Breizh-Uhel
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Breizh-Uhel eo an anv roet a gozh da reter Breizh.
[kemmañ] Yezh
Ur ster yezhel a roer d'an anv alies: bez e vije ar vro ma ne gomzer ket brezhoneg, e-skoaz Breizh-Izel e vije bro ar brezhoneg.
Da neuze e c'haller teurel evezh
- ne oa ket Bro-Naoned e Breizh-Uhel penn-da-benn, pa veze komzet brezhoneg e korn-bro Gwenrann
- heñvel gant Bro-Sant-Brieg, pa vez komzet brezhoneg er c'huzh-heol anezhi, e Goueloù,
- ne oa ket Bro-Gwened e Breizh-Izel penn-da-benn pa vez komzet galleg er sav-heol anezhi a bell zo.
ouzhpenn-se
- ne rafe Breizh Uhel nemet kreskiñ, ha Breizh-Izel nemet koazhañ, ken e rankfe bezañ erru Breizh-Uhel en Eusa a-benn bremañ
[kemmañ] Istor
E kanaouennoù zo ez eus kaoz eus mont da lec'h pe lec'h eus Breizh Uhel da zeskiñ galleg. E-touez ar muntroù tamallet da Gilles de Rais e-kerzh e brosez e oa hini ur c'hrennard a oa deuet eus Breizh-Izel d'ar Vourc'h-Nevez da zeskiñ galleg.