See also ebooksgratis.com: no banners, no cookies, totally FREE.

CLASSICISTRANIERI HOME PAGE - YOUTUBE CHANNEL
Privacy Policy Cookie Policy Terms and Conditions
Peurunvan - Wikipedia

Peurunvan

Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor

Image:32px-Labour_zo.png Labour zo d'ober c'hoazh a-raok peurechuiñ ar pennad-mañ. Ma fell deoc'h reiñ un tamm skoazell, krogit e-barzh. Mar karfec'h reiñ hoc'h ali ha netra ken, grit 'ta e pajenn ar gaozeadenn.


Pal ar peurunvan a oa unvaniñ an doare-skrivañ KLT eus 1908 gant hini Bro-Wened, da gaout un doare-skrivañ hepken evit ar brezhoneg lennek.

Ar peurunvan zo hiziv doare-skrivañ pennañ ar brezhoneg. Implijet e vez gant an holl skolioù, degemeret gant an holl skolioù-meur, hag e ya da ober tost an holl levrioù embannet.

Da veur a hini e seblant rendael an doareoù-skrivañ eus un amzer all pa n'eo ket peogwir e skriver e peurunvan ez eur "a-du gant an Nazied", evel ma veze lavaret, pa voe adkroget da skrivañ e peurunvan e 1945 gant Youenn Olier. Andreo Ar Merser, Armans Keravel pe c'hoazh Visant Seité, daoust m'o doa asantet d'ar peurunvan e 1941 o doa e zilezet e 1945, hag aet a-du gant ar Skolveurieg e 1954.

Gwir eo e oa anv ivez da gelenn brezhoneg er skol hag e c'houlenne yezhourien alaman evel Leo Weisgerber e vije unvanet an doare-skrivañ evit Breizh a-bezh.

Implij an doare-skrivañ-se a oa bet degemeret er bloaz 1941 gant an holl skrivagnerien gwitibunan, war-bouez tri eus ar rummad kozh : Taldir, Vallée ha Meven Mordiern, na felle ket dezho lakaat kemm d'an doare-skrivañ evit reiñ digor d'ar gwenedeg a oa endeo war e dalaroù.

Abalamour d'ar skrivagnerien wenedek eo en doa asantet Roparz Hemon d'ar peurunvan a-benn ar fin. O vezan ma'z eo ar rannyezh-se diforc'h-mat diouzh an teir all ez eus bet termenet betek pegeit e vez degemeret stummoù gwenedek-rik er yezh lennek.


[kemmañ] Peurunvan ofisiel

Ar peurunvan eo skritur ofisiel ar wikipedia-mañ, evel ma'z eo hini an darn vrasañ eus an embannerien, ha hini ar c'helenn en holl skolioù, re ar stad pe re Diwan, war-bouez unanik bennak.

Reolennoù doare-skrivañ ar peurunvan a vo kavet er pennad doareoù-skrivañ e brezhoneg. Doujañ outo a dleer ober er pennadoù holloueziadurel.


aa - ab - af - ak - als - am - an - ang - ar - arc - as - ast - av - ay - az - ba - bar - bat_smg - bcl - be - be_x_old - bg - bh - bi - bm - bn - bo - bpy - br - bs - bug - bxr - ca - cbk_zam - cdo - ce - ceb - ch - cho - chr - chy - co - cr - crh - cs - csb - cu - cv - cy - da - de - diq - dsb - dv - dz - ee - el - eml - en - eo - es - et - eu - ext - fa - ff - fi - fiu_vro - fj - fo - fr - frp - fur - fy - ga - gan - gd - gl - glk - gn - got - gu - gv - ha - hak - haw - he - hi - hif - ho - hr - hsb - ht - hu - hy - hz - ia - id - ie - ig - ii - ik - ilo - io - is - it - iu - ja - jbo - jv - ka - kaa - kab - kg - ki - kj - kk - kl - km - kn - ko - kr - ks - ksh - ku - kv - kw - ky - la - lad - lb - lbe - lg - li - lij - lmo - ln - lo - lt - lv - map_bms - mdf - mg - mh - mi - mk - ml - mn - mo - mr - mt - mus - my - myv - mzn - na - nah - nap - nds - nds_nl - ne - new - ng - nl - nn - no - nov - nrm - nv - ny - oc - om - or - os - pa - pag - pam - pap - pdc - pi - pih - pl - pms - ps - pt - qu - quality - rm - rmy - rn - ro - roa_rup - roa_tara - ru - rw - sa - sah - sc - scn - sco - sd - se - sg - sh - si - simple - sk - sl - sm - sn - so - sr - srn - ss - st - stq - su - sv - sw - szl - ta - te - tet - tg - th - ti - tk - tl - tlh - tn - to - tpi - tr - ts - tt - tum - tw - ty - udm - ug - uk - ur - uz - ve - vec - vi - vls - vo - wa - war - wo - wuu - xal - xh - yi - yo - za - zea - zh - zh_classical - zh_min_nan - zh_yue - zu -