See also ebooksgratis.com: no banners, no cookies, totally FREE.

CLASSICISTRANIERI HOME PAGE - YOUTUBE CHANNEL
Privacy Policy Cookie Policy Terms and Conditions
Argonaoted - Wikipedia

Argonaoted

Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor

Lestradeg an Argonaoted, gant Dosso Dossi (v. 1510)
Lestradeg an Argonaoted, gant Dosso Dossi (v. 1510)

An Argonaoted ( Αργοναύται e gregach) zo harozed e mojennoù koshañ Hellaz, a-raok brezel Troia. Mont a rejont gant Jason war vourzh ul lestr da Golc'his da gerc'hat ar maoutken aour.

Dont a ra o anv diwar hini al lestr, Argo, a deu diwar anv an den en savas, Argos. A-wechoù e vez graet Minianed anezho, anv ur bobl a veve eno en amzerioù-hont.


Taolenn

[kemmañ] Mojenn

Jason a oa mab da Aeson, roue Iolcos (hiriv Volos) e Magnesia (e bro Tessalia), met an tron a oa bet kemeret gant lezvreur Aeson, anvet Pelias.

Kaset a oa bet Jason da bell da vezañ skoliet gant an den-marc'h C'hiron. Un orakl en doa kontet da b-Pelias e vije lazhet gant ur gourvab bennak da Aiolos (mab da Hellen) a deuje d'e gaout gant ur votez hepken ouzh e droad. Dont a reas an diougan da wir pa zegouezhas Jason, deuet d'e vent, e Iolkos da c'houlenn e hêrezh; kollet e oa bet ur votez gantañ o reiñ skoazell d'ur wrac'h (a oa an doueez Hera gwisket e truilhoù) da dreuziñ ur stêr. Pelias a brometas reiñ an tron dezhañ gant ma teuje en-dro gant ar maoutken aour.

Gant hanter-kant a harozed veur all eus Hellaz e lestras Jason war vourzh an Argo e Pagases.

Da gentañ e rankent dont eus Tessalia, bro ar v-Minianed, met anvioù all a voe lakaet ouzhpenn gant ar gonterien, anvioù tud eus mareoù disheñvel evel Herakles pe Orfeüs.

[kemmañ] An harozed

  • Peleüs, Telamon, an Dioskured (Kastor ha Pollux), ar Boréades (Calaïs et Zétès), Idas ha Linkeüs, Euphémos, Tiphys ar sturier, Argos mab Frixos hag Argos mab Arestor (a savas al lestr hervez ar c'hiz kozh), Admeta, Augias, ha mab Nélée, Périclyménos.
  • Akast a zegouezhas da ziwezhañ.

Menegiñ a reer ivez Amfion, Tydée, Teseüs, Amfiaraos, Atalant (ar vaouez nemeti), Meleagra, Asterion, Aktor, Mopsus an diouganer.

Pa zegouezhas lestr an harozed e Kolc'his ez eas Jason da-gaout ar roue Aetes da c'houlenn ar maoutken digantañ. Hag ar roue da respont e oa mat dezhañ, gant ma rafe Jason un nebeud taolioù-kaer, peogwir n'en doa ket c'hoant da reiñ e beadra da n'eus forzh piv.

E-touez an traoù dic'hallus da ober e oa stagañ daou darv, o zreid arem hag o fronelloù o teurel tan, ouzh un arar, ha gant an arar-se arat ur park ha hadañ ennañ dent aerouant Kadmos. Pa voent hadet e savas diwarne ur bagad tud armet a glaskas lazhañ jason, met dre chañs e voe sikouret ar paotr gant troioù hud merc'h ar roue, Medea hec'h anv.

Ha distreiñ a eure Jason, Medea, hag an Argonaoted da Iolkos gant o maoutken aour.

[kemmañ] Klask

En istor an Argonaoted, unan eus mojennoù koshañ Hellaz, e kaver e-leizh a elfennoù eus ar c'hontadennoù-pobl, hag an temoù ordinal enno/

  • klask, beaj,
  • kas an haroz d'ober ur veaj dañjerus evit kaout an dizober anezhañ;
  • reiñ dezhañ trevelloù diaes meurbet pe dibosubl, ha ne vije ket deuet a-benn anezho panevet skoazell ur mignon bennak .

[kemmañ] Gwelout ivez

Commons
Dafar ouzhpenn a-fet an tem-mañ a vez kavet e-barzh Wiki Commons


aa - ab - af - ak - als - am - an - ang - ar - arc - as - ast - av - ay - az - ba - bar - bat_smg - bcl - be - be_x_old - bg - bh - bi - bm - bn - bo - bpy - br - bs - bug - bxr - ca - cbk_zam - cdo - ce - ceb - ch - cho - chr - chy - co - cr - crh - cs - csb - cu - cv - cy - da - de - diq - dsb - dv - dz - ee - el - eml - en - eo - es - et - eu - ext - fa - ff - fi - fiu_vro - fj - fo - fr - frp - fur - fy - ga - gan - gd - gl - glk - gn - got - gu - gv - ha - hak - haw - he - hi - hif - ho - hr - hsb - ht - hu - hy - hz - ia - id - ie - ig - ii - ik - ilo - io - is - it - iu - ja - jbo - jv - ka - kaa - kab - kg - ki - kj - kk - kl - km - kn - ko - kr - ks - ksh - ku - kv - kw - ky - la - lad - lb - lbe - lg - li - lij - lmo - ln - lo - lt - lv - map_bms - mdf - mg - mh - mi - mk - ml - mn - mo - mr - mt - mus - my - myv - mzn - na - nah - nap - nds - nds_nl - ne - new - ng - nl - nn - no - nov - nrm - nv - ny - oc - om - or - os - pa - pag - pam - pap - pdc - pi - pih - pl - pms - ps - pt - qu - quality - rm - rmy - rn - ro - roa_rup - roa_tara - ru - rw - sa - sah - sc - scn - sco - sd - se - sg - sh - si - simple - sk - sl - sm - sn - so - sr - srn - ss - st - stq - su - sv - sw - szl - ta - te - tet - tg - th - ti - tk - tl - tlh - tn - to - tpi - tr - ts - tt - tum - tw - ty - udm - ug - uk - ur - uz - ve - vec - vi - vls - vo - wa - war - wo - wuu - xal - xh - yi - yo - za - zea - zh - zh_classical - zh_min_nan - zh_yue - zu -