Hekabe
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Hekabe (Εκάβη /Hekabe e gregach) pe Hekuba (Hecuba e latin) a oa gwreg Priam, roue Troia, hervez mojennoù Hellaz kozh.
Eus Frigia e oa hervez an doare. Dymas (pe Cissée) e oa anv he zad, hag Eunoë hini he mamm, a oa merc'h d'an doue-stêr Sangarius, penn-stêr Frigia.
C'hoar e oa da Teano.
[kemmañ] Mab Apollon
Apollon a gouskas ganti hag ur mab he doe a voe anvet Troilius. Hervez ur beleg ne vije ket distrujet kêr Troia gant ma c'hallje Troilius mont betek e ugent vloaz. Lazhet e voe gant Akilles e-pad brezel Troja.
[kemmañ] Hanter-kant mab all
Hanter-kant mab he dije bet ivez digant ar roue Priam, hervez Homeros . An holl anezho, ha Hektor en o zouez, a voe lazhet e-pad brezel Troja, pe war-lerc'h, ma voe debret o mamm gant ar glac'har. Hi ne varvas ket, ha pell amzer e voe klasket. Gant Ulisses e voe kavet e-touez bezioù he bugale , ha kemeret gantañ da sklavez.
Kent mont e lonkas ludu korf he mab Hektor, evit ma n'afe ket gant e enebourien, ha gwelout a reas he mab-bihan o vervel, ha hi eo a renas an obidoù. Hervez barzhed zo ivez e welas lazhañ he merc'h Polyxène]] war bez Akilles.