Liger-Atlantel
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Labour zo d'ober c'hoazh a-raok peurechuiñ ar pennad-mañ. Ma fell deoc'h reiñ un tamm skoazell, krogit e-barzh. Mar karfec'h reiñ hoc'h ali ha netra ken, grit 'ta e pajenn ar gaozeadenn.
Unan eus departamantoù Breizh istorel eo. E Rannvro velestradurel Broioù-al-Liger eo bet lakaet.
1 134 266 annezad a zo ennañ hervez niveradeg an EBSSA e 1999. 13vet departamant Frañs eo e-keñver poblañs dre se.
Naoned eo pennlec'h ar prefeti.
Patrick Mareschal a zo bet anvet da brezidant ar C'huzul-departamant e 2004.
[kemmañ] Brezhoneg
3 c'humun a zo ur skol divyezhek enno. 0,3% eus bugale an departamant a zo ganti er c'hentañ derez. [1]
[kemmañ] Istor
D'ar 4 a viz Meurzh 1790 e oa bet krouet an departamant, diouzh lezenn an 22 a viz Kerzu 1789. Liger-Izel e oa e anv. D'an 9 a viz Meurzh 1957 e oa bet adanvet "Liger-Atlantel".
Bevennoù Eskopti Naoned a yae d'ober an departamant mui ul lodenn eus su eskopti Roazhon (war-zu bro ar Mee) met ul lodenn eus bro Redon a yeas gant eskopti Roazhon ha bro Vitau a yeas gant ar Mor-Bihan.
D'an 30 a viz Mezheven 1941 e voe krouet rannvroioù ekonomikel gant gouarnamant Vichy ha distaget al lodenn-mañ eus Breizh evit he bodañ gant departamantoù all e rannvro Anjev.
E 1955 e voe krouet rannvroioù programm ha kadarnaet an dibab lodenniñ e Breizh dre daou damm pa yeas Liger-Atlantel gant rannvro Broioù-al-Liger. N'eus ket bet a zistro war an dibab-mañ pa oa bet krouet ar prefetioù rannvro e 1964 pe an desavadurioù publik rannvroel e 1972 pe c'hoazh ar rannvroioù evel gwir strollegezhioù lec'hel e 1982.
Daoust d'ar sontadegoù (75% eus al Liger-Atlanteliz a-du evit adstagañ o departamant ouzh peurrest Breizh), ar manifestadegoù abaoe 30 vloaz ha votadegoù a-du e Kuzul-departamant Liger-Atlantel hag e Kuzul-rannvro Breizh e chom difiñv an traoù.
D'an 10 Here 2005 en em vodas ur bodad-labour kuzulerien-rannvro Breizh ha kuzulerien-departamant Liger-Atlantel e Redon evit kregiñ da labourat asambles koulz diwar-benn ar sevenadur, ar sport hag an touristerezh.
[kemmañ] Prezidanted Kuzul-departamant Liger-Atlantel
- Luc Dejoie (1994-2001)
- Patrick Mareschal (2001-)