Priam
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Er vitologiezh c’hresian, Priam (henc’hresianeg Πρίαμος, Priamos) a oa mab yaouankañ Laomedon ha roue Troia e oa da vare Brezel Troia.
Taolenn |
[kemmañ] Euredoù ha bugale
Priam en doa bet un niver a vaouezed. An hini gentañ a oa Arisbe, a roas dezhañ ur mab, Aisakos, a varvas en un doare skrijus kent deroù Brezel Troia. Eurediñ a reas Priam goude gant Hekabe (pe Hekuba), merc’h ar roue Frigian Dimas. Gant e wragez hag e serc’hed niverus en doe Priam hanterkant mab ha meur a verc’h (12 en holl). Hektor a oa mab henañ Priam hag Hekuba, ha pennhêr tron Troia. Paris, ur mab all, a lakaas brezel Troia da ziwan. E-touez bugale Priam ha Hekuba e kaver Helenos ha Kasandra; Deifobos; Troilos; Polites; Kreousa, gwreg Aeneias; Laodike, gwreg Helikaon; Poliksene, a oa diskaret war bez Akilleus; ha Polidoros, e vab yaouankañ.
[kemmañ] Buhez
Da gentañ, Priam e oa lakaet "Podarkes". Talvzeout a rae « treid skañv » hervez an Henc’hresianed. Arboellet e voe gant Herakles pa gemeras kêr Troia abalamour ma roas dezhañ ur gouel alaouret brodet gant e c’hoar, Hesione. Goude se, Podarkes a gemeras un anv nevez : Priam. Diazezet e oa etimologiezh hengounel an anv-se war ar ger priatos a dalvez "adprenañ". Adprenet e vje bet ar roue en e yaouankis eta. Moarvat e teu an anv eus al lidian e gwirionez.
Pa oa lazhet Hektor gant Akilleus, Akilleüs n'en doe doujañs ebet ouzh ar c'helan en doa kaset gantañ ha nac’hañ a reas e resteurel. Zeus a gasas an doue Hermes evit ambroug ar roue Priam, tad Hektor, e-barzh kamp an Akeaned. Aspediñ a reas Priam Akilleüs da gemer truez ouzh un tad, kollet gantañ e vab. Degas a reas da soñj da Akilleüs e dad Peleüs. Fromet bras e voe Akilleüs hag e asantas en diwezh da reiñ korf Hektor en-dro. Asantiñ a reas an daou du d’un dreverz, hag Hektor, kaset gant e dad a voe beziet evel un haroz. Prometiñ a reas Akilleus ne glaskfe akean ebet en em gannañ e-pad 11 devezh. D’an daouzekved e krogas ar brezel en-dro.
E-kerz preizhadeg Troia e voe muntret Priam gant mab Akilleüs, Neoptolemos (Anavezet ivez en Aeneid evel Pyrrhus).
[kemmañ] Priam el lennegezh
Muntr Priam zo bet brudet gant en Aeneid, skrivet gant Virgilius, hag e Hamlet, skrivet gant Shakespeare. En danevelloù-se e fard Neoptolemos e palez Priam hag e tigor e hent betek kambr ar roue. Goude bezañ lazhet Polites, unan eus mibien niverus Priam, Neoptolemus a goustilh Priam en e gostez gant e gleze hag e sank al lavnenn betek an dornell. E Hamlet e skriv Shakespeare e chom Pyrrhus (Neoptolemos) a-sav kent drouklazhañ Priam (o lazhañ anezhañ difrom hag a-ratozh-kaer). Disheñvel-mik eo e emzalc’h diouzh hini Hamlet na zeu ket a-benn d’ober ar pezh a venn.
En Edda e komz plaen e tisklêr Snorri Sturluson e oa Priam hendad ur ouenn a zivroas da Skandinavia e lec’h ma tiwanas an Aesired diwarne.