Harmonia
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Harmonia (Άρμονιη Harmoniêa e gregach), doueez an Emglev, ha dreist-holl an emglev etre ar priedoù, a oa merc'h da Ares ha da Afrodit, hervez mojennoù zo eus Hellaz kozh, pe merc'h da Hefaistos ha Afrodit, hervez mojennoù all, pe da Zeus ha da Elektra hervez mojennoù all c'hoazh .
Enebet e oa ouzh Eris, doueez an Dizemglev, ha heñvelekaet ouzh Concordia, doueez ar Romaned.
Dimezet e oa gant Kadmos, roue Tebai.
[kemmañ] Mojenn
Pa voe fiziet gouarnamant Tebai e Kadmos gant Athena e voe roet dezhañ Harmonia da bried gant Zeus .
Da zevezh hec'h eured e oa a deuet an holl zoueed, ha profet e voe dezhi un dro-c'houzoug graet gant Hefaistos, hag ur peplos gant ar C'harited. Sachañ a raio ar profoù-se droukchañs war gein o holl ferc'henned da-heul.
Gant Kadmos he do meur a vugel: Ino, Polidoros, Autonoe, Agave ha Semele.
[kemmañ] Tro-c'houzoug ar wallchañs
Gant Polinikes e voe profet an dro-c'houzoug da Erifile, dezhi da gendrec'hiñ he gwaz Amfiaraüs da vont da vrezeliñ enep da d-Tebai. Diwar-se e teuas marv Erifile, Alkmaeon, ha Fegeüs hag e vibien.
Petra bennak ma voe fiziet an dro-c'houzoug e templ Atena Pronoia eDelfi e kendalc'has ar wallblanedenn.
Failus ur penn-brezel eus Fokia, er Brezel Sakr (352 kent JK) a laeras an dro-c'houzoug d'he reiñ d'e serc'h. He dougen a reas-hi ur pennad. Treiñ foll a reas he mab, c'hwezhañ an tan en he zi, ha devet e voe ar vamm.
Harmonia a oa, hervez un doare all, eus Samotraki, ha merc'h da Zeus hag Elektra (Pleiadenn), ha c'hoar da Iasion, an hini a ziazezas al lidoù sakr en enez.
Tost eo Harmonia da Afrodite Pandemos, doueez ar gengarantez etre an dud, an urzh hag an unvaniezh, a glot gant Concordia ar Romaned.