Web - Amazon

We provide Linux to the World

ON AMAZON:


We support WINRAR [What is this] - [Download .exe file(s) for Windows]

CLASSICISTRANIERI HOME PAGE - YOUTUBE CHANNEL
SITEMAP
Audiobooks by Valerio Di Stefano: Single Download - Complete Download [TAR] [WIM] [ZIP] [RAR] - Alphabetical Download  [TAR] [WIM] [ZIP] [RAR] - Download Instructions

Make a donation: IBAN: IT36M0708677020000000008016 - BIC/SWIFT:  ICRAITRRU60 - VALERIO DI STEFANO or
Privacy Policy Cookie Policy Terms and Conditions
Te - Wikipedia

Te

Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor

Ur vodenn-te
Ur vodenn-te

Sterioù all zo d'ar ger te. Gwelout: te (digejañ) .


An te a zo:

  • plant
  • un died diwar ar plant, a vez aozet dre c'hlechian delioù ha broñs ar vodenn-te.

Taolenn

[kemmañ] Ar plant

[kemmañ] Aozañ an delioù

Aozet e vez an delioù en ur lakaat anezho da c'hoiñ a-raok o lezel da sec'hañ. Kustum eur da frondiñ an te gant temzoù, bleuñv pe frouezh a bep seurt. Pevar stumm te a zo :

  • an te du,
  • an te oolong,
  • an te gwenn
  • hag an te glas.

Kafein ha teofilin zo ennañ hag unan eus an diedoù evet ar muiañ eo. 3.200.000 tonenn a voe kenderc'het e 2004, etre India dreist-holl, ha Sina, Sri Lanka ha Kenya.

Ar ger te a vez graet gantañ ivez da envel diedoù damheñvel ouzh an te nemet n'int ket graet gant an hevelep plant evel ar mate pe an te ruz.


[kemmañ] Orin an anv

Daou zistagadur zo d'al lizherenn sinaek hervez ar rannyezhoù. Diwar an eil pe egile anezhe e teu ar ger a dalv te en hogozik an holl yezhoù.

  • E mineg avat, e vez lâret te. Diwar an distagadur-se e teu ar ger malezek, amprestet goude gant an Hollandiz a brene te e Java.
  • En Amerika ar Su, ma veze evet un died arall, ar mate, a-raok donedigezh Europeiz, eo ar ger-se a vez graet gantañ kentoc'h, e-lec'h ar ger spagnolek reizh .

[kemmañ] Gounezerezh

Ur blantadeg-te en India
Ur blantadeg-te en India
Broiù o kenderc'hel te
Broiù o kenderc'hel te

Ar vodenn-te a gresk e rannvroioù torgennek gant hañvezhioù tomm ha gleb ha goañvezhioù yen ha sec'h.

Gwechall gozh e veze kavet en tuchennoù war-dro an Himalaya. Bremañ e vez gounezet e kalz broioù trovanel pe dindantrovanel. E rannvroioù trovanel e kresk gwelloc'h en uheldirioù.

Setu ar broioù pennañ ma vez gounezet te :

En Unvaniezh Europa ne vez gounezet te nemet


[kemmañ] Gouennoù te

Teir louzaouenn disheñvel zo dindan an anv te:

  • Camellia Sinensis Sinensis, dezhi deil bihan ha dilufr. Derc'hel a ra mat a-walc'h ouzh ar yenijenn hag ar sec'hor.
  • Camellia Sinensi Assamica pe Camellia Assamica, a c'hell kreskiñ betek 15 metr, dezhi deil bras ha skedus. He c'havout a reer e broioù ar moñsonoù.
  • Camellia Sinensis Cambodiensis pe Camellia Assamica Lasiocalyx a c'hell kreskiñ betek 10 metr, hag a vez implijet dreist holl da hironiñ.

[kemmañ] Plantadegoù te

Gounezet e vez ar bodennoù-te e plantadegoù anvet gardens (liorzhoù) pe estates. Tizhout a c'hellont 1000 kantar hag un anv ispisial a zo gant pep hini. Dindan o anv o-unan e vez gwerzhet frouezh ar re vrudetañ anezho, evel Margaret's Hope e Darjeeling, pe Bamonpookri en Assam. Ar re arall a vez implijet d'ober meskajoù anvet blend.

[kemmañ] Dastumadeg

Gant maouezed e vez dastumet deil te, estreget en Afrika. E kalz broioù e vez graet gant an dorn c'hoazh, daoust ma'z eo bet ardivinkaet e Japan pe e Jeorjia. Pouezus tre eo an doare da zastum evit mirout perzhioù an te rak an delioù gwellañ eo ivez ar re yaouankañ hag ar re vihanañ. Dibab a ranker da ober etre perzh ha kementad.

[kemmañ] Aozerezh ha renkadur

Te Pu erh
Te Pu erh

Bez ez eus pevar stumm te, diforc'het dre o prienterezh. Ma n'int ket sec'het buan goude o tastumadeg e weñv deil Camellia Sinensis. An ampez a ya da sukr, ar c'hlorofil a zo distrujet ha duañ a ra an deil. Ar fiñvadenn na c'heller harzañ nemet en ur dommañ an deil da lemel an dour a zo enne. Ar poent ma vez graet a ziforc'h ar stummoù lies de.

[kemmañ] Te gwenn(白茶)

Gant delioù yaouank ha ne oant ket bet goet e vez graet an te gwenn. Gallout a reer goleiñ ar broñs d'ampech furmidigezh klorofil. Brudet tre e Sina ma vez kaeroc'h eget darn vrasañ anteoù arall, eo-eñv nebeutoc'h anavezet e Europa hag e Amerika

[kemmañ] Te glas (綠茶)

Harzet e vez ar c'hoidigezh goude unan pe daou zeiz, gant aezhenn e Japan hag dre poazhañ an deilioù en ur baelon e Sina.

[kemmañ] Oolong (烏龍茶)

Harzet e vez ar c'hoidigezh goude daou pe tri deiz.

[kemmañ] Te du(紅茶)

An te boutinañ eo. Graet e vez dre aotren an deilioù da beurc'hoiñ. Anvet e vez te ruz e Sina.

[kemmañ] Pu erh(普洱茶)

Un te peurc'hoet e ar Pu erh. Ur blaz douarel a zo gantañ ha gallout a reer e virout e-pad dekvloaziadoù.

[kemmañ] Te melen (黃茶)

Gallout a reer an te melen un te mat tre e berzh prientet en un doare ispisial evit an impalaer, pe un doare te glas sec'het goustadigoc'h.

[kemmañ] Kukicha (茎茶)

Anvet ivez te goañv, ar c'h-Kukicha a vez graet gant broñs ha skourroù kozh dastumet e-pad ar goañv ha rostet a-us un tan. E Japan dreist holl e vez evet.

[kemmañ] Gemaicha (玄米茶)

Un te glas mesket gant riz rostet eo ar Gemaicha.

[kemmañ] Te gant bleuñv (花茶)

Alies e vez mesket an te du pe gla gant bleuñv e bro-Sina. An hini brudetañ a zo an H­eung Pín 香 花, un te glas pe oolong mesket gant Jasmin.


[kemmañ] Meskajoù ha frondoù

An te gwerzhet e seierigoù a deu eus meskajoù, pe blends. An te a c'heller meskiñ er vro ma vez gounezet, met un dra ordinal eo meskañ te liesseurt, eus meur a orin.

Pezh a glasker ober gant ar meskañ eo

  • krouiñ ur saour stabil d'an everien da gaout o c'hont,
  • kinnig un te gwelloc'h marc'had, hep koll ar blaz.

Alies e vez mesket te gant frondoù, evit skouar ar vent e broioù arab pe ar suraval e Europa.

[kemmañ] Aozadur an te

Enderc'hel a ra an te meur a broduioù oberus:

  • Katechinoù, hag a zo enepmerglerien. Muioc'h anezho a zo en te gwenn hag en te glas rak int a vez distrujet gant ar goadur.
  • Kafein, un atizer.
  • Teofilin, un atizer.
  • Teobromin, un atizer.

[kemmañ] Istor an te

Te e Sina
Te e Sina

Lec'h-orin an te a zo en ur ranvro venezek a endalc'h kreisteiz ha reter Sina, Myanmar an hanternoz hag Asam. Kreskiñ a ra en un doare naturel Camellia Sinensis Sinensis e reter bro-Sina ha Camellia Sinensi Assamica e Yunnan, Myanmar an hanternoz hag Asam.

[kemmañ] Moujennoù krouidigezh

Hervez Sinaiz e voe ijinet gant Shennong, un impalaer mojennel tra m'edo o veajiñ. Dre ma oa un den a boell e ouie e ranked birviñ an dour a-raok hen evañ. Un deiz e verzas e oa kouezhet un nebeud delioù te en dour a oa o virviñ. Blasaat an evaj a reas an impalaer ha dezhañ e plijas e dañva.

Hervez ur vojenn arall e voe dizoloet an te gant ur manac'h boudaat Bodhidharma, diazezer ar skol Chan. O veajiñ war-du Sina edo-eñv. Droug ennañ peogwir e oa manet kousket e-pad ur brederiadenn, e troc'has kuit e valvennoù. Ur vodenn-te a ziwanas e lec'h ma oant kouezhet.

[kemmañ] Sina

Delwenn Lu Yu e Xi'an.
Delwenn Lu Yu e Xi'an.

Disklaer eo orin an te e Sina met ur perzh pouezus en doa c'hoariet e sevenadur Sina abaoe milvedoù. Seblantout a ra e oa tavouldekaet evel ul louzoù pe un atiz. E rol pennañ e oa e-pad an renziad Han ha ne oa nemet e-pad an renziad Tang (618 - 907) e oa evet evit ar plijadur.

Al levr klasikel kentañ diwar-benn an te a zo Cha Jing (茶经) gant Lu Yu (陆羽) (729-804). Hervezañ e oa boutin evañ te war-dro 760. Livañ a ra al levr penaos e veze gounezet ha prientet. D'an amzer-hont e raed kouignoù gant delioù te. Da brientiñ an evaj e valed anezho kent skuilhañ dour tomm warno. O birviñ e chaodouronioù a c'helled ivez.

Un doare te mac'het, te gwenn e anv, a veze graet adal ar renziad Tang. An te ispisial-mañ a oa dastumet abred en nevezamzer.

[kemmañ] Ar poultr-te hag ar brientadenn gant an aezhenn

E-pad ar renziad Song (960-1279) e kemmas kenderc'h ha prientadur an te. Gwelloc'h e plije d'al lez teoù graet gant deilioù klok met un doare nevez poultr-te a yeas da vrudet. Aezhenet buan tre e veze an deil da wareziñ o blaz hag o liv. Sec'het ha malet e vezent goude an aezhenadur. Ar poultr a c'hounezed en doare-mañ a skuilhed dour gor warnañ. An evaj optenet a veze brudet kenañ abalamour d'e liv gwenn pe c'hlas-emrodez. Ur perzh pouezhus a c'hoarie an te e kevredigezh uhel marevezh Song ar C'hreisteiz (12th to 13th centuries). Uhelidi ha tud e karg a veze oc'h evañ en ur lennañ, skrivañ pe breutaat diwar-benn politikerezh pe brederouriezh.

Ijinet gant ar Songed un doare ispisial da servij an te gant podoù-douar ha poultr-te. Lid Song an Te e oa anvet ha enbroet e oa bet gant menec'h voudaat e Japan. Daoust ma oa bet dilezet gant ar siniz e yeas an doare Song da servij an te un darn bouezhus eus ar sevenadur japanat a-vremañ. Gwenn te a veze talvoudekaet, dreist holl. An doareoù brudetañ a oa "Diwan Palez Maen-Jad" pe "Diwan Dour Sidan-arc'hant".

[kemmañ] An te rostet ha birvet

Rosterezh an te
Rosterezh an te

En trizekvet kantvet e teskas ar siniz un doare nevez da brientiñ an te. An deilioù a veze aezhenet a-raok a voe rostet en ur baelon vras. Ar poultr-te a voe dilezet, estreget e Japan ma virjod ar giz kozh, ha ne voe mui graet an te nemet gant deilioù klok. E 1391 e tekredas ar Vinged ne vefe degemeret nemet teoù klok o deil evel un truaj.

[kemmañ] Goidigezh

Te oolong
Te oolong

E kreisteiz Sina e voe ijinet ar c'hoidigezh er XVIIvet kantved. Sec'het er maez e veze an deil ha lezet da c'hoiñ e-pad un nebeut devezhioù. Gant an teknik-mañ e teuas kalz doareoù te nevez evel an oolong, an te du pe ar pu erh


[kemmañ] Korea

N'anavezer ket pegoulz an te a vo embroet e Korea met e gavout a ra evit ar wech kentañ e livadur un aberzh graet e 661 da spered ar roue Suro, diazezer ar rouantelezh Geumgwan Gaya. E-pad ar renziad Goryeo (918-1392) e raed ofrantoù te e idoldioù boudaat da sprededoù ar menec'h marv. Betek ar renziad Joseon e eve anezhañ ar familh roueel hag an uhelidi dreist holl. E penn ar maread hepken e tremenas d'ar werin.

D'an derou e eve ar goreiz un doare te mac'het heñvel met gant donedigeh ar voudaegezh e perc'hennjont teoù glas evel ar "chaksol" or "chugno"

[kemmañ] Japan

Ti-te e Japan
Ti-te e Japan

[kemmañ] Embroadur ha derou gounezerezh an te

Ar meneg kentañ eus an te glas a gaver en un destenn skrivet gant ur manac'h boudaat en navet kantved. Embroet e voe an te e Japan gant beleien a oa bet kaset e Sina da studiañ he sevenadur. D'un evaj boutin e-touez ar renkad relijiel e yeas buan. Krediñ a reer e voe degaset greun te da Japan evit ar wech gentañ gant ur beleg, Saicho e anv, e 805. E-pad ren an impalaer Saga (嵯峨天皇, Saga tennō) (809 - 823) e yeas d'un evaj boutin el lez ha kregiñ a reer d'e c'hounid en un doare bras.

[kemmañ] Kissa Yokoji - Levr an Te

E 1191 e tougas greun te ar beleg zen Eisai (1141-1215) da Gyoto. Eñv a skrivas al levr kentañ a-zivout an te e Japan - ar c'hKissa Yokoji (Penaos chom yac'h dre evañ te) - e 1211 goude e eil beaj da Sina. Enni e veulas perzhioù mezegel an te a displegañ a rae penaos e c'hounid hag e brientiñ.

Eisa a gendrec'has ar renkad brezelel da evañ te ivez.Klevet en-deus e lonke ar Chogun Minamoto no Sanetomo pep noz. E 1214 e kinnigas-eñv dezhañ ul levr eñ-deus skrivet en un doare ispisial evitañ. Enna e veulas perzhioù an te. Goude se e yeas da voutin evit uhelidi Japan da evañ te. Kreskiñ a ra kalz kenderc'h, zoken ma ne oa ket talvoudekaet kalz gant ar werin.


[kemmañ] Embroadur an te rostet

Kalz eskemmoù a oa, en XIIIvet Kantved, etre renziad Song ar C'hreisteiz ha Japan ha rosterezh a te a oa embroet e enez Kyushu. Darn vrasañ an uhelidi japanat a chomas feal d'an te glas mod kozh.

[kemmañ] Ganedigez sevenadur Japanat a te

Lid an te e Japan
Lid an te e Japan


Da voutin e yeas boaz sinat da lennañ, skrivañ, livañ ha breutaat en ur evañ te e touez uhelidi japanat. Ijinet e-pad kantvedoù gant menec'h zen, Sen-no Rikyu (1522-1591) an hini pennañ, e voe lid te a-vremañ. Ur perzh bras a c'hoarie e diplomatiezh hag ur boaz e veze evit pennoù klan da varc'hata e frammadur lid an te. Goustadig e dremenas kustum an uhelidi dar werin ha da evaj pennañ tout an dud er vro e yeas an te.

[kemmañ] Ardivinkoù da rolliñ

E-pad ar marevezh Meiji(1868-1912), e voe embroet e Japan ardivinkoù da rolliñ an te. Da kalz aesoc'h e lakajont prientadur an te.


[kemmañ] D'un evaj bedel e ya an te

Ger ebet a-zivout an te ez eus e levr Marko Polo ha krediñ a reer e voent ar jezuited an europeiz gentañ o tizoloiñ an te. Posubl eo e voent marc'hadourien bortugat o weladenniñ Japan. Emporzhiet e voe an te evit ar wech kentañ e Rusia pa ginnigas un tammig un impalaer Ming d'ar tsar Mic'hail I e 1618.

Da boutin e yeas an te buan e-touez uhelidi e Europa, dreist hol en Izelvroioù, e Frañs. E bro-Saoz e voe enbroet e 1650 gant Katerin eus Braganza, gwreg Karl II bro-Saoz ha priñsez bortugat.

Da respond d'ar goulenn, hag a groue un divigad kenwerzhel ment gant Sina, a vroudas bro-Saoz da c'hounid te e Sri-Lanka hag e kreistez bro India. O broudañ a reas da emporzhiañ opiom e Sina da vihanaat an divigad. Abeg ar Brezel Kentañ an Opiom a oa.

[kemmañ] Prientadur an te

An doare gwellañ da brientiñ te a zo da lakaat deil en ur pod-te be en ur voul-te. Gant ur sac'hig a c'heller ober ivez, zoken ma ne blij ket an doare-se d'an anavezourien.

E Sina e c'helchier an te meur a wech. Ar re re wellañ a vez kavet an trede, ar pevarvet hag ar pempvet, daoust ma c'hell en dra-mañ kemm hervez an doare te. Hervez an doare te e vari ar gwrezder gwellañ ivez. War-dro 80°Ceo evit teoù nann-goiet evel an teoù glas pe wenn. Evit an teoù du ez eo gwelloc'h d'ober gant un dour gorroc'h, war-dro 100°C.

[kemmañ] Teoù du

Un tasad te du.
Un tasad te du.

Estreget evit doareoù milzinañ e tlefe bezañ war dro-100°C gwrezder an dour a skuilher war an te du. An dra-mañ en-do un efed bras war ar tanva hag ober gant un dour re yen frnd an te. Evel ma ya da izeloc'h grwezder birvadenn an dour gant uhelder, e laka da ziaes an dra-mañ da brientiñ un te du mat e rannvroioù menezek. Aliañ a reer da dommañ ar pod-te kent skuilhañ an dour. Ne c'hellfe padañ muioc'h eget pemp minutenn ar c'helc'hiadenn. Goude-se e tremen al liz en dour ha stourmañ a ra ouzh efed an deofilin. Nebeutoc'h efedus ma fell dehor chom digousk an te "skañv" eget an te "kreñv".

[kemmañ] Te glas

Gant an te glas ne zlefe mont a-us da 80°C. Seul yenoc'h e tlefo bezañ ez eo mat perzh an te. Evit ar gyokuro e vo klouar kentoc'h eget tomm (war dro 60°C). Ur gwrezder uheloc'h a zevo a deilh, ar pezh a vo abeg d'ur blaz c'hwerv. Ar pod-te ha c'hellfed tommañ kent skuilhañ an dourevit ma ne yenaat re vuan an te.

[kemmañ] Te oolong

War dro 90°C e tleffe bezañ an dour evit an teoù oolong hag ar pod-te a dlefed tommañ kent skuilhañ an dour ivez. Gant un dour melar e vezer oc'h aliañ d'ober, rak gwellaat an tanva a ra an dra-mañ.


[kemmañ] Teoù milzin

Un nebeut teoù - dreist holl teoù glaz ha an darjeelingoù gwellañ - a vez glec'hiet e-pad un amzer verr tre, nebeutoc'h eget 30 segond.

[kemmañ] Servij

En ur pod-te e gwer pe e douar e tlfefed servij an te rak ar metal a brienn ar blaz. Dizalian a reer da dabac'hat an te tra m'emañ o c'helc'hiañ. Ne lakkaio ar c'helciadenn da vuanoc'h met risklan a ra da frankizañ al liz. Evit an hevelep abeg ne waskor ket an sac'hig te. Ma fell dezhor un te kreñvoc'h e lakaior ur sc'hig pe un nebeut deil ouzhpenn.

[kemmañ] Traoù ouzhpenn

D'an te e ouzhpenner alis sukr, laezh, sitron ha koñfitur. Disaliet e vez d'ouzhpennañ dienn rak priennañ a ra blaz an te, estreget evit meskajoù kreñv tre evel an East Friesian. Laezh, er c'hontrol, a sparl al liz ha lakat a ra an trenkder da vihanoc'h. Pa vesker te ha laezh e alier da skuilhañ an te el laezh kentoc'h eget ar c'ontrol, rak da vihanoc'h e laka a risk da goailhañ an laezh.

E broioù yen evel Mongolia pe Tibet e ouzhpenner amann d'an te.

[kemmañ] Diskouezadur

[kemmañ] Seierigoù

Seierigoù te
Seierigoù te

Deil te a lakaer en un sac'hig paper pe gwiadenn. Un doare pratik d'ober an te eo met ne blij ket d'ar garourien, rak poultr-te a vez kavet e darn vrasañ ar seierigoù, ar pezh a falla ar blaz. Ouzhpenn-se en em vesk blaz ar paper gant hini an te.

Koll a ra deil te e seierigoù o blaz buanoc'h ivez, o vezañ bihanoc'h

[kemmañ] Deil te

Deilioù te
Deilioù te

E boestadoù pe sac'hadoù e vez gwerzhet deil te. Rannadoù a zleer muzuliañ a-raok prientiñ an te, ar pezh a aotre ur wevnded vrasoc'h met a laka ar fazioù da aesoc'h ivez. Gallout a reer kavout podoù-te gant siloù, seier-te (heñvel a-walc'h ouzh ar re graet ganto evit ar c'hafe, ha bouloù-te da virout an deil d'en em vesk gant dourenn. Gallout a reer ivez ober gant un pod-te sinaat ispisial anvet ar gaiwan a zo ijinet e c'houlc'her evit da zalc'hen an delioù.

[kemmañ] Te mac'het

Doareoù te'zo a vez mac'het c'hoazh rak e verniañ pelloc'h e c'heller. Ar Pu-Erh a vez mac'het alies hag an delioù a vez distaget gant ur ganived.

[kemmañ] Bizhier te

En Izelvroioù e voe bet ijinet an bizhier-te er bloavezhioù 1990 gant un embregerezh Venezia Trading hec'h anv. Herveti e c'hellont erlech'iañ ar seierigoù. N'int ket aet de voutin tre, avat.

[kemmañ] Te trumm

Er bloavezhioù 1930 e voe ijinet an te da aozañ prim met ne voe ket gwerzhet a-raok ar bloavezhioù 50 ha n'eo ket gwall voutin er-maez eus Amerika c'hoazh. Blaz frouezh pe vanilha a vez taolet warnañ alies, ha poultr-laezh zoken a-wechoù.

[kemmañ] Gwelet ivez

Static Wikipedia 2008 (March - no images)

aa - ab - als - am - an - ang - ar - arc - as - bar - bat_smg - bi - bug - bxr - cho - co - cr - csb - cv - cy - eo - es - et - eu - fa - ff - fi - fiu_vro - fj - fo - frp - fur - fy - ga - gd - gl - glk - gn - got - gu - gv - ha - hak - haw - he - ho - hr - hsb - ht - hu - hy - hz - ia - id - ie - ig - ii - ik - ilo - io - is - it - iu - jbo - jv - ka - kab - kg - ki - kj - kk - kl - km - kn - ko - kr - ks - ksh - ku - kv - kw - ky - la - lad - lb - lbe - lg - li - lij - lmo - ln - lo - lt - lv - map_bms - mg - mh - mi - mk - ml - mn - mo - mr - ms - mt - mus - my - mzn - na - nah - nap - nds - nds_nl - ne - new - ng - nn - -

Static Wikipedia 2007 (no images)

aa - ab - af - ak - als - am - an - ang - ar - arc - as - ast - av - ay - az - ba - bar - bat_smg - bcl - be - be_x_old - bg - bh - bi - bm - bn - bo - bpy - br - bs - bug - bxr - ca - cbk_zam - cdo - ce - ceb - ch - cho - chr - chy - co - cr - crh - cs - csb - cu - cv - cy - da - de - diq - dsb - dv - dz - ee - el - eml - en - eo - es - et - eu - ext - fa - ff - fi - fiu_vro - fj - fo - fr - frp - fur - fy - ga - gan - gd - gl - glk - gn - got - gu - gv - ha - hak - haw - he - hi - hif - ho - hr - hsb - ht - hu - hy - hz - ia - id - ie - ig - ii - ik - ilo - io - is - it - iu - ja - jbo - jv - ka - kaa - kab - kg - ki - kj - kk - kl - km - kn - ko - kr - ks - ksh - ku - kv - kw - ky - la - lad - lb - lbe - lg - li - lij - lmo - ln - lo - lt - lv - map_bms - mdf - mg - mh - mi - mk - ml - mn - mo - mr - mt - mus - my - myv - mzn - na - nah - nap - nds - nds_nl - ne - new - ng - nl - nn - no - nov - nrm - nv - ny - oc - om - or - os - pa - pag - pam - pap - pdc - pi - pih - pl - pms - ps - pt - qu - quality - rm - rmy - rn - ro - roa_rup - roa_tara - ru - rw - sa - sah - sc - scn - sco - sd - se - sg - sh - si - simple - sk - sl - sm - sn - so - sr - srn - ss - st - stq - su - sv - sw - szl - ta - te - tet - tg - th - ti - tk - tl - tlh - tn - to - tpi - tr - ts - tt - tum - tw - ty - udm - ug - uk - ur - uz - ve - vec - vi - vls - vo - wa - war - wo - wuu - xal - xh - yi - yo - za - zea - zh - zh_classical - zh_min_nan - zh_yue - zu -
https://www.classicistranieri.it - https://www.ebooksgratis.com - https://www.gutenbergaustralia.com - https://www.englishwikipedia.com - https://www.wikipediazim.com - https://www.wikisourcezim.com - https://www.projectgutenberg.net - https://www.projectgutenberg.es - https://www.radioascolto.com - https://www.debitoformativo.it - https://www.wikipediaforschools.org - https://www.projectgutenbergzim.com