Sarkofagenn
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Ur sarkofagenn zo un endalc'her maen, ur meni laouer, da lakaat ur c'helan pe un arched.
[kemmañ] Yezh
Dont a ra ar ger eus al latin sarcophagus, deuet diwar ar gregach "sarx" a dalvez "kig", hag eus "phagein" a dalvez "debriñ". Sarkofagenn a dalvez eta "debrer kig".
[kemmañ] Istor
Skrivañ a rae Herodotos, an istorour gresian eus ar Vvet kantved kent J.K., e veze benet ar sarkofagennoù kentañ en ur seurt maen ispisial a lakae kig ar c'helanoù a oa enne da vont buanoc'h da get. Ar sarkofagennoù graet gant maen-raz eus Assus e Troad anvet lapis Assius o dije bet ar perzh da lakaat ar c'horfoù lakaet enne da goazhañ, ha dre se e veze anvet ivez sarkophagos lithos (maen debrer-kig). Holl ar sarkofagennoù graet diwwar maen-raz o deus ar perzh-se muioc'h pe nebeutoc'h, hag en diwezh e voe implijet an anv-se evit envel an archedoù maen dre vras.
En Henegipt, e veze graet gant sarkofagennoù evit gwareziñ balzamegennoù an uhelidi, gant meur a charke lakaet e-barzh, an eil en egile. Graet e veze « neb ânkh » eus ar sarkofagenn, ar pezh a dalvez "Mestr ar vuhez" pa vez troet ger-ha-ger, hag e arouezie ur skaf e kredennoù Henegiptiz.