Herodotos
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Herodotos (e henc'hresianeg Ἡρόδοτος, Hêródotos), bet ganet war-dro 484 pe 482 kent J.-K. e Halikarnasos (trevadenn c'hresian a oa war damani Kariaiz), zo anvet Bodrum hiziv an deiz (Turkia), marvet war-dro 425 kent J.-K. e Thourioi, a oa un istorour gresian. Lesanvet eo bet « Tad an Istor » gant Cicero (Al Lezennoù, I, 1), met ivez eus an atersadennoù ; ouzhpenn se e seller outañ evel unan eus ar c'hentañ ergerzherien. Ar plaengomzour kentañ eo ivez zo deuet e oberenn betek ennomp.
An oberenn nemeti a anavezomp diwar e zorn zo anvet An Enklask, diwar an henc'hresianeg Ἱστορίαι, Historíai — da lâret eo « enklaskoù, ergerzhadennoù », eus ἵστωρ, « an hini a oar, a anavez ». Unan eus oberennoù hirañ an henamzer ez eo. Disklêriañ a ra ar c'hentañ pennad :
Ἡροδότου Ἁλικαρνησσέος ἱστορίης ἀπόδεξις ἥδε, ὡς μήτε τὰ γενόμενα ἐξ ἀνθρώπων τῷ χρόνῳ ἐξίτηλα γένηται, μήτε ἔργα μεγάλα τε καὶ θωμαστά, τὰ μὲν Ἕλλησι τὰ δὲ βαρϐάροισι ἀποδεχθέντα, ἀκλεᾶ γένηται, τά τε ἄλλα καὶ δι' ἣν αἰτίην ἐπολέμησαν ἀλλήλοισι.
« Herodotos Halikarnasos a ziskouez amañ disoc'hoù e Enklask e doare ma ne vo ket kaset gant an amzer eñvor oberoù an dud veur hag evit ma ne vo ket disoñjet ar c'hurioù bras kaset da benn pe gant ar C'hresianed pe gant ar Varbared ; Reiñ a ra ivez abegoù ar brezel a enebas an div bobl-se. »