See also ebooksgratis.com: no banners, no cookies, totally FREE.

CLASSICISTRANIERI HOME PAGE - YOUTUBE CHANNEL
Privacy Policy Cookie Policy Terms and Conditions
Aber - Wikipedia

Aber

Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor


Image:32px-Labour_zo.png Labour zo d'ober c'hoazh a-raok peurechuiñ ar pennad-mañ. Ma fell deoc'h reiñ un tamm skoazell, krogit e-barzh. Mar karfec'h reiñ hoc'h ali ha netra ken, grit 'ta e pajenn ar gaozeadenn.


Pa dizh ur stêr dour sall ar mor, e weler un aber d'an aliesañ : en em ledanaat a seblant ober an dourredenn dre ma teu flod ar mor o pignat da goenviñ ha d'en em veskat gant an dour dous. N'eo ket heñvel ar gwel war an aber hervez liveoù al lanv. Leun-chouk gant an dour pa ya al lanv en e live uheloc'h ha peuzgoullo ha lec'hidek d'an izelvor. Peurliesañ ez eus aberioù brasoc'h hag hiroc'h war an aodoù roc'hellek ha p'eo bras al liveoù diwar tro al lanv.

Ur pouez bras a ya gant an aberioù e-keñver o rolloù armerzhel hag ekologiezhel.
E penn uheloc'h an aberioù e kaver alies ar perzhier pennañ (skouerioù niverus e Breizh). War o genoù emañ staliet perzhier ivez. Meur a gêr a vez staliet war daou du un aber.
War riblennoù an aber hag e-barzh an aber e-unan, e kaver takadoù gleb, lec'hioù buhezek eus ar gwellañ. Eno e vev amprevaned, buzhug, laboused hag meur a grigner. Eno e vev pesked ha kregin ha ur roll dibar en-deus an takadoù gleb evit ar beskerezh.

Taolenn

[kemmañ] Stêranvadurezh

Kavet e vez ar ger aber en un nebeud anvioù stêrioù e Bro-Leon hag e Bro-Gerne , ha muioc'h c'hoazh e Kembre. Un toullad anvioù a gaver e Bro-Skos ivez.

[kemmañ] E Breizh

[kemmañ] E Kembre

[kemmañ] Notennoù yezh

1. Savet eo an anv-lec'h kemper diwar ken+aber : daou aber o kengejañ. Da skouer : Kemper, Kemper-Gwezhenneg, Kemperle, Kemperven. Kember eo ar ger modern, implijet evit kroazioù-dour na gaver ket dour sall enno.
2. Ur ger all evit an aber eo ar richer (Richer ar Faou).
3. Amprestet eo bet ar ger aber gant ar galleg, met evit an aberioù bras nemetken. Kevatal eo da ria (ger spagnoleg) ha dre vras e vez implijet aber evit an aberioù bras e Bro-Leon ha ria evit ar re all (ria de Lorient, ria d'Étel, ria de la Rance) ; padal e brezhoneg e ranker implijout ar ger aber evito holl.


aa - ab - af - ak - als - am - an - ang - ar - arc - as - ast - av - ay - az - ba - bar - bat_smg - bcl - be - be_x_old - bg - bh - bi - bm - bn - bo - bpy - br - bs - bug - bxr - ca - cbk_zam - cdo - ce - ceb - ch - cho - chr - chy - co - cr - crh - cs - csb - cu - cv - cy - da - de - diq - dsb - dv - dz - ee - el - eml - en - eo - es - et - eu - ext - fa - ff - fi - fiu_vro - fj - fo - fr - frp - fur - fy - ga - gan - gd - gl - glk - gn - got - gu - gv - ha - hak - haw - he - hi - hif - ho - hr - hsb - ht - hu - hy - hz - ia - id - ie - ig - ii - ik - ilo - io - is - it - iu - ja - jbo - jv - ka - kaa - kab - kg - ki - kj - kk - kl - km - kn - ko - kr - ks - ksh - ku - kv - kw - ky - la - lad - lb - lbe - lg - li - lij - lmo - ln - lo - lt - lv - map_bms - mdf - mg - mh - mi - mk - ml - mn - mo - mr - mt - mus - my - myv - mzn - na - nah - nap - nds - nds_nl - ne - new - ng - nl - nn - no - nov - nrm - nv - ny - oc - om - or - os - pa - pag - pam - pap - pdc - pi - pih - pl - pms - ps - pt - qu - quality - rm - rmy - rn - ro - roa_rup - roa_tara - ru - rw - sa - sah - sc - scn - sco - sd - se - sg - sh - si - simple - sk - sl - sm - sn - so - sr - srn - ss - st - stq - su - sv - sw - szl - ta - te - tet - tg - th - ti - tk - tl - tlh - tn - to - tpi - tr - ts - tt - tum - tw - ty - udm - ug - uk - ur - uz - ve - vec - vi - vls - vo - wa - war - wo - wuu - xal - xh - yi - yo - za - zea - zh - zh_classical - zh_min_nan - zh_yue - zu -