Krennlavar
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Ur c'hrennlavar pe ur proverb (deuet eus ar latin proverbium) zo ur frazenn berr ha lemm, bet lâret hag adlâret a-hed an amzerioù gant tud ur gumuniezh, enni ur gentel, ur wirionez, un tamm skiant-prenañ (pe meur a hini, pa vez kavet unan hag a zislâr egile). Krennlavaroù[1] pe krennlavarioù[2], a vez laret el liester.
Ur c'hrennlavar gant ur reolenn-bevañ diazez ennañ, zo ur sturienn pe ur ger-stur. Ur frazenn stummet evel ur c’hrennlavar ivez, mes gant ur stil kaer, pe savet gant ur skrivagner pe ur prederour, zo ur pennlavar. Tost d'ar c’hrennlavar e kaver c'hoazh al lavarioù, laoskoc'h ar furnez ennañ, hag a denn kentoc'h d'an amzer a raio, d'ar micherioù, d'ar broioù, d'al loened.
Kavet e vez krennlavaroù hañval e-barzh sevenadurioù stok-ha-stok ha meur a wech e-barzh sevenadurioù pell an eil diouzh egile. Da skouer ar c’hrennlavar spagnolek "Gato escaldado del agua fría huye", a zo kar-tost d'an hini gallek "Chat échaudé craint l'eau froide", a zo kar a bell d'an hini brezhonek "Kazh skaotet en devez aon rak dour bervet".
" baremiologiezh", pe krennlavaroniezh, eo an anv a vez roet da studi ar c'hrennlavaroù.
[kemmañ] Krennlavaroù eus ar bed
- Krennlavaroù brezhonek
- Krennlavaroù spagnolek
[kemmañ] Liammoù diavaez
- Un dastumad krennlavarioù brezhonek enlinenn
- (fr) Krennlavaroù eus an holl vroioù diwar ar relijion
- (fr) Ar gerioù lavaret zo da gompren enne ! N'eo ket diwar-benn krennlavaroù.
- (fr) Petra eo ar c’hrennlavaroù?
- (fr) Krennlavaroù sinat
- (fr) Dicocitations.com (Krennlavaroù eus broioù disheñvel)
- (fr) Ur roll mat krennlavaroù gallek displeget
- (fr) Krennlavaroù galleg , saozneg, ha romanesti
- (fr) Ma grand-mère disait, ur roll krennlavaroù farsus zo
- (fr) Krennlavaroù eus ar bed holl dre bostel !
- (en) World Proverbs Collection, un diaz stlenn krennlavaroù renket hervez o orin ha hervez urzh al lizherenneg
- (en) Proverbs of World
- (en) Rummatadur ar c’hrennlavaroù hervez ar broioù ma’z int heñvel
[kemmañ] Levrrolladur
- Krennlavaroù brezhonek
- Aogust Brizeug, Furnez Breiz
- Lukian Kergoat, La pluie et le beau temps en dictons. Coop Breizh , 2001. Divyezhek brezhoneg-galleg
- Lukian Kergoat,Proverbes bretons / Krennlavariou brezhonek, Spézet, Editions Coop Breizh, 1996.
- Frañsez Kervella, Krennlavarioù
- Louis-François Sauvé, Lavarou koz a Vreiz-Izel. Testenn enlinenn amañ.