Ségolène Royal
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Ségolène Royal ( pe Marie-Ségolène Royal hec'h anv gwir hervez lezenn he bro) , zo ur bolitikerez c'hall eus ar Strollad Sokialour Gall (PS).
Bet eo kannadez, ha sekretourez-stad dindan ministr an deskadurezh da neuze, Claude Allègre. Distroadet eo bet Jean-Pierre Raffarin, prezidant ar rannvro Poatev-Charant, ganti.
Brud zo bet en-dro dezhi e 2006, dibabet eo bet gant izili he strollad da vont war ar renk da vezañ prezidantez Bro-C'hall e 2007.
[kemmañ] A-raok an dilennadeg
- Sinet he deus un emglev gant Jean-Pierre Chevènement evit ma n'en em ginnigfe ket, ha prometet dezhañ
- e sikour da gaout un nebeud sezioù kannaded evit e strolladig,
- chom hep mont a-nep an energiezh nukleel (e-touez traoù all).
- Nac'h a ra paouez da zigeriñ kreizennoù nukleel nevez
- Prometet he deus sinañ karta ar yezhoù
- Kinnig a ra e vije ur banniel gall e pep ti.
[kemmañ] Goude ar c'hentañ troiad mouezhiañ
War-lerc'h skubet an dek kevezer all e voe dibabet an itron Royal hag an aotrou Sarkozy d'en em ginnig en eil tro.
E miz Mae 2007 e vo an eil tro.