Normandi
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Normandi (Nouormandie e normaneg, Normandie e galleg ha Normandy e saozneg) zo unan eus ar broioù kozh a zo aet da ober Bro-C'hall, war-bouez an inizi Aldernez, Gwernenez, Jerzenez, Sark hag a zo perc’hennet gant kurunenn Breizh-Veur, hep bezañ un darn eus ar Rouantelezh-Unanet, dre ma'z eo ivez rouaned Breizh-Veur ha Norzhiwerzhon duged Normandi.
Dizalc'h eo bet e-pad meur a gantved, a-raok kouezhañ etre krabanoù Bro-C'hall (gwelit Istor Normandi). Hiziv eo rannet etre div rannvro, an Normandi-Izel hag an Normandi-Uhel.
[kemmañ] Orin e anv
Normandi a dalv Bro paotred an Norzh.
[kemmañ] Kêrioù pennañ
- Rouen (410 000 annezad)
- An Havr Nevez (250 000 annezad)
- Caen (200 000 annezad)
- Cherbourg (90 000 annezad)
- Évreux (51 198 annezad)
- Dieppe (35 694 annezad)
- Sant-Heler (29 400 annezad), e Jerzenez
- Alençon (28 935 annezad)
[kemmañ] Boued Normandi
Boued mod Normandi zo diazezet war pevar produi : an avaloù, al laezh, ar c'hig hag ar boued-mor. Gounezet vez avalwez evit ober chistr ha Calvados hag a zo implijet er gegin ivez. Produiñ a reer ivez formajoù, ha kregin evel istr, meskl ha kregin Sant-Jakez.