Michelangelo Buonarroti
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Michelangelo, pe Michelangelo Buonarroti hervez e anv ofisiel en italianeg, a oa un arzour eus an Azgginivelezh italian ganet d'ar 6 a viz meurzh 1475 ha marvet d'an 18 a viz c'hwevrer 1564. Rakskeudenniñ a ra e oberenn an arzh barok. E Firenze e oa bet ganet ha desavet met e Roma e krouas an darn vrasañ eus e oberennoù. Servijañ a reas meur a bab, en o zouez Julius II.
En em welout a reas evel ur c'hizellour dreist-holl met e implijerien a c'houlennas livadurioù digantañ dreist-holl.