Web - Amazon

We provide Linux to the World

ON AMAZON:


We support WINRAR [What is this] - [Download .exe file(s) for Windows]

CLASSICISTRANIERI HOME PAGE - YOUTUBE CHANNEL
SITEMAP
Audiobooks by Valerio Di Stefano: Single Download - Complete Download [TAR] [WIM] [ZIP] [RAR] - Alphabetical Download  [TAR] [WIM] [ZIP] [RAR] - Download Instructions

Make a donation: IBAN: IT36M0708677020000000008016 - BIC/SWIFT:  ICRAITRRU60 - VALERIO DI STEFANO or
Privacy Policy Cookie Policy Terms and Conditions
Marc'h - Wikipedia

Marc'h

Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor

Marc'h

Equus caballus
Rummatadur klasel
Riezad : Loened
Skourrad : Chordata
Kevrennad : Vertebrata
Urzhiad : Perissodactyla
Kerentiad : Equidae
Genad : Equus
Anv skiantel
Equus caballus
Linnaeus, 1758
spesadoù all :

Equus asinus : azenn
Equus grevyi : roudenneg Grevi
Equus przewalskii :marc'h Przewalski
Equus quagga : roudenneg ar c'hompezennoù

Ar pennad-mañ a denn d'ar
vevoniezh


Ur gazeg o c'haloupat. Ar c'hezeg a zo loened bras pevarzroadek implijet a bell zo evit dougen tud pe traoù, pe evit stlejañ kargoù ponner en Europa hag e kornioù all eus ar bed. Ur marc'h a vez graet eus ar par, ur gazeg eus ar barez.

Taolenn

[kemmañ] Doare skiantel

Equus caballus eo an anv skiantel a vez graet eus ar bronneg unkarnek-se, eus genad al loened-kezeg.

Doñvaet eo bet a-gozh (d'an nebeutañ abaoe 4 000 bloaz) gant an dud : implijet e vez er gounezerezh, en dougerezh, evit an diduamant, evit krogadoù e sport ar marc'hegerezh, hag evit bezañ debret. En istor, betek an Eil brezel-bed d'an nebeutañ, e servije ar c'hezeg da loened-brezel, hag implijet e vezont c'hoazh e broioù 'zo gant ar polis.

[kemmañ] Yezhadur ha liester

  • Kezeg eo liester ordinal ar ger marc'h, met er c'hantvedoù tremen ez eus bet implijet liesterioù all evel merc'h, mirc'hi, mirc'hed, ha mirc'hien evit al loen par,
  • marc'hoù eo al liester evit an traoù
  • kezekenned ha kezegenned evit ar parezed.

Roñse ha jav (chav) a vez implijet un tamm dre holl, met dreist-holl e Bro-Wened hag e Kreiz-Breizh, ha gerioù hollek o ster int.

Gant aneval e vez graet ivez.

[kemmañ] Diwar-benn ar marc'h

  • Ur marc'h-gouennañ a zo ur marc'h kalloc'h (pe antier) pe ur marc'h-servij, a-wechoù un tarv-marc'h.
  • Ur marc'h spazhet a zo ur marc'h spazh pe ur marc'h troc'h.
  • Re vihan ar marc'h eo an ebeul hag an ebeulez
  • An eal pe ar bouch eo an ebeulig
  • Ebeuliañ pe ealiñ a ra ar gazeg (a-wechou treiñ, pa dro an ebeul pa vez o tont er-maez)
  • Ur inkane a zo ul loen-kezeg bihan evit an dimezelled. Gwelout ar ganaouenn an inkane gwenn
  • Pa'z a war-raok ur marc'h dre sevel an daou bav war ar memes kostez ez a d'ar paz inkane
  • Blev ar marc'h a vez graet reun anezho ha moue (pe moueñ) eus ar blev war e gilpenn ha laez e c'houzoug.
  • Ur marc'h reizh a zo aes da ren, ur marc'h amjestr a zo diaes da ren, *Ur marc'h skoemp pe skeudik a vez spontet aes.
  • Ur marc'h-tenn a sach war un arar, pe war ur c'harr, a vez sterniet.
  • Ur marc'h-samm a zoug sammoù.

[kemmañ] Arouez

Arouez an nerzh eo ar marc'h. Se zo kaoz e lavarer:

  • ur marc'h-labour: un den a labour kalz
  • labourat evel ur marc'h: labourat kalz ha kalet
  • kafe marc'h: kafe kreñv

[kemmañ] Geriaoueg

Un toullad mat a c'herioù deveret zo.

[kemmañ] Diwar anv al loen

  • Marc'heg ha marc'heger zo tud a ya war varc'h;
  • Marc'hegezh ur marc'h a zo mont warnañ.
    • Marc'hegezh tud a zo ober vil pe droug dezho.
  • marc'hegerezh, marc'hegiezh,
  • marc'hekaat, marc'hekadenn,

[kemmañ] Loened

  • marc'h-mor,
  • marc'hvran (Corvus corax).
  • marc'h-raden
  • ar marc'h-koad, anv all an ebeul-koad pe ar gazeg-koad

[kemmañ] Traoù damhañval ouzh ur marc'h=

  • Marc'hoù un nor: lakaet e vez un nor war he marc'hoù; a-wechoù e vez divarc'het an nor.
  • Ur marc'h-du, anv roet d'ar stlejerez dre burezh a steje bagonioù war un hent-houarn
  • Ur marc'h-houarn zo ur benveg da bourmen warnañ a-c'haoliad,
    • ur marc'hhouarner eo an den a ya war ur marc'hhouarn, hag ar marc'hhouarnerezh eo ar sport.
  • Ur marc'h-tan zo ur benveg trouzus da vont da bourmen
    • ar marc'htaner eo an hini a vez ouzh e sturiañ.
  • ur marc'h-kañv,
  • ur marc'h-levr, marc'h-livañ, marc'h-nerzh, marc'h-plouz,

[kemmañ] Troiennoù

  • Lakaat ur marc’h er stern : sterniañ anezhañ ouzh ur c'harr.
  • Bezañ ar marc’h, marc’h Hamon, (o vale) etre daou zen: bezañ gwarizi etreze.
  • Mont war varc’h, war marc’h Hamon, war gein ar marc’h (rous, ruz) ouzh ub: heñvel dra
  • B. pennek ur marc’h-koad
  • Debriñ evel ur marc’h: evel ur pemoc’h, ur porc’hell, tri borc’hell.
  • Sevel war lost ar marc’h: a-dre ub war ur marc'h.
  • Labourat evel ur marc’h: labourat kalet
  • K. c’hoant da gaout ar marc’h hag an arc’hant (hag arc’hant ar marc’h): kaout c'hoant da gaout pep tra. Arabat klask kaout ar marc’h hag an arc’hant a vez implijet evel krennlavar.
  • Koll ar marc’h hag ar c’habestr: koll pep tra.

[kemmañ] Lavaroù ha krennlavaroù

  • Biskoazh kemend-all !Pevar lagad d’ar marc’h dall ! Bomm da verkaén ar souezh.
  • N’eo ket ar c’herc’h ar muiañ gonezet an hini a ra ar muiañ a vad d’ar marc’h.
  • Lagad ar mestr a lard ar marc'h Hag a laka ed da gouezhañ en arc'h.
  • A bep liv, marc’h mat A bep bro, tud vat.
  • Arabat mont primoc’h eget ar marc’h hon doug. Amzer zo!
  • N’eo ket diouzh ar vent e vez prenet ar marc’h.
  • Meur a varc’h mat zo marvet o vont adarre.
  • « Deomp adarre » en deus lazhet meur a varc’h. A vez lavaret da respont da unan en deus lavaret « Deomp adarre » , evit lakaat an dud da adkregiñ gant al labour.
  • N’eo ket ar marc’h a c’hounez e gerc’h A zebr anezho bep gwech (pe: war-lerc’h).
  • N’eo ket gwellaat a ra ar marc’h pa vez ret e varc’hegezh re alies.
  • Ar marc’h a-raok a vez laret « Yao » dezhañ.
  • Ar marc’h a sach a vez hopet warnañ.
  • Ar marc'h a reud ouzh ar c'hentroù A ra gaou bras ouzh e gostoù.
  • Ne dalv ket ar boan sutal Pa ne fell ket d’ar marc’h staotal.

[kemmañ] Fiziologiezh

Commons
Dafar ouzhpenn a-fed an tem-mañ a vez kavet e-barzh Wiki.Commons
Polis saoz war-varc'h
Polis saoz war-varc'h

[kemmañ] Gerioù kar dre ar ster

Sellit ouzh Marc'h er
wikeriadur, ar geriadur frank.
Static Wikipedia 2008 (March - no images)

aa - ab - als - am - an - ang - ar - arc - as - bar - bat_smg - bi - bug - bxr - cho - co - cr - csb - cv - cy - eo - es - et - eu - fa - ff - fi - fiu_vro - fj - fo - frp - fur - fy - ga - gd - gl - glk - gn - got - gu - gv - ha - hak - haw - he - ho - hr - hsb - ht - hu - hy - hz - ia - id - ie - ig - ii - ik - ilo - io - is - it - iu - jbo - jv - ka - kab - kg - ki - kj - kk - kl - km - kn - ko - kr - ks - ksh - ku - kv - kw - ky - la - lad - lb - lbe - lg - li - lij - lmo - ln - lo - lt - lv - map_bms - mg - mh - mi - mk - ml - mn - mo - mr - ms - mt - mus - my - mzn - na - nah - nap - nds - nds_nl - ne - new - ng - nn - -

Static Wikipedia 2007 (no images)

aa - ab - af - ak - als - am - an - ang - ar - arc - as - ast - av - ay - az - ba - bar - bat_smg - bcl - be - be_x_old - bg - bh - bi - bm - bn - bo - bpy - br - bs - bug - bxr - ca - cbk_zam - cdo - ce - ceb - ch - cho - chr - chy - co - cr - crh - cs - csb - cu - cv - cy - da - de - diq - dsb - dv - dz - ee - el - eml - en - eo - es - et - eu - ext - fa - ff - fi - fiu_vro - fj - fo - fr - frp - fur - fy - ga - gan - gd - gl - glk - gn - got - gu - gv - ha - hak - haw - he - hi - hif - ho - hr - hsb - ht - hu - hy - hz - ia - id - ie - ig - ii - ik - ilo - io - is - it - iu - ja - jbo - jv - ka - kaa - kab - kg - ki - kj - kk - kl - km - kn - ko - kr - ks - ksh - ku - kv - kw - ky - la - lad - lb - lbe - lg - li - lij - lmo - ln - lo - lt - lv - map_bms - mdf - mg - mh - mi - mk - ml - mn - mo - mr - mt - mus - my - myv - mzn - na - nah - nap - nds - nds_nl - ne - new - ng - nl - nn - no - nov - nrm - nv - ny - oc - om - or - os - pa - pag - pam - pap - pdc - pi - pih - pl - pms - ps - pt - qu - quality - rm - rmy - rn - ro - roa_rup - roa_tara - ru - rw - sa - sah - sc - scn - sco - sd - se - sg - sh - si - simple - sk - sl - sm - sn - so - sr - srn - ss - st - stq - su - sv - sw - szl - ta - te - tet - tg - th - ti - tk - tl - tlh - tn - to - tpi - tr - ts - tt - tum - tw - ty - udm - ug - uk - ur - uz - ve - vec - vi - vls - vo - wa - war - wo - wuu - xal - xh - yi - yo - za - zea - zh - zh_classical - zh_min_nan - zh_yue - zu -
https://www.classicistranieri.it - https://www.ebooksgratis.com - https://www.gutenbergaustralia.com - https://www.englishwikipedia.com - https://www.wikipediazim.com - https://www.wikisourcezim.com - https://www.projectgutenberg.net - https://www.projectgutenberg.es - https://www.radioascolto.com - https://www.debitoformativo.it - https://www.wikipediaforschools.org - https://www.projectgutenbergzim.com