Menez Are
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Menez Arre a zo unan eus an teir aradennad venezioù bennañ Breizh etre Skrignag ha Sizun. Un darn eus an torosad arvorigat hag e-pad ar paleozoeg en em furmas. Er c'hontrol d'ar torosad kreizel ne oa ket bet adsavet gant ar Roufenn Alpinek hag e leinoù uhelañ ne dizhont ket 400 metr, met eo 385 m uhelded ar Roc'h Ruz. Un diforc'h a vez etre al leinoù roc'hellek, dezho anv Roc'h a-wechoù (Roc'h Trevezel, Roc'h Tredudon) hag ar re ront anvet menez peurvuiañ.
Lanneier ha koadegi bras a vez kavet eno hag ivez taouarc'hegi.
Warno emañ an harzioù etre Bro-Leon ha Bro-Gerne.
[kemmañ] Leinoù uhelañ
- Roc'h Ruz (385 m)
- Menez Kador (383 m)
- Roc'h Trevezel (384 m)
- Roc'h Tredudon
- Roc'h ar Feunteun
- Menez-Mikael-an-Are
- Menez Moal