See also ebooksgratis.com: no banners, no cookies, totally FREE.

CLASSICISTRANIERI HOME PAGE - YOUTUBE CHANNEL
Privacy Policy Cookie Policy Terms and Conditions
Landerne - Wikipedia

Landerne

Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor

Image:32px-Labour_zo.png Labour zo d'ober c'hoazh a-raok peurechuiñ ar pennad-mañ. Ma fell deoc'h reiñ un tamm skoazell, krogit e-barzh. Mar karfec'h reiñ hoc'h ali ha netra ken, grit 'ta e pajenn ar gaozeadenn.


Kumunioù Breizh
Landerne
Departamant Penn-ar-Bed
Bro hengounel Bro Leon, Bro-Gerne
Arondisamant Arondisamant Brest
Etrekumuniezh Kumuniezh kumunioù Bro Landerne-Daoulaz
Bro 'Voynet' Bro Vrest
Pastell-vro votiñ {{{Pastell-vro}}}
Kanton kanton Landerne
(penngêr)
Kod INSEE 29103
Kod post 29800
Maer
Amzer gefridi
Yann-Bêr Thomin
2001-2008
Gorread 1 319 ha = 13,19 km²
Hed -4.25°
Led 48.45°
Uhelder keitat : 21 m
bihanañ : m
brasañ : m
Poblañs hep kontoù doubl 14 281
(1999)
Stankter war-dro 1083
{{{kartenn}}}



Taolenn

[kemmañ] Monumantoù ha traoù heverk

Pont Landerne, savet war an Elorn, a reer anv anezhañ en ur skrid eus 1336. E 1510 e oa bet adsavet gant mein gant Yann II a Roc'han. Abaoe e reer pont Roc'han anezhañ. Da gentañ e oa war ar pont ur vilin, ur gored, ur chapel, un ti-gward hag ur prizon. En XVIIvet kantved e voe savet tiez-annez warnañ.

Pont Roc'han e Landerne

[kemmañ] Douaroniezh

[kemmañ] Istor

A-gozh e sav diazezadur ur gêr e traoñ aber ar stêr Elorn. Seblantout a ra an anv Landerne dont pe eus Lann + Ternog pe eus Lann + Tenenan, a oa o-daou ermited eus ar seizhvet kantved. Anv a zo eus Landerne er paperoù ofisiel er boaz 1206. Gouzout a reer avat e oa annezet al lec'h gant Gallo-Romaned dre ma oa ur c'hroazhent a-bouez-bras en em gave aze a-drugarez d'ar roudour da vont eus an daou du eus ar stêr. Pemp hent kozh a zo : - Hent Montroulez, a dremene dre an ospital kozh hag ar Roc'h-Morvan ; - Hent Karaez, dre an ospital kozh ha krec'hienn kozh Penn-ar-C'hrann (hent ospital Ferdinand Grall bremañ); - Hent Kemper, dre straed Daoulaz ha Lannurvan ; - Hent Brest dre Gêrlaran ; - Hent Lesneven dre Beler.

An Henamzer Adalek ar 5vet kantved, ec'h en emgav ar Vrezhoned en Arvorig hag a annezas en draonienn. E-pad meur a gantved e voe gwarezet ar stêr Elorn gant kestell ar Roc'h-Morvan hag, izeloc'h, Gwarez-Laouen.

Ar Grennamzer Adalek penn-kentañ ar Grennamzer e oa Landerne perc'hentiezh tiegezh galloudus Leon hag e 1363 e voe hini tiegezh ar Roc'haned, dre un dimeziñ. An dimeziñ-se a verzer dre sellout ouzh ardamez kêr Landerne : al leon evit tiegezh Leon ha kroazvein evit tiegezh Roc'han.

Amzerioù modern Dindan ren ar rouaned e oa ur gêr a-bouez rak kêr-benn Priñselezh Leon e oa. Meur a wech e voe gwallaozet ar gêr en abeg d'ar brezelioù : gant an Normaned, gant ar Saozon (Brezel Kant vloaz), gant Brezel an Ere ivez. Da vare an Dispac'h Gall e oa endeo ur geoded vihan a veve diwar Kenwerzh ar Mor, gant ur c'huzul-kêr, a veze kadoriet gant ur prokulor-sindik da gentañ ha goude-se gant ur maer, adalek 1692.

An Dispac'h Gall An Dispac'h ne voe ket fall evit Landerne rak frankizour e oa ar boblañs dre vras. Ar Gonvañsion a zivizas zoken ober eus Landerne kêrbenn departamant nevez-krouet "Penn-ar-Bed" (dezvad an 19 a viz Gouere 1793). Kement-se a badas 16 miziad hepken avat.

Ar Reverzhioù greantel A bep seurt atalieroù a voe digoret e Landerne da vare ar reverzhioù greantel. Labouradegoù boujiennoù, soavon, bier, bangounelloù-burezh, ha dreist-holl ar Wiaderezh, "Société Linière du Léon", war hent Landivizio, he devoe betek 2500 micherour. An hent-houarn a gendaolas da ziorrenadur ar gêr dre he liammañ ouzh Pariz ha Kemper, adalek 1865.

Da heul ar brezel 14 e tigeskas ar boblañs e kêr e-pad ur pennad. Goude 1944 e kresk ar boblañs a-nevez

Un nebeud darvoudoù o deus merket istor Landerne 1336 Diazezadur an ospital, a voe dilec'hiet da straed an harluidi e 1660 1510 Pont Roc'han adsavet 1604 Savidigezh porched iliz Sant-Houarzhon 1607 Savidigezh tour iliz Sant-Tomaz 1664 Savidigezh ti Leurgêr ar Marc'had lesanvet bremañ "Ti an Dugez Anna", gwechall ti ar Sechenaliezh 1701 Savidigezh kouent an Ursuladezed, a voe implijet goude-se evel ospital, toull-bac'h, kazarn, ha bremañ lise (Lise an Elorn bremañ) 1728-1788 Adsavidigezh ar c'haeoù 1828 Ar Ganol 1860 Dibenn adsavidigezh iliz sant-Houarzhon, a oa a-raok e plas ar C'hredit Labour-Douar e-kichen ar Family. Dalc'het e voe ar porched (eus an Azginivelezh) hag an tour

Gweladennerien vrudet 1373 Gwesklin 1505 Anna Vreizh 1681 Vauban 1777 Jozef II impalaer Aostria, breur Marie-Antoinette 1796 Hoche 1834 Victor Hugo 1858 Napoleon III hag e wreg

[kemmañ] Brezhoneg

  • Karta Ya d'ar brezhoneg zo bet sinet gant an ti-kêr.
  • Div skol divyezhek Div Yezh, un hentenn divyezheg zo er skolaj hag el lise publik (189 skoliat)
  • Ur skol Diwan (55).
  • Ur skol-vamm prevez divyezhek Dihun a zo (40).
  • 284 bugel a vez skoliatet en holl, 10ved kêr e Breizh pemp departamant e 2007-2008.
  • 4,5% eus ar vugale a zo er un hentenn divyezhek.
  • An ti stummañ dibaouez Stumdi zo lec'hiet e Landerne.
  • Ar Radio Arvorig FM a skign adalek Landerne.
  • An ti embann Delioù zo staliet e Landerne.
  • Staliet eo Diwan Breizh e Landerne.
  • Divyezhek eo an holl bannelloù e kreiz-kêr.
  • Bep bloaz e vez Gouel Kann Al Loar e Landerne gant ur plas a-bouez roet d'ar brezhoneg : kenstrivadegoù lazoù-kanañ Kanomp breizh, pezhioù c'hoari, penskrivadegoù istorioù-berr a vez kinniget bep bloaz.

[kemmañ] Buhez Etrevroadel

[kemmañ] Gevelliñ

[kemmañ] Emglev mignoniaj

  • Japon Imadate (Japon) abaoe 1992.

[kemmañ] Kevelerezh

[kemmañ] E mod all

  • Landerne he deus resevet Plakenn Enor Europa Kuzul An Europa e 2001.

[kemmañ] Liammoù diavaez


aa - ab - af - ak - als - am - an - ang - ar - arc - as - ast - av - ay - az - ba - bar - bat_smg - bcl - be - be_x_old - bg - bh - bi - bm - bn - bo - bpy - br - bs - bug - bxr - ca - cbk_zam - cdo - ce - ceb - ch - cho - chr - chy - co - cr - crh - cs - csb - cu - cv - cy - da - de - diq - dsb - dv - dz - ee - el - eml - en - eo - es - et - eu - ext - fa - ff - fi - fiu_vro - fj - fo - fr - frp - fur - fy - ga - gan - gd - gl - glk - gn - got - gu - gv - ha - hak - haw - he - hi - hif - ho - hr - hsb - ht - hu - hy - hz - ia - id - ie - ig - ii - ik - ilo - io - is - it - iu - ja - jbo - jv - ka - kaa - kab - kg - ki - kj - kk - kl - km - kn - ko - kr - ks - ksh - ku - kv - kw - ky - la - lad - lb - lbe - lg - li - lij - lmo - ln - lo - lt - lv - map_bms - mdf - mg - mh - mi - mk - ml - mn - mo - mr - mt - mus - my - myv - mzn - na - nah - nap - nds - nds_nl - ne - new - ng - nl - nn - no - nov - nrm - nv - ny - oc - om - or - os - pa - pag - pam - pap - pdc - pi - pih - pl - pms - ps - pt - qu - quality - rm - rmy - rn - ro - roa_rup - roa_tara - ru - rw - sa - sah - sc - scn - sco - sd - se - sg - sh - si - simple - sk - sl - sm - sn - so - sr - srn - ss - st - stq - su - sv - sw - szl - ta - te - tet - tg - th - ti - tk - tl - tlh - tn - to - tpi - tr - ts - tt - tum - tw - ty - udm - ug - uk - ur - uz - ve - vec - vi - vls - vo - wa - war - wo - wuu - xal - xh - yi - yo - za - zea - zh - zh_classical - zh_min_nan - zh_yue - zu -