Menez
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
.
Ur menez a zo ur stumm douarel a sav e dolzenn uheloc'h eget al leur en un takad bennak. Bez 'z ez eus menezioù war 24% gorread an Douar (52% hini Azia, 36% hini Norzhamerika, 22% hini Suamerika, 17% hini Europa). 1 diwar 10 den o deus e annez war ar menezioù (graet e vez ar venezidi eus outo). Pep a stêr pennañ en deus mamennoù lec'hiet er menezioù ken e teu hanter an dour evit an dud eus ar menezioù.
[kemmañ] Uhelder ar menezioù
Jedet e vez uhelder ar menezioù dre vuzuliañ an diforc'h etre live ar mor ha live o leinoù.
Menez uhelañ war zouar a zo ar Menez Everest, dezhañ 8 848 m e uhelder ha lec'hiet e aradennad-venezioù ledanañ er bed.
Posubl eo klask rekordoù uhelder all :
- Ar menez pellañ eus kreizenn an Douar a zo ar Chimborazo, rak bolzennet eo an Douar a-hed ar C'heheder. Ha koulskoude gant 6 272 m, n'eo ket al lein uhelañ en e aradennad-venezioù, an Andoù. Hag evit gwir emañ an Everest tostoc'h da greizenn an Douar (un diforc'h eus 2 150 m)
- Al lein a zo an hini pellañ eus e diaz azo ar menez-tan Mauna Kea, hemañ 9 000 m a-us da foñs ar Meurvor Habask m'eo staliet warnañ.
- Ar menez uhelañ er sistem heolel a zo Mons Olympos war Meurzh, dezhañ 26 km a uhelder