelezh Huairou betek 2001
296,000 2,557.3 116
Kontelezh Miyun (密云县: Mìyún Xiàn) 420,000 2,335.6 180
Kontelezh Yanqing (延庆县: Yánqìng Xiàn) 275,000 1,980.0 139
Tro 1.39 milion 7,947.9 175

Sifroù diwar Geohive

[kemmañ] Armerzh

Kreizenn armerzhel nevez Beijing.
Kreizenn armerzhel nevez Beijing.

E 2005 e oa PBK Beijing 681.45 $ RMB (war-dro 84 miliard $ SU), kresket anezhañ eus 11,1 % e-korf ur bloaz. He PBK dre zen a oa 44,969 RMB, 8,1% muioc'h eget e 2004. Kresket kalz o deus niver ar c'hirri-tan (+ 18 % e kerzh ur bloaz) ha priz an tier.

E Guomao emañ kreizenn arc'hantel nevez ar gêr. Enni e kaver sezoù embregerezhioù, kreizennoù kenwerzhel ha lojeizoù pompadus. Ar greizenn armerzhel kozh a zo rannet etre Fuxingmen ha Fuchengmen tra m'eo Wangfujing ha Xidan toleadoù kenwerzhel dreist-holl. E Zhongguancun, lesanvet "Silicon Valley" Sina, eo lec'hiet ar braz eus an embregerezhioù elektronek.

War du ar c'hornôg emañ ar c'helc'hiadoù greantel pennañ ha er maez ar gêr e c'hounezer maiz ha gwinizh

Da vezañ buan tre e kendal'ch kreskadeg Beijing,ar pezh en-deus dilerc'hoù diblijus.Brudet eo ar gêr evit he "smog" ha "programoù espernidigezh energiezh" dekredet gant ar gouarnamant. Perzh an dour a zo fall tre hag ar gaz hag an tredan a zo ker tre. Arnodin a reas ar gouarnamant da zirouetlañ ar gudenn dre urzhiañ greanterezhioù da lakaat arc'hant da wellaat glander. Divarrek d'hen ober e oa bet lod anezho ha aet kuit ez int da gerioù arall evl X'ian

[kemmañ] Tisaverezh

Un Hutong.
Un Hutong.

Tri stumm a disaverezh a gaver e Beijing. Da gentañ, an tisaverezh impalaeriel a zo skouer gwellañ :Tienanmen, ar Geoded Difennet hag Azeuldi an Neñv. Bez ez eus ivez un tisaverezh soviedel e stumm gant savadurioù savet etre 1950 ha 1970. Savadurioù savet goude 1980 a zo muioc'h a-vremañ o stumm, gant ur meskaj a disaverezhioù kozh ha nevez.


[kemmañ] Poblañsouriezh

Karter Wangjing ma kaver kalz tud eus Korea ar C'hreizteiz .
Karter Wangjing ma kaver kalz tud eus Korea ar C'hreizteiz .

Poblañs Beijing, se a zo tod o chom e Beijing muioc'h eget c'hwec'h miz pep bloaz, a oa 15.38 milion. 11.870 anezho a oa hukou, gwir da chom e Beijing dibaouez. Ar peurest o-deus un aotreadur amzeriad hepken. Bez ez eus un niver dianav eus divroidi eneplezenn deuet eus ar maez. Hei ren pe dud zu anver anezho.

95% eus an dud o chom e Beijing a zo Han. Kavout a reer ivez Mongoled, Mandchoued, Hui ha Tibetiz. Bez ez eus ur skolaj tibetat evit ar re yaouank a zo tibetat o zud.


Bodadoù etnek Beijing, kontadeg 2000
Broadelezh Poblañs Dre gant
Han 12,983,696 95.69%
Mandchou 250,286 1.84%
Hui 235,837 1.74%
Mongoled 37,464 0.28%
Koreiz 20,369 0.15%
Tujia 8372 0.062%
Zhuang 7322 0.054%
Miao 5291 0.039%
Uyghur 3129 0.023%
Tibetiz 2920 0.022%

[kemmañ] Sevenadur

Rannyezh Beijing a gomz tud bet ganet e kelc'hiadoù kêrel Beijing. Un doare mandarineg eo ha warni eo diazezet ar sinaeg standart. Er-maez ar gêr e komzer rannyezhoù tost a-walc'h ouzh hini proviñs Hebei.

Brudet e vez C'hoarigan Beijing eve unan eus begoù sevenadur sinat. Diazezet eo war ur meskaj a ganioù, a gendivizioù komzet hag ag oberennoù. Gant ur yezh hen he stumm e vez graet ennañ, ar pezh e laka da ziaes da gomprenn.

Ar Siheyuan (四合院) a zo stil tisaverezh hengounel Beijing. Un savadur karrezek eo gant kambroù o c'hronnañ ur porzh diabarzh. Hemañ a vez oc'h enderc'hel ur wezenn (ur c'hreunadenn alies)) pe un oglenn gant pesked. Un Hutongs (胡同) a vez graet gant heuliad Siheyuanoù. Boutin tre e voent e kreizenn Beijing gwechall met o vezañ distrujet emaont e frammadur politikerezh arnevezadur bleiniet gant ar gouarnamant. D'o annezidi e vez roet ranndioù er mellad-tiez nevez met lod anezho a glemm. Un nebeut hutongoù a zo gwarezet, avat, evit abegoù sevenadurel hag istorel.

Keginerezh Beijing a zo keginerezh mandarinat, an houadrostet he meuz brudetañ. Tiez-te a zo niverus e Beijing hag an te a zo ur perzh pouezhus eus ar sevenadur lec'hiel. Meur a zoare te a zo, reoù bennak ker tre.



[kemmañ] Treuzdougen

D'ur greizenn bennañ a dreuzdougen ez eo aet Beijing adalek adreizhadur armezhel Deng Xiaoping. Pemp hentoù-tro ha nav gourhentoù a gelc'h ar gêr. Un aerporzh etrevroadel he-deus ivez.

[kemmañ] Hentoù-houarn

E-barzh ar Gar Beijing
E-barzh ar Gar Beijing

Div c'har bennañ a zo e Beijing : Gar Beijing ([[sinaeg 北京站; Hanyu Pinyin: Běijīng Zhànha) Gar Beijing ar Reter (Hanyu Pinyin: Běijīng Xīkèzhàn, sinaeg: 北京西客站) a zo aet d'ar gar brasañ e Sina. Garioù bihanoc'h a zo ivez evel Beijing ar reter, Beijing an hanternoz ha Fengtai.

Ur greizenn hent-houarn a zo Beijing. Linennoù a liamm anezhi ouzh kêrioù brasañ ar vro evel Guangzhou, Shanghai, Harbin, Baotou, Taiyuan, Chengde and Qinhuangdao. Reoù arall a vlei e Rusia pe e Korea an Hanternoz

Ul linennn-tren-bun-tre a zo o vezañ savet. Echuet e vo e 2007 ha liammañ a raio Bejing ouzh Tianjin

[kemmañ] Hentoù

Ur stoc'had e Beijing
Ur stoc'had e Beijing

Gant an holl rannoù eus Sina eo Beijing liammet dre an hent. Nav gourhentoù (ha c'whec'h arall o vezañ savet) ha ennek hentoù broadel a gevre Beijing gant ar proviñsoù. E-Barzh Beijing e voe bet savet pemp hent-tro.

Ar red a zo unan eus kudennoù pennañ Beijing. Pemdezek eo ar stoc'hadoù, dreist hol er greizenn e-kichen rabin Chang'an. Da de dirouestlañ an diasderioù-se o-deus bet brasaet straedoù meur ar gêr d'o liaman gant an trede hent-tro. Esperiñ a reer e lakaio an dra-se da aesoc'h da dremen eus un hent-tro d'an egile.

Ma'z eus kudennoù red gant Beijing n'eo ket en-abeg d'he ment hepken. An treuzdougenoù boutin a zo skort ha leunat e vez alies ar busoù. Bez ez eus ur metro met re vihan eo c'hoazh da vezañ talvoudus. Hervez ar gouarnamant e gwellaio an traoù er bloavezhioù da zont ha da get e tlefe mont ar stoc'hadoù a-raok ar c'hoarioù olimpek.

[kemmañ] Aerporzhioù

Ar Beijing Capital International Airport (Sinaeg eeun: 北京首都国际机场; Sinaeg hengounel: 北京首都國際機場; pinyin: Běijīng Shǒudū Guójì Jīchǎng) a zo aerporzh pennañ ar gêr. E-kichen Shunyi emañ, 20 km eus ar greizenn. Ennañ e erru darn vrasañ eus an nijadennoù evit Beijing. Ouzh ar greizen eo liammet dre Hent-Buan an Aerporzh ((机场高速公路, Hanyu Pinyin: Jīchǎng Gāosù Gōnglù). Mont eus ar greizenn d'an aerporzh a gemer war dro 40 munut.

An aerporzhioù arall a zo Liangxiang, Nanyuan, Xijiao, Shahe ha Badaling met gant al lu e vezont talvoudekaet dreist holl.


[kemmañ] Treuzdougenoù boutin

Peder linenn a zo gant metro Beijing (Sinaeg hengounel: 北京地鐵; Sinaeg eeun: 北京地铁; pinyin: běi jīng dì tiě), div anezho a zo isdouarel, an div arall a zo a us d'ar gorre. Rakwelout a reer da sevel muioc'h evit ar C'hoarioù Olimpek. Bez e oa ivez 599 linenn bus ha trolleybus e 2004.

Busoù gant an aeriañ a gousk 2Renminbi evit 10 km. Ar re heptañ na gousk nemet 1 renminbi. Tikedoù metro a gousk 3 Renminbi evit al linennoù 1, 2, 13, ha 8T, 5 RMB evit tikedoù oc'h aotren un dremenadenn davet al linenn 13 ha 4 RMB evit tikedoù oc'h aotren un dremenadoù davet al linenn 8T.

Boutin kenañ eo an taksioù. Koustañ a reont 10 RMB evit an deg kilmotr kentañ ha daou evit pep kilometr muioc'h. Goude 15 km e kresk ar prizioù eus 50%. Kreskiñ a reont a 20% ivez etre 11 eur ha 18 eur. Ar c'hreskadennoù-se a zo a-vernioù.

[kemmañ] Touristelezh

Ar Palez Hañvek.
Ar Palez Hañvek.

E-sped freuzioù ar brezelioù hag eus an Dispac'h Sevenadurel eo Beijing pinvidik e monumantoù. Daoust m'anavez tud ar c'hornôg anezhi evit he fouez politikel dreist holl, eo Tiananmen (dor ar peoc'h neñvel) unan eus diduelloù pennañ ar gêr. Lec'hoù arall a zo Moger Vras Sina, a zo un darn anezhi e-kichen Beijing, ar Palez Hañvek hag Azeuldi an Neñv

[kemmañ] Lec'hioù touristel pennañ e-barzh ar gêr

[kemmañ] Monumantoù

  • Ar Geoded zifennet (World Heritage Site)
  • Tiananmen
    • Tiananmen (The Gate of Heavenly Peace)
    • Palez Ar bobl (Parlamant Broadel)
    • Mirdi Broadel Sina
    • Monumant da Harozioù ar bobl
    • Ti-kañv Mao Zedong
  • Ar Palez Hañvek (World Heritage Site)
  • Rivinoù ar Palez Hañvek
  • Gulou
  • An Hutongoù istorel and Siheyuanoù
  • Pont Lugou Bridge (Pont Marco Polo )
  • Palez ar Priñs Gong (Gong Wang Fu)
  • C'hoarigan Beijing
  • Straed ar Sevenadur
  • Gedlec'h Kozh Beijing

[kemmañ] Azeuldiez

Pagoda Wansong
Pagoda Wansong
  • Azeuldi an neñv
  • Azeuldi an Douar, e hanternoz Beijing
  • Azeuldi an Heol, e reter Beijing
  • Azeuldi al Loar, e kornôg Beijing
  • Azeuldi tanzhe
  • Azeuldi Jietai
  • Azeuldi Yunju
  • Yonghegong (Azeuldi Lama)
  • Azeuldi Guangji
  • Azeuldi Konfucius
  • Azeuldi ar Kloc'h Meur
  • Azeuldi ar Pemp Pagodenn
  • Azeuldi ar C'houmoul Glaz
  • Azeuldi ar Budda Gourvezet
  • Azeuldi an Dagoba Gwenn el Liorzh Beihai
  • Badachu
  • Iliz Meur an Dinamm Grouet
  • Iliz ar Savetaer Santel
  • Moskeen Niujie

[kemmañ] Liorzhioù

  • Liorzh Beihai
  • Shichahai
  • Liorzh Jingshan Park
  • Xiangshan
  • Daguanyuan
  • Liorzh ar Plantennoù
  • Liorzh Taoranting
  • Zoo Beijing

[kemmañ] Karterioù Kenwerzhel

  • Wangfujing
  • Xidan
  • Beijing CBD
  • Beijing Financial Street
  • Zhongguancun
  • Yizhuang

[kemmañ] Er-maez ar gêr

  • Darnioù Moger Vras Sina (World Heritage Site) e:
    • Badaling
    • Juyongguan
    • Mutianyu
    • Simatai
    • Jinshanling
    • Jiankou
  • Bezioù an dierniezh Ming (World Heritage Site)
  • Zhoukoudian, lec'h ma voe bet kavet Den Beijing (World Heritage Site)
  • Shidu

[kemmañ] Ostalerioù

Betk ar bloavezhioù 70 e oa ostaleri wir ebet e Beijing en abeg da etad an traoù armezhel ha kevredel. Ar veajerien a veze o vont er zhaodaisuo, un doare ostaleri-stad. Un nebeut anezho a zo talvoudekaet c'hoazh hiziv an deiz.

Er bloavezhioù 70 e krogas Sina d'arnodiñ da sachañ arc'hant tud ar c'hornôg. Un niver bras a ostalerioù a zeraouias da sevel neuze. Kalz ostalerioù, reoù'zo uhel tre o live, ez eus bremañ e kêrbenn Sina an hini vrudetañ a zo Ostaleri Beijing (北京饭店), a zo perc'hennet gant ar stad. E-touez ar re-arall e kaver An Ostaleri Sheraton, an Ostaleri Jianguo, An Ostaleri Vedel Sina, Ar St. Regis, Ar Grand Hyatt hag Palez al Ledenez.

Bez ez eus Ostalerioù evit ar Re-Yaouant met n'int ket gwall niverus.

[kemmañ] Buhez an noz

Oberiant ha variant eo buhez an noz e Beijing. Dañsvaoù niverus a voe bet krouet abaoe adreizhadurioù Deng Xiao Ping. War-dro Sanlitun pe e-kichen Sportva al labourerien emañ darn vrasañ anezho. Kavout a reer reoù er c'harter Wudaokou e gwalarn ar gêr.

Ar c'harterioù ma'z int digor diwezhat an tavarnioù a zo :

  • Sanlitun
  • Houhai
  • Yuandadu

[kemmañ] Deskadur

Skolioù-meur niverus a gaver e Beijing, meur anezho etrevroadel o live. Ar re vrudetañ a zo :

)

A-drugarez e renk a gêrbenn sevenadurel ha melstradurel Sina e herberc'h Beijing kalz muioc'h skolioù-meur eget tout ar c'herioù arall er vro. Melestrer ez int gant Deskadurezh Stad Sina. War-gresk eo niver ar studierien estrañjour

[kemmañ] Roll skolioù-veur Beijing

  • [[Skol-veur Beijing] (北京大学) (diazezet e 1898), ar skol-veur wellañ eus Sina hag an hini XVved er bed a-bezh
  • Skol-veur Tsinghua University (清华大学) (diazezet 1911),
  • Skol-veur Renmin Sina (中国人民大学)
  • Skol-veur Normal Beijing (北京师范大学) (founded 1902)
  • Skol-Uhel Teknologiezh Beijing (北京理工大学)
  • Skol-veur Jiaotong Beijing (北京交通大学)
  • Skol-veur greiz armerzh ha finañs (中央财经大学)
  • Skol-veur eus kenwerzh etrevroadel hag armerzh (对外经济贸易大学)
  • Skol-veur eus an darempredoù etrevroadel (国际关系学院)
  • Skol-veur eus ar skiantioù eus an deknologiezh (北京科技大学)
  • Skol-veur eus nijouriezh hag astraerezh (北京航空航天大学)
  • Skol-veur eus politikouriezh ha gwir (中国政法大学)
  • Skol-veur teknologiezh Beijing (北京工业大学)
  • Skol-veur ar studioù etrevroladel (北京外国语大学)
  • Skol-veur ar yezhoù hag ar sevenadurioù (北京语言大学)
  • Skol-veur gounezereh Sina (中国农业大学)
  • Skol-veur teknologiezh chimiek (北京化工大学)
  • Skol-veur medisinerezh (北京中医药大学)
  • Skol-veur eoul-maen (石油大学)
  • Skol-veur ar post (北京邮电大学)
  • Skol-veur normal ar gêrbell (首都师范大学)
  • Skol-veur ar c'hoadegoù (北京林业大学)
  • Skol-veur an darempredoù (中国传媒大学)
  • Akademiezh greiz an teatr (中央戏剧学院)
  • Skol-sonerezh greiz (中央音乐学院)
  • Skol-uhel an arzoù (中央美术学院)
  • Akademiezh Sinema Beijing (北京电影学院)


[kemmañ] Mediaoù

Burev-nevezioù Xinhua
Burev-nevezioù Xinhua

[kemmañ] Skinwel ha skingomz

Skinwel Beijing a skin-gas war ar chadennoù 1 da 10. Er c'hontrol d'ar Skinwel-Kreiz Sina, n'en-deus ket ur chadenn e saoznek. Bez ez eus tri skingomz e saozneg, avat : Hit FM war FM 88.7, Easy FM gant Skingomz Etrevroadel Sina (CRI) war FM 91.5, ha Radio 774 war AM 774.

[kemmañ] Kazetennoù

Ar gazetenn vrudetañ eus Beijing a zo ar Nevezioù an Abardaez Beijing (Beijing Wanbao). Bennoz e vez embannet hag enni e kaver an holl nevezioù Beijing hag he rannvro. Ar c'hazetennoù pennañ arall a zo :

  • Nevezioù Beijing (Xin Jing Bao)
  • Ar Steredenn bemdeziek Beijing
  • Nevezioù ar Mintin Beijing
  • Kazetenn-bemdeziek ar re Yaouank (Beijing Qingnian Bao)

E Beijing e vez embannet Kazetenn-bemdeziek ar Bobl (Sinaeg: 人民日报; Pinyin: Rénmín Rìbào) ha China Daily e saozneg.


[kemmañ] Sportoù

Ar C'hoarioù Olimpek a herberc'ho Beijing e 2008. Meur a skipailh-sport ez eus enni, en-o-zouez :

  • Kevredad Mell-droad
    • Beijing Xiadai
  • Kevredad Sinat Basket
    • Houidi Beijing
    • Olimpianed Beijing


[kemmañ] Liammoù Diavaez


Commons
Dafar ouzhpenn a-fed an tem-mañ a vez kavet e-barzh Wiki.Commons
Static Wikipedia 2008 (March - no images)

aa - ab - als - am - an - ang - ar - arc - as - bar - bat_smg - bi - bug - bxr - cho - co - cr - csb - cv - cy - eo - es - et - eu - fa - ff - fi - fiu_vro - fj - fo - frp - fur - fy - ga - gd - gl - glk - gn - got - gu - gv - ha - hak - haw - he - ho - hr - hsb - ht - hu - hy - hz - ia - id - ie - ig - ii - ik - ilo - io - is - it - iu - jbo - jv - ka - kab - kg - ki - kj - kk - kl - km - kn - ko - kr - ks - ksh - ku - kv - kw - ky - la - lad - lb - lbe - lg - li - lij - lmo - ln - lo - lt - lv - map_bms - mg - mh - mi - mk - ml - mn - mo - mr - ms - mt - mus - my - mzn - na - nah - nap - nds - nds_nl - ne - new - ng - nn - -

Static Wikipedia 2007 (no images)

aa - ab - af - ak - als - am - an - ang - ar - arc - as - ast - av - ay - az - ba - bar - bat_smg - bcl - be - be_x_old - bg - bh - bi - bm - bn - bo - bpy - br - bs - bug - bxr - ca - cbk_zam - cdo - ce - ceb - ch - cho - chr - chy - co - cr - crh - cs - csb - cu - cv - cy - da - de - diq - dsb - dv - dz - ee - el - eml - en - eo - es - et - eu - ext - fa - ff - fi - fiu_vro - fj - fo - fr - frp - fur - fy - ga - gan - gd - gl - glk - gn - got - gu - gv - ha - hak - haw - he - hi - hif - ho - hr - hsb - ht - hu - hy - hz - ia - id - ie - ig - ii - ik - ilo - io - is - it - iu - ja - jbo - jv - ka - kaa - kab - kg - ki - kj - kk - kl - km - kn - ko - kr - ks - ksh - ku - kv - kw - ky - la - lad - lb - lbe - lg - li - lij - lmo - ln - lo - lt - lv - map_bms - mdf - mg - mh - mi - mk - ml - mn - mo - mr - mt - mus - my - myv - mzn - na - nah - nap - nds - nds_nl - ne - new - ng - nl - nn - no - nov - nrm - nv - ny - oc - om - or - os - pa - pag - pam - pap - pdc - pi - pih - pl - pms - ps - pt - qu - quality - rm - rmy - rn - ro - roa_rup - roa_tara - ru - rw - sa - sah - sc - scn - sco - sd - se - sg - sh - si - simple - sk - sl - sm - sn - so - sr - srn - ss - st - stq - su - sv - sw - szl - ta - te - tet - tg - th - ti - tk - tl - tlh - tn - to - tpi - tr - ts - tt - tum - tw - ty - udm - ug - uk - ur - uz - ve - vec - vi - vls - vo - wa - war - wo - wuu - xal - xh - yi - yo - za - zea - zh - zh_classical - zh_min_nan - zh_yue - zu -
https://www.classicistranieri.it - https://www.ebooksgratis.com - https://www.gutenbergaustralia.com - https://www.englishwikipedia.com - https://www.wikipediazim.com - https://www.wikisourcezim.com - https://www.projectgutenberg.net - https://www.projectgutenberg.es - https://www.radioascolto.com - https://www.debitoformativo.it - https://www.wikipediaforschools.org - https://www.projectgutenbergzim.com