Pab
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Labour zo d'ober c'hoazh a-raok peurechuiñ ar pennad-mañ. Ma fell deoc'h reiñ un tamm skoazell, krogit e-barzh. Mar karfec'h reiñ hoc'h ali ha netra ken, grit 'ta e pajenn ar gaozeadenn.
Pab (liester : pibien) eo an titl roet da veur a benn iliz kristen :
- An Iliz katolik roman hag he gouarnamant, dezhi eskob Roma en he fenn; anavezetoc'h eo hemañ dre an anv a "Pab". Ur penn speredel evit ar gatoliked koulz hag ur penn politikel, mestr ur riez, ar Vatikan, eo. Hiziv eo Benead XVI ar pab katolik, dilennet d'an 19 a viz Ebrel 2005 d'an oad a 78 vloaz.
- Iliz ar Gopted,, Chenouda III, pap ar Gopted en he fenn
- Iliz an Armenianed, Garegin II, pab pe "catholikos" en he fenn.
- Un nebeud ilizoù reizkredennour zo ur pab en o fenn ivez. Da skouer, Iliz reizhkredennour Aleksandria, zo Teodor II, pab hag uheldad en he fenn.
Pa vez kaoz eus ur pab e brezhoneg hep meneg all ebet e vez kaoz eus ar pab katolik atav.
[kemmañ] Sell ivezh
[kemmañ] Liammoù diavaez
- Roll ar bibien (e galleg), ennañ roll ofisiel ar bibien anavezet gant an Iliz katolik roman tal ouzh roll an eneppibien ha pibien Pisa ha Konstanz.