See also ebooksgratis.com: no banners, no cookies, totally FREE.

CLASSICISTRANIERI HOME PAGE - YOUTUBE CHANNEL
Privacy Policy Cookie Policy Terms and Conditions
Breizh - Wikipedia

Breizh

Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor

Image:32px-Labour_zo.png Labour zo d'ober c'hoazh a-raok peurechuiñ ar pennad-mañ. Ma fell deoc'h reiñ un tamm skoazell, krogit e-barzh. Mar karfec'h reiñ hoc'h ali ha netra ken, grit 'ta e pajenn ar gaozeadenn.


Breizh
Banniel Breizh
(Ar Gwenn ha Du)
Ger-ardamez : Kentoc’h mervel eget bezañ saotret
Yezhoù komzet Brezhoneg, Gallaoueg, Galleg
Kêr-benn Roazhon (kêr-benn velestradurel), Naoned (kêr-benn istorel)
Prezidant rannvro Breizh Jean-Yves an Drian
Prezidant rannvro Broioù al Liger Jacques Auxiette
Kan broadel Bro gozh ma zadoù

Breizh a zo anezhi ur vroad europat. Ur vro geltiek eo. Dizalc'h eo bet Stad Breizh betek ar XVIvet kantved a-raok bezañ enframmet e rouantelezh bro-C'hall da-heul koll arme Breizh a-enep da arme Bro-C'hall war dachenn emgann Sant Albin-an-Hiliber e 1488. Chomet eo Breizh emren betek dibenn an XVIIIvet kantved a-raok bezañ dispennet ha divodet gant an dispac'h gall a grouas an departamantoù. Abaoe krouidigezh ar rannvroioù e Frañs en eil hanterenn an XXvet kantved ez eus bet savet en-dro ur gwirvoud melestradurel da Vreizh, evit darn.

Evit an deizioù eo rannet Breizh etre div rannvro velestradurel. Unan anezho anvet rannvro Breizh a vod peder pemvedenn eus ar vro (kêr-benn Roazhon), eben Broioù-al-Liger zo bodet enni departamant breizhek Liger-Atlantel ha departamantoù gall (Sarthe, Maine-et-Loire, Vañde, Mayenne). E Breizh (Naoned) emañ kêr-benn Broioù-al-Liger ivez.

Daoust d'ar frankiz kollet ha d'ar frammoù melestradurel a zisrann ar Vretoned e kendalc'h Breizh da vevañ evel unanenn vroadel. Ar merkoù anatañ eus se eo he sevenadur dibar (sonerezh, kan, lennegezh, keginerezh, dañsoù, c'hoariva, gizioù emwiskañ, hag all), he yezh (ar brezhoneg), hec'h armerzh (gant luskadoù evel Produet e Breizh), labour an emsav (politikel, sevenadurel, yezhel, armerzhel) abaoe daou gantved, al liammoù etrebroadel niverus a vez maget gant pobloù all, ha youl ar Vretoned da vevañ en ur vro unanet en-dro.

Ul ledenez vras eo Breizh, lec'hiet e penn kornôgañ Europa war un tiriad strategel-kenañ, etre Mor Breizh hag ar Mor Atlantel, adal da gevandir Amerika.

Taolenn

[kemmañ] Istor

Pennad pennañ : Istor Breizh

Bet eo bet Breizh unan eus ar riezoù koshañ e Europa e mare diskar an Impalaeriezh roman, met e kaver roudoù niverus obererezh an Den a zo bet kavet e takadoù tostañ an où ha war an inizi peurvuiañ.

  • Rouaned ha Duged Breizh

[kemmañ] Douaroniezh

Pennad pennañ : Douaroniezh Breizh

Div bastell-vro vras zo e Breizh : Gorre-Breizh (Breizh-Uhel) ha Goueled-Breizh (Breizh-Izel).


[kemmañ] Yezhoù

[kemmañ] Lennegezh Breizh

[kemmañ] Rannvro Breizh

Lod eus Breizh zo e rannvro Breizh. Implij a ra ar rannvro-se an anv Breizh eta, met n'eo ket Breizh a-bezh.
Ul logo nevez zo bet krouet gant ar rannvro-se e 2005 : Logo ar rannvro

[kemmañ] Rannvro Broioù al Liger

Al lodenn all eus Breizh zo lec'hiet e rannvro Broioù al Liger (departamant Liger-Atlantel).

[kemmañ] Gwelet ivez

[kemmañ] Liammoù diavaez


aa - ab - af - ak - als - am - an - ang - ar - arc - as - ast - av - ay - az - ba - bar - bat_smg - bcl - be - be_x_old - bg - bh - bi - bm - bn - bo - bpy - br - bs - bug - bxr - ca - cbk_zam - cdo - ce - ceb - ch - cho - chr - chy - co - cr - crh - cs - csb - cu - cv - cy - da - de - diq - dsb - dv - dz - ee - el - eml - en - eo - es - et - eu - ext - fa - ff - fi - fiu_vro - fj - fo - fr - frp - fur - fy - ga - gan - gd - gl - glk - gn - got - gu - gv - ha - hak - haw - he - hi - hif - ho - hr - hsb - ht - hu - hy - hz - ia - id - ie - ig - ii - ik - ilo - io - is - it - iu - ja - jbo - jv - ka - kaa - kab - kg - ki - kj - kk - kl - km - kn - ko - kr - ks - ksh - ku - kv - kw - ky - la - lad - lb - lbe - lg - li - lij - lmo - ln - lo - lt - lv - map_bms - mdf - mg - mh - mi - mk - ml - mn - mo - mr - mt - mus - my - myv - mzn - na - nah - nap - nds - nds_nl - ne - new - ng - nl - nn - no - nov - nrm - nv - ny - oc - om - or - os - pa - pag - pam - pap - pdc - pi - pih - pl - pms - ps - pt - qu - quality - rm - rmy - rn - ro - roa_rup - roa_tara - ru - rw - sa - sah - sc - scn - sco - sd - se - sg - sh - si - simple - sk - sl - sm - sn - so - sr - srn - ss - st - stq - su - sv - sw - szl - ta - te - tet - tg - th - ti - tk - tl - tlh - tn - to - tpi - tr - ts - tt - tum - tw - ty - udm - ug - uk - ur - uz - ve - vec - vi - vls - vo - wa - war - wo - wuu - xal - xh - yi - yo - za - zea - zh - zh_classical - zh_min_nan - zh_yue - zu -