Yann-Bêr Thomin
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Labour zo d'ober c'hoazh a-raok peurechuiñ ar pennad-mañ. Ma fell deoc'h reiñ un tamm skoazell, krogit e-barzh. Mar karfec'h reiñ hoc'h ali ha netra ken, grit 'ta e pajenn ar gaozeadenn.
Yann-Bêr Thomin pe Jean-Pierre Thomin zo ur politikour breton eus an tu kleiz. Ganet eo bet e miz c'hwevrer 1950 e Landerne (Bro Leon), brezhoneger. Maer kêr Landerne etre 1989ha 2008, eil-prezidant Kumuniezh kumunioù Landerne-Daoulas ha kuzulier Rannvro Breizh.
[kemmañ] Buhez politikel
- Ezel eus ar Strollad Sokialour Gall (strollsok) eo. Dilennet eo bet er c'huzul-rannvro e 2004 war listenn Jean-Yves an Drian ha lakaet e karg eus ar brezhoneg hag identelezh Breizh. Diwar e intrudu e vot evit ar wech kentañ Kuzul-rannvro Breizh un destenn politikerezh yezh d'ar 17 Kerzu 2004.
- Da-heul ur reolenn nevez degemeret gant strollsok Penn-ar-Bed e 2003 just a-raok an dilennadeg rannvro n'haller ket bezañ maer ha bezañ e karg er rannvro ken. Goulenn a reer outañ dibab etre e garg er rannvro hag e bost a vaer. Nac'hañ a ra Yann-Bêr Thomin dilezel ur garg. D'ar 15 Here 2005 e tiviz strollsok Penn Ar Bed skarzhañ anezhañ eus ar strollad evit pevar bloaz. Divizout a ra neuze sevel galv el live broadel; a-benn ar fin n'eo ket skarzhet eus ar Strollad Sokialour Gall. Soñjet e vez eo bet savet ar reolenn nevez a-ratozh evit mestroniañ gwelloc'h izili ar strollad.
- Abred e 2006 ec'h embann bezañ a-du gant Ségolène Royal, pa ne oa ket anat e vefe dibabet da zanvez prezidantez gant e strollad. N'ouzer ket c'hoazh petra a soñj eus ar c'hoari zo etrezi ha mignoned Chevènement.
- Yann-Bêr Thomin a vez sellet outañ gant lod eus izili e strollad evel ouzh un den re dost da vetoù an Emsav. Techet eo tu jakobin ar strollad da gaout disfiz outañ.
[kemmañ] Brezhoneg
- Levezonet gant ar Bleun Brug eo bet Yann-Bêr Thomin hag implijout a ra an doare-skrivañ skolveuriek.
- Skrivañ a ra pennadoù brezhonek e-barzh ar gelaouenn Brud Nevez hag embannet en deus troidigezh vrezhonek ar romant brudet Le Grand Meaulnes.
[kemmañ] Oberennoù
- Alain-Fournier, (Tr. gant Yann-Ber Thomin), Ar Meaulnes Veur, Ar Skol Vrezoneg - Emgleo Breiz, Brest, 2000, ISBN 2906373826
- Yann-Ber Thomin, Breiz war-raog, rummad: Politikerez, Emgleo Breiz, Brest, 2007, ISBN 9782911210662