See also ebooksgratis.com: no banners, no cookies, totally FREE.

CLASSICISTRANIERI HOME PAGE - YOUTUBE CHANNEL
Privacy Policy Cookie Policy Terms and Conditions
Sorabeg - Wikipedia

Sorabeg

Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor

Sorabeg
(Serbšćina)
Takad ar sorabeg
Perzhioù
Komzet e : Alamagn
Rannved : Lusatia (Saksonia, Brandenbourc'h)
Komzet gant : ~ 60 000
Renkadur : goude 100
Familh-yezh : Indez-Europek

 Yezhoù slavek
  Slaveg ar c'hornôg
   'Sorabeg

Statud ofisiel
Yezh ofisiel e : -
Akademiezh : hini ebet
Rizhouriezh
Urzh ar gerioù {{{urzh}}}
Frammadur silabek {{{frammadur}}}
Kodoù ar yezh
ISO 639-1 -
ISO 639-2 wen
ISO 639-3 {{{iso3}}}
Kod SIL WEN
Deuit da welet ivez Yezh.

Ur yezh slavek ar c'hornôg eo ar sorabeg (anvet ivez wendeg pe lusatieg), komzet e Lusatia (sorabeg uhel: Łužica; sorabeg izel: Łužyca, alamaneg: Lausitz) e reter Alamagn.

Div yezh unvan lennegel ez eus, implijet o-div dre skrid: ar sorabeg uhel (hornjoserbsce), komzet gant tro-dro da 55.000 den e Saksonia, ar sorabeg izel (dolnoserbski) komzet gant tro-dro da 14.000 den e Brandenbourg. Ur yezh en arvar da vont da get a zo eus ar sorabeg izel.

Komzet e vez ar yezh ivez gant un nebeudig annezidi a-orin Sorabed o chom e Lee County (Teksas, bet levezonet eno kalz kement gant an alamaneg hag gant ar saozneg.

Ur yezh divro eo ar sorabeg, en em gav dreist-holl e bro vBrandenbourc'h, e gevred an RDA gozh, war harzoù Polonia ha Tchekia. 30.000 ez eus anezho oc'h ober ganti bemdez hepken, strewet dre al "Land" penn-da-benn, en deus lakaet o yezh war an hevelep live hag an alamaneg hervez al lezenn, hogen er pleustr, eveljust, ez eo beuzet-mik ar sorabegerien e meurvor an alamanegerien hag e reont o-unan gant an alamaneg peurvuiañ en o darempredoù sokial er-maez eus an tiegezh hag eus ar relijion..

Taolenn

[kemmañ] Skolioù sorabek

Evel e Breizh ha Breizh Izel peurgent ez eus un nebeut skolioù sorabek a-berzh stad ... met poan a zo evit derc'hel ar skolioù-se en o sav hag e weler stourmerien o sevel o c'hein, met re nebeut, dres evel e Breizh. Kerent 'zo eta a grog en o barroù-livañ da... adlivañ o skol bublik dre ma n'eus ket arc'hant a-walc'h a-berzh ar Stad evit ar sorabeg.


[kemmañ] Perzh bras ar relijion gatolik er Su

Katoliked gredus ez eo ar sorabegerien-uhel betek vremañ. Marteze dre m'o deus gouzañvet yev ar gomunisted n'int ket bet levezonet c'hoazh da vat o buhezioù gant an danvezelouriezh pragmatek ? Bugale niverus ez eus peurvuiañ en o familhoù, ha se a zo daou dra liammet o laka mat a-ziforc'h diouzh an alamanegerien. Ur pardon bras e sorabeg o devez bep bloaz ma kemer perzh ennañ ur pemp mil bennak a dud.


[kemmañ] Slaved ha n'eo ket germaned

Evit gwir, e-touez an 60.000-se n'eus ket 5000 a gement a vefe emskiantek ha darev da stourm evit chom pezh ez int, met ar re a stourm ne stourmont ket evit un "divyezhegezh" ; ne lavaront ket "o deus ar gwir", Nann. Lavarout a reont hepken ez int pezh ez int hag ez eo mat evito bezañ evel-se : katoliged gredus, niverus o bugale, diforc'h mat o doareoù-bevañ diouzh hini an alamanegerien. En o bleud en em gavont ha ne c'houlennont nemet chom pezh ez int en ur vro n'eo ket dezho rak slaved ez eus anezho ha n'eo ket germaned.


[kemmañ] Liammoù diavaez


aa - ab - af - ak - als - am - an - ang - ar - arc - as - ast - av - ay - az - ba - bar - bat_smg - bcl - be - be_x_old - bg - bh - bi - bm - bn - bo - bpy - br - bs - bug - bxr - ca - cbk_zam - cdo - ce - ceb - ch - cho - chr - chy - co - cr - crh - cs - csb - cu - cv - cy - da - de - diq - dsb - dv - dz - ee - el - eml - en - eo - es - et - eu - ext - fa - ff - fi - fiu_vro - fj - fo - fr - frp - fur - fy - ga - gan - gd - gl - glk - gn - got - gu - gv - ha - hak - haw - he - hi - hif - ho - hr - hsb - ht - hu - hy - hz - ia - id - ie - ig - ii - ik - ilo - io - is - it - iu - ja - jbo - jv - ka - kaa - kab - kg - ki - kj - kk - kl - km - kn - ko - kr - ks - ksh - ku - kv - kw - ky - la - lad - lb - lbe - lg - li - lij - lmo - ln - lo - lt - lv - map_bms - mdf - mg - mh - mi - mk - ml - mn - mo - mr - mt - mus - my - myv - mzn - na - nah - nap - nds - nds_nl - ne - new - ng - nl - nn - no - nov - nrm - nv - ny - oc - om - or - os - pa - pag - pam - pap - pdc - pi - pih - pl - pms - ps - pt - qu - quality - rm - rmy - rn - ro - roa_rup - roa_tara - ru - rw - sa - sah - sc - scn - sco - sd - se - sg - sh - si - simple - sk - sl - sm - sn - so - sr - srn - ss - st - stq - su - sv - sw - szl - ta - te - tet - tg - th - ti - tk - tl - tlh - tn - to - tpi - tr - ts - tt - tum - tw - ty - udm - ug - uk - ur - uz - ve - vec - vi - vls - vo - wa - war - wo - wuu - xal - xh - yi - yo - za - zea - zh - zh_classical - zh_min_nan - zh_yue - zu -