Matematikoù
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Labour zo d'ober c'hoazh a-raok peurechuiñ ar pennad-mañ. Ma fell deoc'h reiñ un tamm skoazell, krogit e-barzh. Mar karfec'h reiñ hoc'h ali ha netra ken, grit 'ta e pajenn ar gaozeadenn.
Matematikoù (diwar ar gresianeg Mathêmatikos), Ur poz kozh a ouzhpenn 2 500 bloaz eo, evel Aritmetik ha Geometriezh. Ur skiant aet hiziv an deiz da vezañ universel Bez' zo matematikoù glan, matematikoù modern ha matematikoù apliket.
Ar poz Matematikoù a dalv da lavaret studi ar modelioù a gementad, ar struktur, ha chañchamant ha spas, ha hennezh a zeu deus ar gresianeg μάθημα (mathêma) : siañs, anavoud, deskiñ. Evit-bremañ vez termenet ar c’hlask strukturioù abstret en un doare aksionomik dre implijañ al lojik formel da ziazez a labour. Orin ar strukturioù klasket zo e-barzh siañsoù an natur, gant ar fisik d’al lïesañ. Evelato eo rik e-barzh ar matematikoù emañ ar pep brasañ eus ar strukturioù, oc’h unvaniñ tachennoù-talvezañ difer pe o vezañ binviji evit sikour a-fed ar jedadurioù.
E-keñver an istor e veze graet gant ar matematikoù evit ar c’hoñvers, musuliañ ar gorreadoù hag evit rakwelet darvoudoù astronomek.
Studi ar framm a grogemp ganti gant an niveroù, da gentañ-penn gant an niveroù naturel hag an niveroù anterin. E-barzh an aljebr-diazez emañ ar reolennoù o ren an oberiadurioù aritmetik. Studiet e vez perzhioù an niveroù gant teorienn an niveroù.
Da betra servij ar matematikoù ? Da gentañ penn, a-raok kregiñ da zispleg soñj ar skiantourien pe hini ar brederourien, ez eo ret termeniñ petra eo ar matematikoù en un doare fetis (ar pezh vez graet gant ar matematikoù er bed pemdeziek, ar pezh vez degemeret evel termenadenn gant an dud hiriv, penaos vez implijet ar matematikoù…) hag en un doare difetis ( ar pezh a soñj pep hini eus ar matematikoù pe ar pezh a c’hellfe dont da vezañ en amzer da zont.) Ijinañ ur bed hep matematikoù a c’hellfe servij da zegas elfennoù ouzhpenn d’ar goulenn-se, rak daoust hag eñ e vije posubl ar bed-se (depantout a rafe eus an dermenadenn a vez graet eus ar matematikoù). Lakomp un dermenadenn resis deus ar matematikoù en ur ijinañ ur bed hep ar matematikoù-se. Aze e vefe tu diduzañ ar cheñchamantoù hag ar mankoù a deufe, ar mankoù-se a rofe deomp implij ar matematikoù er bed-se. En ur sellet piz ouzh ar pezh vez graet gant ar matematikoù er bed pemdeziek e teu war wel ul lodenn eus implij ar matematikoù.
[kemmañ] Petra eo ha peur ez eur kroget d'ober matematikoù:
Ar matematikoù ‘zo un dachenn a ouiziegezhioù savet gant rezonadegoù martezeek-diduzañ pe dre an absurdiezh diwar-benn niveroù, lunioù… Ar matematikoù zo ivez un enklask evit diorren ar gouiziegezhoù. Ar matematikoù a zo ur skiant eus ar spered a rezon war an aksiomoù hag a zo diazezoù ar matematik. Peur eo kroget ar matematikoù, ur wech c’hoazh e depant eus ster ar ger matematikoù. Krogiñ a ra gant an dud da gaout doareoù da soñjal, meizadoù, a-raok ar skritur gant an niveriñ. Met ma vez graet deus ar matematikoù gouiziegezhoù skiantel graet gant rezonadegoù, ar matematikoù kentañ a deu eus ar sevenadur gresian. Difoc’hioù mare kentañ ar matematikoù vez graet e-keñver ster ar skiant-se eget an dizoloadennoù istorel.
[kemmañ] Da betra servij en un doare hollek:
Da betra servij, ar vevoniezh volekulel a glask displegañ mont en dro ar vuhez o studiañ oberiadennoù ar molekulennoù an eil ouzh egile, ar gosmologiezh a glask reiñ ur ster d’an egor, an neurologiezh a klask displegañ mont en-dro an empen hag orin ar spered. Ar matematikoù a labour gant objedoù dezho perzhioù disheñvel, met an objedoù-se a zo termenet gant preder an den. Setu ez eo ar matematikoù krouidigezhioù spered an den, disoc’h ur « c’hrouidigezh neuronel » hervez an neurologour Jean-pierre Changeux. Ar matematikoù a vefe niveridigezh perzhioù gwiriekaet gant an objedoù termenet. Kalzig a vatematikourien a soñj e oa deus ar matematikoù a raok spered an den. Neuze aze, displeg un teorem nevez ne vije ket un ijinadenn met un dizoloadenn. Gwelet vez ar matematikoù evel un danvez eus ar spered na vez ket mesket gant ar wirionez. Padal ez eo ret implijout ar matematikoù evit ar skiantoù all.
Hervez Platon, ar matematikoù zo un doare da vont da rouantelezh ar menozhioù. Aristoteles a soñj e c’hellomp kompren an egor a drugarez d'ar matematikoù, rak renket int hervez lezennoù peurbadel ha peurvad. Hervez Marcia Ascher:“ Ar matematikoù n’o deus ket a dermenadenn resis. Evit lod ez eo ar pezh zo bet kelennet dezho er skolaj pe er skol-veur, evit lod all, ez eo tout ar pezh a ra kumuniezh vicherel kornogat ar matematikourien.“
Alain Connes : « n'haller kompren ar matematikoù nemet en ur implij anezho. »
Maxim Kontsevitch : « Ar matematikoù, zo un eil realded », « Ar matematikoù ‘zo un arz (ar pezh ne kompren ket ar publik). »
Henri Poincaré : « Ober matematikoù, zo reiñ anvioù heñvel da draoù disheñvel . »
[kemmañ] Da betra servij er vuhez pemdez:
Ar matematikoù a vez kavet hiriv an deizh en un toullad labourioù, hag e vez implijet a-wechoù hep gouzout da zen. Evit keginañ e vez implijet, da skouer, unanennoù evit anavout tolz an danvezioù a vez lakaet, pe evit sevel tiez e vez implijet reolennoù mentoniezh evit ober kornioù skouer da skouer,... Implijet e vez kalz ar matematikoù, hep soñjal a-wechoù zoken, er bed pemdeziek. Met ouzhpenn-se e vez implijet ar matematikoù er skiantoù, e fizik, e bevoniezh, e steredoniezh,... Hag ar matematikoù implijet ganto, pe dizoloet ganto zo eus ul live kalz uheloc'h eget ar re implijet en un doare pemdeziek, met er memes strollad a labour emaint memestra, daoust d'o disheñvelderioù a live hag a bal. Ouzhpenn al labourioù hon eus ezhomm eus matematikoù evit ur bern mekanikoù. An holl vekanikoù a ya en-dro gant tredan a implij matematikoù gant perzhioù ar Fizik e-keñver ar fonnder, ar resistañs,..., hag ouzhpenn d'o implij en doare-se, ez eus ezhomm matematikoù evit ar mekanikoù urzhiataer, rak eo graet ar mekanikoù-se gant jedadennoù dre an diaz 2 dre vras. Ar matematikoù a zo hag a zo bet a viskoaz ur benveg. Ur plas kreñv a zo gant ar benveg-se hiriv an deiz, hag e vez adkavet roudoù eus e implij en un toullad a doareoù disheñvel. Ur bed hep ar matematikoù : En ur bed hep ar matematikoù e vefe ur bern disheñvelderioù gant ar bed a hiziv : ne vefe stumm ebet gant an tiez, pe kentoc'h ur bern stummoù disheñvel hag ne vefe ket tu o envel, ur bern kudennoù e keñver ar c'henverzh, pe kenwerzh ebet hag an holl dud a rofe d'ar re all hep soñjal da gaout traoù en eskemm, rak ne vefe ket a ziforc'h a dalvoudegez etre ur rastell hag ur marc'h, pe ne vefe ket tu kontañ an dalvoudegezh-se, ne vefe ket heñvel an darempredoù etre an dud abalamour d'an diforc'h en doare da gaout boued pe traoù evit bevañ,... Med ouzhpenn ar cheñchamantoù a seurt-se e vefe kalz diorroetoc'h ar bed a hiriv e-keñver ar bed-se rak ne c'hellfe ket mont war-raok an holl labourioù hag a implij ar matematikoù, skiantoù fizikel, bevoniezh, urzhiataerezh,... An niver a dud a vev war an douar a vefe kalz bihanoc'h rak ne vefe ket aet kalz war-raok ar medisinerezh, hag ne vefe ket bet eus an treuskemm demografel, neuze ne vefe kement a gudennoù dour. Dre ma ne vefe ket tu sevel otoioù, ne vefe kement a gudennoù e-keñver an natur hag ar gazoù efed ti-gwer. Ne vefe ket kement a ouenn a loened o vont da get. Ne vefe ket mat tre evit omp, mab-den, hogen e vefe bet kalz gwelloc'h evit an natur an douar : ar bed hag e annezidi, neuze eo, en un doare dre fazi ar matematikoù ez eus kement a kudennoù gant an natur er bed a hiriv.
[kemmañ] Klozadur
Evit gellout respont d’ar goulenn (da betra servij ar matematikoù?) ez eo ret termeniñ ar ger matematikoù. Bez e c’hell kaout meur a dermenadenn disheñvel e keñver soñj an dud, e keñver ar mareoù pe e keñver al lec’hioù. Dre vras ar matematikoù o deus un efed war tost pep tra ma vije diaes ijinañ ur bed hep diouto.