Istor Breizh
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Ur vro eo Breizh. Unan eus ar riezoù kentañ bet krouet en Europa eo ivez. Hir eo bet hec'h istor a c'haller lakaat da sevel ken abred hag ar VIvet milved kt JK.
Evel ur rannvro krouet ez-ofisiel e 1943 gant gouarnamant Vichy eo graet Breizh eus pevar departamant, met a-raok an Dispac'h gall e veze endalc'het kontelezh Naoned e-barzh Proviñs Breizh, deuet da vezañ departamant al Liger-Atlantel. Pa vez kaoz eus istor Breizh er Wikipedia e vez kaoz eus istor "Breizh istorel" ha neket eus "Rannvro Breizh", nemet e vefe resisaet ar c'hontrol.
Taolenn |
[kemmañ] Ar Ragistor
[kemmañ] Ar paleolitik
Ar paleolitik zo oadvezh ar maen benet, betek 5000 kent J.-K.
D’ar mare-se e oa rouez an dud, hag e chaseent mamouted, arzhed, tigred, kirvi ha loened all c’hoazh.
Un nebeud lec'hiennoù arkeolokel zo bet kavet e Breizh :
- Lec'hienn Sant Maloù Fili
(e-kichen Lohieg) ; an hini goshañ e Breizh eo al lec'hienn-mañ (war-dro 700 000 bloaz kent Jezuz-Krist)
- Lec'hienn Menez Dregan
(e kumun Ploeneg) war-dro 450 000 bloaz kent J.-K
- Lec'hienn Sant Kolomban
(e-kichen Karnag) war-dro 400 000 bloaz kent J.-K
- Lec'hienn Grainfollet
(e-kichen Sant-Servan) war-dro 90 000 bloaz kent J.-K
- Lec'hienn Menez Dol
(e-kichen Dol) war-dro 70 000 bloaz kent J.-K
[kemmañ] Ar mezolitik
(etre 5 000 ha 3 500 kent J.-K )
E-pad ar maread-se e klouaras an amzer ha resed ar mor da uhelaat kalz. Koadoù gwez-bezv, derv ha kelvez a greskas e-lec'h stepennoù ar paleolitik.
En Enez Tevieg e-kichen Kiberen ez eus bet kavet roudoù eus an dud a veve enni e dibenn ar mezolitik. Chaseal a raent kirvi, yourc'hed ha lern. Pesketa ha kregina a raent ivez a-benn debriñ.
Lakaet e veze korfoù ar re varv ba fozioù gant o binvioù. An dra-se a ro da soñjal e krede an dud en un dra bennaket, ur seurt relijion marteze.
[kemmañ] An neolitik
(etre 3 500 ha 1 500 kent J.-K )
‘’Oadvezh ar maen levnet’’ eo an neolitik.
E-pad ar maread-se e teuas tud deus ar Mor Kreizdouar da vevañ el ledenez, ha krog an dud da vevañ skoachet un tamm. Ur relijion nevez hag daoreoù beziañ nevez a zeuas gante. Stagañ a raent da c'hounit plant, ha da zoñvaat loened. Sevel lochennoù ha fardañ podoù-pri evit miret hag aozañ boued. Sevel traoù bras maen ivez : karnioù, alezioù-toet ha peulvanioù.
- Karnioù
Ar c'harnioù a oa bezioù evit strolladoù tud, familhoù pe meuriadoù.
Karn Barnenez e Plouezoc'h a zo unan eus ar re vrudetañ e Breizh. Savet eo bet adalek 4 600 bloaz kent J.-K, hag e vent war-dro 70 metr hir, 15 hag 20 metr ledan hag 8 metr uhel.
Karnioù all zo e Landeda, Gwitalmeze ha Karnag.
- Alezioù-toet
Ur peulvan zo ur maen en e sav, bet plantet e-barzh an douar da vare an istor a-gent pe ar proto-istor. Bez e vez peulvanioù distro. A-wechoù all e vezont plaset a-regennoù. Ral a wech e vezint war gelc’h ; neuze e vez graet « cromlech-ioù » anezhe, pe « krommlec’hioù » (ar ger a deu deus ar c’hembraeg).
[kemmañ] An Henamzer
Marevezh galian
Pemp poblad (pe meuriad) Galianed a oa en Arvorig :
- an Osismied (kêr-benn : Karaez Vorgium e latin)
- ar Weneted (kêr-benn : Gwened Darioritum e latin)
- ar Goriosolited (kêrbenn :Kersaout Fanum Martis e latin)
- ar Riedoned (kêr-benn : Roazhon Condate e latin)
- an Namneted (kêr-benn : Naoned Condevicnum e latin).
[kemmañ] Ar Grennamzer
(IVe - VIIIvet kantved) Ar Vretoned o tont da Arvorig
Gant ar Romaned e voe aloubet an tiriad a veze graet Breizh anezhañ war-lerc’h, evel ma veze graet e pep lec’h en Arvorig da vare Brezelioù Kaezar e Galia/Brezelioù Kaezar e Galia. E dibenn ar Vvet kantved e teuas miliadoù a Vretoned (a oa o chom war an tirad a reer Breizh-Veur anezhañ bremañ) da annezañ an tiriad, abalamour ma vezent skarzhet kuit gant an Angled hag ar Saozon. Gant o boazamantoù hag o yezh e oa deuet ar Vretoned en Arvorig. Lakaet e oant bet da zont war an tiriad-se ur nebeut amzer a-raok evit difenn an Impalaerezh roman a veze aloubet gant ar C’hermaned. Gant ar Vretoned e voe anvet an tiriad a voe graet Breizh-Vihan anezhañ e-pad pell, un anv damheñvel ouzh hini an enezenn ma oant a orin. Er Grennamzer uhelañ e oa bet rannet Breizh etre div rouantelezh ha war-lerc’h etre teir rouantelezh – Domnonea, Kerne ha Bro-Ereg, a voe Bro-Warog hec’h anv kentañ. Bodet e oa bet an teir rouantelezh dindan aotrouniezh roueed ha duged Breizh en IXvet kantved.
[kemmañ] Rouantelezh Breizh
( IXvet - Xvet kantved )
En 845 e voe krouet rouantelezh kentañ Breizh gant Nevenoe, pa oa bet trec’h lu ar Vretoned war Charlez ar Moal, roue Frañs, en emgann Ballon, ur gêriadenn nepell diouzh Redon, en Il-ha-Gwilen. En 851 e voe trec’h lu ar roue Erispoe, ur mab da Nevenoe, ur wech c’hoazh war lu ar roue Charlez ar Moal en emgann Yenglenn. Rak-se ez anavezas Charlez ar Moal e voe trec’h ar Vretoned warnañ ha dizalc’h e teuas Breizh da vezañ. D’ar mare-se e voe staget Bro-Naoned ha Bro-Roazhon ouzh rouantelezh Breizh. Aloubiñ a reas ar roue Salaun diwezhatoc’h Broioù Coutances hag Avrañchez. Gant Salaun eo e voe astennet rouantelezh Breizh en he brasañ. Ar Vikinged, siwazh d’ar Vretoned, a aloubas Stad unanet kentañ Breizh e 913. Hogen distreiñ a reas Alan Barvek, ur mab-bihan da roue diwezhañ Breizh, gant skoazell roue Bro-Saoz Athelstan of Wessex, da Vreizh ha trec’h e oa bet war ar Vikinged e 937.
[kemmañ] Mare ar feodelezh
( Xvet - XIVvet kantved )
Roll Rouaned ha Duged Breizh
En IXvet kantved e teuas Breizh unanet-se da vezañ ur rouantelezh dizalc’h. Distrujet hag aloubet e voe war-lerc’h gant ar Vikinged e deroù an Xvet kantved. Adsavet e oa bet Breizh hogen ne oa mui ken kreñv all, ken ma ne oa nemet un dugelezh anezhi (ur gontelezh hepken hervez tud zo). Ur skod a bouez e oa etre Normandi hag Anjev, ha da c’houde etre Bro-Saoz ha Bro-C’hall a-raok dont da vezañ ur vro dizalc’h en-dro da vare remziad an tiegezh Moñforzh (XIVvet-XVvet kantved). Ur vro distag e chomas betek ar XVIvet kantved, daoust d’ar brezel hêrezh (1341-1364), daoust d’ar C’hallaoued a glaske lakaat ar vro e beli o Stad, daoust d’ar Saozon a glaske ren ar vro. Melestradurezh c’hall ar Renadur kozh a anaveze Breizh da vroad.
[kemmañ] Dugelezh Breizh
Da-heul e voe trec’h rouantelezh Bro-C’hall, ur rouantelezh c’halloudus anezhi, war an dugelezh da vare emgannoù 1488 ha 1491. Gant se e oa bet boulc’het an hent a gase d’an unaniezh. Daou seurt unaniezh a voe. Da gentañ penn e oa bet unanet ar benntierned dre zimeziñ (3 dimeziñ a oa bet lidet evit unaniñ penntierned Bro-C’hall ha Breizh). Da eil, e 1532, o doa goulennet Stadoù Breizh, a oa bodet e Gwened, e vije unanet an dugelezh hag ar rouantelezh da viken. Stadoù Breizh, evit gwir, a veze lakaet ar wask warno d’ar mare-se ha ned ae ket gwall vat an traoù ganto abaoe ma oa bet sinet ar skrid-embann roueel e Plessis-Macé (Anjev). Mirout a reas Breizh dreistwirioù zo (al lezenniñ hag ar sevel tailhoù dibar), koulskoude, betek an [Dispac’h c’hall]]. E-pad nozvezh ar 4 a viz Eost 1789, evit gwir, e voe torret dreistwirioù ar c’humunioù, ar c’horfuniadoù, an noblañs, ar c’hloer… ha dreistwirioù Breizh.
Ar XVvet kantved, ar XVIvet kantved hag ar XVIIvet kantved a vez sellet outo evel prantadoù eus an toniusañ e Breizh. D’ar mare-se e veze treuzdouget marc’hadourezhioù a-leizh dre vor etre Spagn, Bro-Saoz hag Holland. Breizh a oa, anat eo, e kreizig-kreiz an hentoù-se. Al lien kanab, al lien lin, ar c’hrezioù, e-touez traoù all, zo anezho arouezioù eus ar prantad-se ma rae berzh-kaer ar c’henwerzh e Breizh. Gant an arc’hant bras dastumet d’ar mare-se e voe diorroet-mat glad ar savouriezh er vro. Ostel an Arc’hant Roazhon a oa an hini kentañ eus Frañs. Da vare Colbert e voe diorret an arme e Breizh hag abalamour d’an dizemglevioù a veze etre Frañs ha Bro-Saoz ez eas Breizhiz tamm-ha-tamm war baouraat. En XIXvet kantved e voe an traoù en o gwashañ.
Rannet e voe Breizh etre kontelezhioù (Kerne, Leon, Bro-Ereg, Landreger, Pentevr, Porc’hoed, Naoned, Roazhon…) ha goude an eizh aotrouniezh a droas e pevar frezidial, a voe rannet etre senesaliezhoù ivez. Rannet e oant ivez etre nav eskopti.
[kemmañ] An dispac'h c'hall hag an XIXvet kantved
Da vare an Dispac’h c’hall, e-pad nozvezh ar 4 a viz Eost 1789 e voe lamet ar proviñsoù. E-se ne oa ket Breizh un ensavadur melestradurel anezhi ken. E 1790 e voe rannet etre pemp departamant :
- Aodoù-an-Hanternoz (deuet da Aodoù-an-Arvor e 1990),
- Penn-ar-Bed,
- Il-ha-Gwilen,
- Mor-Bihan,
- Liger-Izelañ (deuet da vezañ al Liger-Atlantel e 1957).
E 1848 e oa ar pemp departamant breizhat dindan aotrouniezh an Naonedad Michel Rocher, anezhañ penngomiser Breizh. Hennezh a oa e penn ar gomiserien all (=prefeded) e Breizh.
[kemmañ] Amzer a-vremañ
(XXvet - XXIvet kantved )
E 1917 e voe raktreset krouiñ rannvroioù armerzhel, a raed "strollad armerzhel ha rannvroel" pe "rannvroioù Clémentel" anezho. Ar pal a oa krouiñ un IIIe rannvro (pe rannvro Roazhon) dre strollañ ar pevar departamant a oa e norzh hag e gwalarn Breizh. Raktreset e voe, avat, lakaat al liger-Atlantel er IVe rannvro (pe rannvro Angers) a-gevret gant an departamantoù amañ da-heul : ar Mayenne, ar Sarthe, ar Maine-et-Loire, ar Vande koulz hag an Indre-et-Loire. E miz Ebrel 1919 e oa bet krouet ar rannvroioù Clementel. Rannvro Roazhon, a veze anvet ar VIvet rannvro neuze, a oa enni tri departamant : Il-ha-Gwilen, Aodoù-an-Hanternoz ha Penn-ar-Bed. Ar Vvet rannvro vras pe rannvro Naoned a voe bodet enni an departamantoù-mañ : ar Mayenne, ar Sarthe, an Indre-et-Loire, ar Maine-et-Loire, ar Vande, al Liger-Atlantel hag ar Mor-Bihan. Divizet e voe strollañ tro-dro d’ur gêr vras an departamantoù a yae d’ober an diazad armerzhel anezhi. D’ar mare-se e voe divizet kalz evit gouzout hag-eñ e vije lakaet departamant Penn-ar-Bed e rannvro Naoned pe e rannvro Roazon. Dleet e vije daouhanteriñ departamant Penn-ar-Bed - ar su hag an norzh - zoken. Ne oa ket aet ar rannvroioù-se war-raok tamm ebet e-pad an ugent bloavezhioù a oa bet da-heul. Ne oa anezho, evit gwir, nemet doareoù kambroù kenwerzh, da lavaret eo departamanantoù unanet laosk pe laoskoc’h.
E miz Gwengolo 1919 o doa kroget ar c’hevredadoù tiez an degemer da aozañ “rannvroioù touristel” diwar ur patrom un tamm disheñvel. Ar wech-se e oa bet strollet an departamantoù en ur zerc’hel kont eus an touristerezh, an douaroniezh hag an dudouriezh. Ne gloto tamm ebet ar rannvroioù-se gant ar rannvroioù armerzhel. Ar rannvro a raed « Breizh » anezhi en em astenne war Penn-ar-Bed, Aodoù-an-Hanternoz, Il-ha-Gwilen hag ar Mor-Bihan. Ur rannvro all, a raed « Vallée de la Loire » anezhi, a oa enni al Liger-Atlantel, ar Maine-et-Loire, ar Mayenne, ar Sarthe, an Indre-et-Loire koulz ha kornôg departamantoù al Loir-et-Cher hag al Loiret.
D’an 19 a viz Ebrel 1941, e Vichy, e sinas ar Marichal Pétain ul lezenn evit strollañ an departamantoù e rannvroioù. Daoust ma talvezas an anv « Breizh » da sevel anv ar rannvro nevez-se e tivizas kabined ar Marichal Pétain dispartiañ al Liger-Izelañ diouzh rannvro Breizh. Ar jeneral de Gaulle a sinas un devredad damheñvel d’an 10 a viz Genver 1944.
Gant gouarnamant Edgar Faure e voe krouet ar rannvroioù programm e 1956 hag adkrouet e voe Rannvro Breizh. Krouet eo bet ar rannvro velestradurel nevez-se hep derc’hel kont eus an istor. [[Rannvro Breizh], evel ma reer anezhi, zo enni pevar departamant. Al Liger-Atlantel zo deuet da vezañ unan ar pemp departamant zo er rannvro Broioù-al-Liger. Gant al lezenn rannvroelaat bet sinet e 1972 e voe gwiriekaet an disparti, petra bennak ma oa a-enep Kuzul-departamant al Liger-Atlantel. Da-heul e vouezhias ar C’huzul-departamant meur a wech (a-unvouezh) evit adstagañ al Liger-Atlantel ouzh rannvro Breizh. Mouezhiadegoù peurheñvel a voe aozet gant Kuzul-rannvro Breizh ivez. Ar [[Kuzul-Stad (Frañs)|C’huzul-Stad a sav bepred a-enep groñs an adstagadur. Kenderc’hel a reer da zivizout er mare-mañ evit adstagañ al Liger-Atlantel ouzh Rannvro Breizh. A-du emañ Breizhiz, war a seblant, gant ar mennozh-se (Diskouez a ra anat disoc’h ar sontadegoù o deus c’hoant etre 60 ha 74 % eus an dud zo o chom el Liger-Atlantel e vefe adstaget o departamant ouzh rannvro Breizh). Ne oa ket bet kement-se a dud o kemer perzh er manifestagoù aozet e Naoned, daoust ma oa bet galvet tud ar pemp departamant d’en ober. Gant ar gouarnamant Raffarin ez eus bet lakaet da vouezhiañ ul lezenn evit aozañ referemdomoù lec’hel. Tu a vefe neuze da unaniñ ar vro bremañ. Evit kas an teuliad da benn e ranker seveniñ divizoù melestradurel pe lezennel zo (da skouer, aozañ ur vouezhiadeg war-eeun gant Holl Vreizhiz ha diouzh an disoc’h adtermeniñ an tiriad en e bezh, e-touez traoù all). Prezidanted an daou guzul-rannvro ha prezidant kuzul-departamant al Liger-Atlantel hepken a c’hall divizout reiñ lañs da adaozañ ar rannvro.
Ar pezh a anver "Emsav" a ra dave da istor Breizh o stourm evit ma vo muioc'h a frankiz gant ar Vretoned, evel m'o deus bet c'hoazh en o istor a-gent.
Roll kumunioù departamant Penn Ar Bed
Roll Kumunioù Aodoù-an-Arvor
Roll Kumunioù ar Mor-Bihan
Roll kumunioù departamant Ill-ha-Gwilen
Roll kumunioù departamant Liger Atlantel
Breizh | |
---|---|
Titouroù | |
Kêr-benn: | Roazhon (melstradurel) ha Naoned (istorel) |
Poblañs
|
|
Gorread | 35 312 km² |
Arondisamantoù | 15 |
Kantonioù | 201 |
Kumunioù | 1 268 |
Kuzul-rannvro Breizh | Jean-Yves an Drian |
Departamantoù | |
Il-ha-Gwilen (35) Liger-Atlantel (44) Mor-Bihan (56) Penn-ar-Bed (29) |
|
|
---|---|
Stadoù dizalc'h | Albania • Andorra • Armenia • Aostria • Azerbaidjan • Belarus • Belgia • Bosnia ha Herzegovina • Bulgaria • Kroatia • Kiprenez • Republik Tchek • Danmark • Estonia • Finland • Bro-C'hall • Jorjia • Alamagn • Gres • Hungaria • Island • Iwerzhon • Italia • Kazakhstan • Latvia • Liechtenstein • Lituania • Luksembourg • Republik Makedonia • Malta • Moldova • Monako • Montenegro • an Izelvroioù • Norge • Pologn • Portugal • Roumania • Rusia • San Marino • Serbia • Slovakia • Slovenia • Spagn • Sveden • Suis • Turkia • Ukraina • Rouantelezh Unanet (Bro-Saoz • Bro-Skos • Norzhiwerzhon • Kembre) |
Tiriadoù emren, ha tiriadoù heverk |
Abc'hazia • Adjara • Akrotiri ha Dhekelia • Åland • Azores • Breizh • Krimea • Euskadi • Inizi Faero • Gagauzia • Jibraltar • Galiza • Gwernenez • Jan Mayen • Jerzenez • Katalonia • Kernev-Veur • Korsika • Kosovo • Manav • Madeira • Nagorno-Karabac'h • Nakhchivan • Okitania • Osetia ar Su • Svalbard • Transnistria • Republik Turk Kiprenez an Norzh |