See also ebooksgratis.com: no banners, no cookies, totally FREE.

CLASSICISTRANIERI HOME PAGE - YOUTUBE CHANNEL
Privacy Policy Cookie Policy Terms and Conditions
Pont - Wikipedia

Pont

Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor

Sell ivez ouzh pont (heñvelstumm)


Ur pont-prenn en Alpoù nes da Vallorcine.
Ur pont-prenn en Alpoù nes da Vallorcine.

Ar pontoù a zo savadurioù graet evit mont dreist un harz, en tu all d'ur ganienn, un draoñienn, un hent, un hent-houarn, un dourredenn, ul ledennad dour pe un diarbenn fizikel all. Al leur-bont a c'hell bezañ lakaet uhel pe uheloc'h evit aotren an tremen dindan, hini listri bras da skouer.

Ret eo sevel pontoù abalamour d'an dud ha d'ar marc'hadourezhioù mont gant un hent kompez ha berroc'h. A-hend-all e vije diaes pe dibosupl an tremen peurvuiañ.

Dre astenn-ster e vez graet pont eus un dra a ra un ere bennak etre daou all. Pont a vez graet ivez eus ar gorre plat a c'heller kavout er bagoù pontet. En elektronik ez eo ur mekanik etre daou amredad. P'eo nebeud ledan ar pont ha ne c'hell ket gouzañv kirri ponner e vez anvet ur bontenn a-wechoù. Ur pontig etre daou savadur e c'hell bezañ ur bontenn ivez.

[kemmañ] Istor

Ar pont roman e Sertã, e Portugal savet en amzer tierniezh ar Fuluped (1580-1640).
Ar pont roman e Sertã, e Portugal savet en amzer tierniezh ar Fuluped (1580-1640).

War a seblant eo bet savet ar pontoù kentañ gant prenn pe plankennoù pe gant mein lakaet war ar ribloù war-eeun pe douget gant treustoù kroaz-digroaz. Ur bontenn a zo ur pont simpl graet gant ur blankenn pe un treust.

Implijet eo bet ar gwaregoù gant ar Romaned evit sevel pontoù ha dourbontoù hag e c'heller gwelet meur a hini c'hoazh. Implijet o deus ar Romaned ar pri-raz evit kempouezañ kemmoù an nerzhioù a gouezh war ar mein naturel.

Ar pontoù-kerdin, ur seurt pont a-ispilh simpl a oa savet gant an Inkaed e menezioù an Andoù e Sumerika, just a-raok ma oent trevadennet gant an Europeaned er XVvet kantved.

En XVIIIvet kantved e tegasas Hans Ulrich, Johannes Grubenmann ha reoù all teknikoù nevez evit ar pontoù prenn.

A-drugarez d'an Dispac'h greantel en XIXvet kantved e voe posubl implij ar potin evit sevel pontoù ledanoc'h, met ne oa ket gant an houarn ar perzhioù mekanik mat evit dougen pouezioù bras-tre. Pa voe posupl implij an dir ha produiñ anezhañ e-leizh e voe savet pontoù divent diwar ijinadennoù Gustave Eiffel.

Er memes mare e veze implijet funoù dir evit sevel pontoù-a-ispilh hag en XXvet kantved eo bet ijinet ma vije solutoc'h ar betoñs gant funoù silet enno (betoñs raokforset).

[kemmañ] Gerdarzh

Eus al latin "pontem" eo deuet war-eeun ar ger brezhonek '"'pont" hep tremen dre hanterouriezh ar galleg, rak e kembraeg e reer gant "pont" ivez hag e kerneveg gant "pons". Amprestet eo bet ar ger a-raok ma vije bet disrannet an teir yezh predenek.

[kemmañ] Rummadoù ar pontoù

Skeudenn:Golden gate San-Francisco.jpg
Ar Golden Gate Bridge (Pont an Nor Aour), ur pont a-ispilh e San Francisco.

Kavet e vez 4 seurt pontoù d'an aliesañ :

  • pontoù-treust
  • pontoù cantilever
  • pontoù-gwareg
  • pontoù a-ispilh.

Ouzhpenn-se e c'hell leurenn ur pont bezañ lakaet uheloc'h pe gwintet (pont-gwint) pe war dreiñ (pont-tro), an holl pontoù gorre-gouzi.


aa - ab - af - ak - als - am - an - ang - ar - arc - as - ast - av - ay - az - ba - bar - bat_smg - bcl - be - be_x_old - bg - bh - bi - bm - bn - bo - bpy - br - bs - bug - bxr - ca - cbk_zam - cdo - ce - ceb - ch - cho - chr - chy - co - cr - crh - cs - csb - cu - cv - cy - da - de - diq - dsb - dv - dz - ee - el - eml - en - eo - es - et - eu - ext - fa - ff - fi - fiu_vro - fj - fo - fr - frp - fur - fy - ga - gan - gd - gl - glk - gn - got - gu - gv - ha - hak - haw - he - hi - hif - ho - hr - hsb - ht - hu - hy - hz - ia - id - ie - ig - ii - ik - ilo - io - is - it - iu - ja - jbo - jv - ka - kaa - kab - kg - ki - kj - kk - kl - km - kn - ko - kr - ks - ksh - ku - kv - kw - ky - la - lad - lb - lbe - lg - li - lij - lmo - ln - lo - lt - lv - map_bms - mdf - mg - mh - mi - mk - ml - mn - mo - mr - mt - mus - my - myv - mzn - na - nah - nap - nds - nds_nl - ne - new - ng - nl - nn - no - nov - nrm - nv - ny - oc - om - or - os - pa - pag - pam - pap - pdc - pi - pih - pl - pms - ps - pt - qu - quality - rm - rmy - rn - ro - roa_rup - roa_tara - ru - rw - sa - sah - sc - scn - sco - sd - se - sg - sh - si - simple - sk - sl - sm - sn - so - sr - srn - ss - st - stq - su - sv - sw - szl - ta - te - tet - tg - th - ti - tk - tl - tlh - tn - to - tpi - tr - ts - tt - tum - tw - ty - udm - ug - uk - ur - uz - ve - vec - vi - vls - vo - wa - war - wo - wuu - xal - xh - yi - yo - za - zea - zh - zh_classical - zh_min_nan - zh_yue - zu -