Louarn
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Al louarn zo ul loen damhañval ouzh ur c'hi, rous e vlev, a vev war ar maez, hag a-wechoù bremañ e kêr, ha diwar loened bihan evel logod pe konifled, yer pa c'hall.
Taolenn |
[kemmañ] Diwar-benn an anv
- Lern eo liester louarn.
- Alan , pe Alanig (aliesoc'h) eo an anv a vez graet anezhañ ivez.
[kemmañ] El lennegezh
- Anv zo eus al louarn e fablennoù Ezop, andon awen Jean de La Fontaine evit e fablennoù er XVIIvet kantved
- Gwelet eo al loen evel un den er Roman de Renart, romant gall ar Grennamzer
- E gavout a reer e Pinocchio, romant Carlo Collodi
- E-barzh Ar Priñs Bihan, gant Antoine de Saint-Exupéry, e kelenn ul louarn d'an haroz talvoudegezh wir an traoù, ha da gentañ ar mignoniaj.
- « Zorro » ("louarn" e kastilhaneg) a vez graet eus ur justisour masklet e Kalifornia an XIXvet kantved, kent an aloubadeg stadunanat, hervez ur romant ha filmoù brudet.
[kemmañ] Lavaroù
[kemmañ] Troioù-lavar
- Bezañ fin evel ul louarn.
- Bezañ finoc'h eget kaoc'h-louarn: bezañ eus ar re finañ.
- Bezañ mezhek (pinous, toutek) evel ul louarn tapet (louzet) gant ur yar.
- Ober skol-louarn. Mont d’ar skol gant al louarn. C’hoari troig al louarn. Mont da c'hoari pe da bourmen e-lec'h mont d'ar skol.
- Mont e-barzh genoù al louarn. En em deurel el lousañ kudenn.
- Mont eus ti al louarn da di ar bleiz. Bezañ en ur gudenn lousoc'h c'hoazh.
- C’hoari lostig al louarn. C'hoari kerzhout an eil a-drek egile, krog an eil e divskoaz pe e chupenn egile, evel pa vije e lost ul louarn.
- Mont gant al louarn. Bezañ debret gantañ, pa gomzer eus yar pe gilhog.
- Pentañ lern (d'an dud): kontañ gevier bras.
[kemmañ] Divinadell
[kemmañ] Krennlavaroù
- Da louarn kousket ne zeu tamm boued.
- Daou louarn kamm a zo trec’h da unan eeun (pe: a ra bec'h da unan eeun).
- Evit pakañ louarn pe gad Eo ret sevel mintin mat.