Bro-Ereg
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Bro-Ereg eo an anv roet d'ar vro aloubet gant Brezhoned rouantelezh Kerne diwar-goust Franked Gwened er VIvet kantved, war-lerc'h ma voe kemeret Gwened gant ar penn-kadour brezhon Gwereg (anavezet evel Warok pe Waroch e galleg) a voe roue kentañ ar vro. Bro-Ereg a vez graet eus Bro-Wened ivez a-wechoù.
Anavezet eo istor ar rouaned-se dre skridoù an eskob gall Gregor Teurgn, a ra anv eus ar brezelioù etre Franked ha Brezhoned.
[kemmañ] Listenn rouaned Bro-Ereg
Konted a vez graet a-wechoù eus rouaned Bro-Ereg.
- 500-550 : Gwereg Iañ, a vez skrivet e anv Waroch e galleg
- 550-560 : Kanao Iañ, mab da Wereg,
- 560-577 : Makliaw (pe Macliau), bet eskob Gwened, mab da Wereg
- 577-577 : Jacob pe Jacut, mab da Macliau
- 577-594 : Gwereg II mab da Macliau
- 594-??? : Kanao II, mab da Wereg II
[kemmañ] Liamm diavaez
- (en) Rouaned Bro-Ereg
[kemmañ] Lennadurezh
- Arthur de La Borderie, Histoire de Bretagne, Tome I page 580
- Gregor Teurgn, Histoire des Francs Tomes I & II , Les Belles Lettres, Editeur Denoël, 3 ème édition (1974).