See also ebooksgratis.com: no banners, no cookies, totally FREE.

CLASSICISTRANIERI HOME PAGE - YOUTUBE CHANNEL
Privacy Policy Cookie Policy Terms and Conditions
Wikipedia:Erbedennoù war live ar yezh - Wikipedia

Wikipedia:Erbedennoù war live ar yezh

Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor

[kemmañ] Saviad an daelioù war ar c'heriaoueg hag al liveoù yezh

Meur a savboent a sav etre ar vrezhonegerien desket e-keñver ar gerioù nevez hag an doare da heuliañ evit dibab anezho (da lavaret eo ar geriaouiñ).
Ma n'eo ket ket resevet gant an holl ar gerioù ijinet gant KIS-SADED er bloavezhioù 1970, un darn a zo bet degemeret en deskadurezh pa 'z eo gwir ez eus bremañ gerioù degemeret ez-ofisiel gant an Deskadurezh-Stad hag a vez kavet e levrioù, fichennoù ha pladennoù embannet gant Ti-Embann ar Skolioù (TES).
Dre vras, an dud a skriv gant an doare-skrivañ peurunvan, an doare-skrivañ ar muiañ implijet, o deus fiziañs er geriadurioù embannet gant Al Liamm (Roparz Hemon-Ronan Huon), an daou c'heriadur hollvrezhoneg An Here hag ar geriadurigoù embannet gant Mouladurioù Hor Yezh.
Mammennoù all a zo evel levrigoù Kreizenn ar geriaouiñ Diwan ha levrigoù Ofis ar Brezhoneg (ha e ziaraoger, Servij ar brezhoneg Skol Uhel ar Vro). Rummad an dud a ra gant an doare-skrivañ "skolveuriek" (hag ar re a ra gant an etrerannyezhel) na zegemer ket kalz a c'herioù implijet gant an dud o deus desket ar peurunvan.
Diforc'hoù a vez kavet ingal e kelaouennoù an daou du hag e geriadur Garnier (Dictionnaire breton, 1986).
Kostez ar skolveuriek e vez graet gant filozofi e-lec'h ma vez kavet filozofiezh e peurunvan, sivil e lec'h keodedel, liberet e lec'h dieubet, choaz e lec'h dibab hag all.

[kemmañ] Penaos ober er Wikipedia brezhonek?

Ne vo ket aes kompezañ an tabutoù war ar poentoù-se pa weler ne glask ket an tuadoù ar memes pal. Dre vras e klask un darn sevel ur yezh a c'hellfe tretiñ n'eus forzh peseurt tem hep implij ar gerioù galleg en noazh pe dreuzwisket. A-wechoù e vez degemeret gerioù galleg gwisket e brezhoneg (da skouer : teorienn evit théorie, met lod a ra gant damkaniezh) , a-wechoù ne vezont ket.
Tud ar "skolveurieg" hag an etrerannyezhel n'int ket chalet gant gerioù galleg treuzskrivet ken evezhiek ma 'z int e-keñver ar yezh komzet gant an darn-vrasañ eus ar vrezhonegerien a-vihanig ha lod anezho a lavar e reont gant "ar gwir brezhoneg".
Goude ur brezelig seizh miz-pad, e Miz c'hwevrer 2005, a zo bet gant an nebeud tud zo kroget da sevel ar Wikipedia brezhonek, e vo degemeret pep doare-skrivañ. Klasket e vo sevel ar "redirections" (adkasoù) evit doujañ da bep doare-ober.
Ur skoilh e vo evit hor Wikipedia pa ne vo ket posubl da'n nen ledanaat pe reizhañ ur pennad savet en un doare-skrivañ n'anavez ket. Ret e vo en em zizober ha dreist-holl displegañ e zibaboù/choazoù ha diskouez doujañs d'ar re all.


aa - ab - af - ak - als - am - an - ang - ar - arc - as - ast - av - ay - az - ba - bar - bat_smg - bcl - be - be_x_old - bg - bh - bi - bm - bn - bo - bpy - br - bs - bug - bxr - ca - cbk_zam - cdo - ce - ceb - ch - cho - chr - chy - co - cr - crh - cs - csb - cu - cv - cy - da - de - diq - dsb - dv - dz - ee - el - eml - en - eo - es - et - eu - ext - fa - ff - fi - fiu_vro - fj - fo - fr - frp - fur - fy - ga - gan - gd - gl - glk - gn - got - gu - gv - ha - hak - haw - he - hi - hif - ho - hr - hsb - ht - hu - hy - hz - ia - id - ie - ig - ii - ik - ilo - io - is - it - iu - ja - jbo - jv - ka - kaa - kab - kg - ki - kj - kk - kl - km - kn - ko - kr - ks - ksh - ku - kv - kw - ky - la - lad - lb - lbe - lg - li - lij - lmo - ln - lo - lt - lv - map_bms - mdf - mg - mh - mi - mk - ml - mn - mo - mr - mt - mus - my - myv - mzn - na - nah - nap - nds - nds_nl - ne - new - ng - nl - nn - no - nov - nrm - nv - ny - oc - om - or - os - pa - pag - pam - pap - pdc - pi - pih - pl - pms - ps - pt - qu - quality - rm - rmy - rn - ro - roa_rup - roa_tara - ru - rw - sa - sah - sc - scn - sco - sd - se - sg - sh - si - simple - sk - sl - sm - sn - so - sr - srn - ss - st - stq - su - sv - sw - szl - ta - te - tet - tg - th - ti - tk - tl - tlh - tn - to - tpi - tr - ts - tt - tum - tw - ty - udm - ug - uk - ur - uz - ve - vec - vi - vls - vo - wa - war - wo - wuu - xal - xh - yi - yo - za - zea - zh - zh_classical - zh_min_nan - zh_yue - zu -