Paris, mab Priam
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Paris ( Πάρις e gregach) a oa mab da Briam, roue Troia, ha da Hekuba, e mojennoù Hellaz kozh,. Eñ an hini a voe pennkaoz d'ar brezel a voe graet da Droia.
Anvet eo ivez Aleksandros, diwar ar gregach Αλέξανδρος, Aléxandros, « gwarezour gwazed»). Brudet eo abalamour ma'z eo gantañ e voe skrapet Elena, a voe pennkaoz da brezel Troia met kemer a ra perzh e meur a vojenn gozh all.
Taolenn |
[kemmañ] Ar vojenn
[kemmañ] Yaouankiz
Pa oa dougerez Hekuba, e vamm, e hunvreas he doa ganet ur c’hef-tan a lakaas an tan e kêr. Un diouganer a lavaras e vije kiriek da zismantr Troia. Pa glevas kement-se e klaskas Priam lazhañ ar bugel. Lezet e voe gant ur mevel war ar menez Ida (Ida Troia) met un arzhez a deue d’e vagañ. Pa welas petra a c’hoarveze e teuas ar mevel da gemer ar bugel en-dro evit e vagañ er gêr e kuzh.
Hervez un doare all e voe kavet war ar menez Ida gant bugulion hag anvet Paris gante. Diwezhatoc'h an hini e vo lakaet Aleksandros dre ma oa ur mailh d'ober war-dro ar chatal.
Pa voe deuet bras e tibabas an nimfenn Œnone da bried. Honnezh a oa merc'h d'an doue-stêr Kebren, hag ur mab o doe, anvet Koritos. O dilezel a reas evit mont gant Helena.
[kemmañ] Barnadenn ar menez Ida
Pa voe lidet eured Peleas ha Tetis war ar menez Olimp e oa pedet an holl zoueed evel-just. An holl? Nann 'vat, rak Eris, doueez an dizemglev, ar c'hwezerezh-tan, a oa bet lezet a-gostez.
Ha peogwir ne gave ket he c'hont he doa graet he soñj kaout plijadur ivez diwar-goust ar re all. Neuze he doa kaset dezho un aval-aour a oa skrivet warnañ « d'an hini gaerañ» ( e gregach e oa Ἡ καλὴ λαϐέτω}} / hê kalê labetô ) : hennezh e oa « aval an dizemglev ».
Teir doueez a felle dezho kaout an aval:Atena, Hera hag Afrodite. Dre ma oa savet chao etre an teir, dre ma ne felle ket da Zeus dibab, e voe kaset Hermes da c'houlenn digant Paris tennañ tud an eured eus ar gwall blegenn ma oant bet lakaet gant an drougoberourez Eris. Rak war ar menez edo Paris o tiwall e zeñved.
Hag an teir da glask levezoniñ ar paotr yaouank gant o fromesaoù. Hera a bromete ur rouantelezh, Atena a oa prest da reiñ furnezh ha nerzh-kalon er brezel, hag Afrodite a ginnige karantez digant kaerañ plac'h Hellaz. Afrodite an hini a voe dibabet gant Paris, hag evel-se eo e voe kaset e diegezh hag e vro da get:
[kemmañ] Brezel Troia
E-pad seziz Troia e voe gloazet-fall gant ur saezh tennet gant Philoctète. Kaset e voe war ar menez Ida en-dro, ha goulenn a reas digant Œnone, e wreg kentañ, ober war e dro. Nac'h a reas ar wreg ha mervel a reas ar gwaz.
Peurvuiañ e vez diskouezet Paris evel ur c'haer a baotr, boned Frifia war e benn, rak brud en desu da vout Frigiad.