See also ebooksgratis.com: no banners, no cookies, totally FREE.

CLASSICISTRANIERI HOME PAGE - YOUTUBE CHANNEL
Privacy Policy Cookie Policy Terms and Conditions
Caravaggio - Wikipedia

Caravaggio

Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor

Caravaggio
Caravaggio

Michelangelo Merisi da Caravaggio, anavezet gwelloc'h evel Caravaggio, a zo ul livour italian ganet d'an 29 a viz Gwengolo 1571 (da Ouel Mikael eta) e Milano, ha marvet d'an 18 a viz Gouhere 1610, er bloavezh end-eeun ma voe lazhet ar roue gall Herri IV.

Taolenn

[kemmañ] Un den, un arzour

Unan eus livourien ar skol "naturelouriezh" italian eo, enebet ouzh ar skol "manierista" a rene war ar XVIvet kantved. Adnevezet en deus an arz en e amzer ha kontet eo da vezañ unan eus ar c'hentañ arzourien barok.

Brudet eo al livour abalamour d'e arz evel d'e vuhez. Adalek 1600 e oa brudet e Roma evel un arzour dornet-kaer. Diwar neuze ne vankas ket al labour dezhañ. Nemet ar berzh a rae a save d'e benn.

Bet eo un den feuls, brusk, hoalus ha dañjerus, enebour d'an urzh, a veze armet, a ouie en em gannañ, hag a lazhas ouzhpenn un den. Kraouiet e voe meur a wech, peogwir e nac'he pourmen dizarm e straedoù Roma, goude ma oa difennet.

Ur pennad diwar e benn, e 1604, a ziskleir e zoare-bevañ tri bloaz a-raok, a gont "en devoa labouret e-pad pemzektez hag e oa aet da gantren, miz pe zaou, e gleze gantañ ouzh e gostez, ur mevel ouzh e heul, eus an eil sal-daéns d'eben, prest da glask kann pe tabut, ken ne veze ket aes kaout afer outañ ."[1]

E 1606 e rankas tec'hel eus Roma, pa oa klask warnañ abalamour m'en devoa lazhet un den en doa bet kann outañ.

E 1608 e oa enez Malta, ma'z eas en Urzh Malta, desket ma oa madik war ar relijion, met ne chomas nemet tri miz enni, taolet e voe er-maez anezhi dre m'en devoa lazhet ur c'hamarad eus an urzh.

Neuze ez eas da Naplez, e 1609, ma voe klasket e lazhañ, trawalc'h a enebourien en devoa evit se, hag ac'haleno da Sikilia, ma ne reas nemet gounit enebourien nevez ken na varvas e 1610.

Ilizoù nevez ha palezioù ec'hon a veze savet e Roma war-dro dibenn ar XVIvet ha deroù ar XVIIvet kantved, hag ezhomm a oa livadurioù. Edo an Iliz gant an Enepreform, ha klask a oa war-lerc'h ur gwir arz relijiel ac'h aje a-enep ar Brotestantiezh, hag evit se ne seblante ket dereat ken an doareoù-micher kozh (re ar Mannerismo), a bade abaoe kant vloaz, hag a gaved artifisiel.

Caravaggio a zegase nevezenti, gant e naturalouriezh, un doare-ober savet diwar pizhsellout hag implij chiaroscuro, sklêrijenn ha teñvalijenn.

Brud ha levezon en doe Caravaggio en e vuhez. Hogen ankounac'haet e voe er c'hantvedoù war-lerch e varv. Ret e voe gortoz ken an XXvet kantved evit dizoleiñ pegen kreñv en doa levezonet arz ar C'hornôg. Koulskoude eo bras e levezon war an doare-livañ nevez a deuas war-lerc'h ar "mannerismo", ar "baroko". Andre Berne-Joffroy, sekretour Paul Valéry, a lavare diwar e benn: "Pezh a grog gant labour Caravaggio n'eo nemet al livouriezh vodern."[2]

[kemmañ] E vuhez

[kemmañ] E oad tener(1571-1592)

Sant Pêr staget ouzh ar groaz (Caravaggio), 1601. Eoullivadur, 230 x 175 cm. Chapel Cerasi , Santa Maria del Popolo, Roma.
Sant Pêr staget ouzh ar groaz (Caravaggio), 1601. Eoullivadur, 230 x 175 cm. Chapel Cerasi , Santa Maria del Popolo, Roma.

Ganet e oa Caravaggio e Milano,[3]. E dad, Fermo Merisi, a oa merour-ti ha kinkler-ti da Francesco Sforza, markiz Caravaggio. E vamm, Lucia Aratori, a oa perc'henned he zud er memes kornad .

In 1576 ez eas an tiegezh da chom da g-Caravaggio, ur gêr vihan eus proviñs Bergama, evit tec'hel rak ar vosenn a rae he reuz e kêr Milano. Eno e varvas e dad, Fermo, bloaz goude, e 1577.

Krediñ a reer eo e Caravaggio e kreskas ar bugel, met daremprediñ ar re Sforza a rae e dud atav hag an tiegezh Colonna ivez. Tost e oa an div familh vras-se an eil ouzh eben, dimezioù a oa bet etre o bugale, ha skoazell a gavo Caravaggio diganto. Ar re g-Colonna a oa tud c'halloudus e kêr Roma, hag e-kreiz ur rouedad tud a roas skoazell d'an arzour pa voe en diaezamant.

D'e 13 vloaz, e 1584, ez eas da Vilano zeskiñ ar vicher livour gant Simone Peterzano, a lavare bout diskibl da d-Tizian. Ober a reas anaoudegezh a dra sur gant teñzorioù arzel kêr Milano, gant Ar Goan Ziwezhañ livet gant Leonardo da Vinci a dra sur, ha gant arz Lombardia dre vras, dezhañ un doare a roe talvoudegezh d'ar "sell didro hag an evezh ouzh ar munudoù naturel"[4], un arz a oa tostoc'h ouzh naturalouriezh Alamagn eget ouzh ar manierismo diouzh ar c'hiz e Roma.

Krediñ a reer e chomas ur pennad e Milano war-lerc'h echuet gantañ e bennad-diskibl, met marteze ez eas da Venezia hag e welas eno labour Giorgione, a voe lavaret goude ne rae nemet e varmouzañ, ha hini Tizian.

E 1589 e tistroas da g-Caravaggio betek marv e vamm, ken na voe rannet peadra an tiegezh en 1592. Neuze ez eas da Roma.

[kemmañ] Roma (1592-1600)

[kemmañ] Gant Cesari

Paotrig e banerad frouezh (Caravaggio), c. 1593. Eoulivadur, 67 x 53 cm. Galleria Borghese, Roma.
Paotrig e banerad frouezh (Caravaggio), c. 1593. Eoulivadur, 67 x 53 cm. Galleria Borghese, Roma.

War-dro hanter 1592 e tegouezhas e Roma, “en e noazh hag en ezhomm bras ... hep annez na boued ... diarc'hant.”[5] Bod en doa kavet gant ur mignon d'e diegezh, an Aotrou eskob Pucci. Evitañ e live hag e kopie taolennoù relijiel. Livañ a rae ivez e ti Cavalier d'Arpino, ul livour anavezet ivez evel il Giuseppino, ma reas eno oberennoù kentañ e yaouankiz: ar paotrig e banerad frouezh pe Bacchus yaouank klañv. Kaoz zo bet c'hoazh gant istorourien zo eus ur veaj da Venezia evit displegañ levezonioù veneziat war e arz, dreist-holl en daolenn diskuizh e-pad an dec'hadenn da Egipt, met netra sur n'eus bet prouet.


N'ouzer ket gwall vat petra a reas e-pad e vloavezhioù kentañ e Roma. Brud en doa da vezañ un den feuls, brusk, troet da glask kann, ret dezhañ tec'hel dirak al lezenn alies.

Un nebeud mizioù diwezhatoc'h e laboure evit al livour Giuseppe Cesari, e barr e vrud da neuze, livour muiañ karet ar pab Klemañs VIII, “o livañ bleunioù ha frouezh”[6]en e labouradeg. Eus ar mare-se ec'h anavezomp:

  • Paotr o peliat frouezh (e gentañ livadur anavezet),
  • ur Paotr e banerad frouezh , *ha Bacchus yaouank klañv , a lavarer e oa un emboltred graet war-lerc'h ur c'hleñved fall a echuas gant e zilez roet da Cesari.

An tri-se a ziskouez ar perzhioù a reas brud Caravaggio : studiet eo bet frouezh ar banerad gant ur c'helenner liorzhouriezh ha gallet en deus anavezout un torr war un delienn : "... a large fig leaf with a prominent fungal scorch lesion resembling anthracnose (Glomerella cingulata), emezañ."[7]

[kemmañ] Klask fred

Caravaggio a guitaas Cesari e miz Genver 1594, mennet ma oa da ober e dreuz e-unan. Bihan e oa aet e yalc'h , met neuze eo e reas anaoudegezh gant mignoned nevez evel al livour Prospero Orsi, an tisavour Onorio Longhi, hag an arzour yaouank (16 vloaz dezhañ) Mario Minniti. Gant Orsi e kavas dastumerien taolennoù ; gant Longhi e pleustras straedoù-kêr da noz, hag an emgannoù; Miniti a voe patrom meur a livadur, ha diwezhatoc'h e sikouras Caravaggio da glask fred e Sikilia.[8]

  • En daolenn al lenner-planedennoù, an hini gentañ a livas enni ouzhpenn un den, e weler Mario louzet gant ur jipsianez. Nevez-flamm e oa an tem-se e Roma, ha berzh a reas er c'hantvedoù war-lerc'h. Da c'hortoz ne voe gwerzhet ker.
  • Er C'hoarierien c'hartoù — ez eus ur paotr tapet gant c'hoarierien c'hartoù — marteze kentañ pennoberenn Caravaggio. Evel Al Lenner-Planedennoù e reas berzh bras, hag 50 eiladenn anezhi a chom. A zo abouesoc'h: sachañ a reas evezh ar c'hardinal Francesco Maria Del Monte, unan eus gwellañ anaoudeien el livouriezh e Roma. Evit Del Monte hag e vignoned arzgarourien binvidik, e reas Caravaggio un toullad livadurioù evel ar Ar Sonerien, Al Ludour, Bacchus, Paotr dantet gant ur glazard , ur skouer vat eus e zoare gwirheñvel, — gant Minniti ha paotred yaouank all.[9] Kalz a dabut zo bet diwar-benn an alan a heñvelgarouriezh a glever el livadurioù-se. [10]
Ar C'hoarierien c'hartoù, war-dro 1594. Eoullivadur war lien, 107 x 99 cm. Kimbell Art Museum, Fort Worth, Texas.
Ar C'hoarierien c'hartoù, war-dro 1594. Eoullivadur war lien, 107 x 99 cm. Kimbell Art Museum, Fort Worth, Texas.

Gwirheñvelouriezh avat a gaver en-dro en taolennoù dezho un danvez relijiel, ha speredelezh ivez. Da gentañ e-barzh Madalen oc'h ober pinijenn, ma welomp Mari Madalen pa dro kein ouzh he buhez pec'herez, en he c'hoazez war al leur, o ouelañ dourek, he bravigoù a-skign en-dro dezhi. “ne ziskoueze ket bezañ ul livadur relijiel tamm ebet ... ur plac'h en he c'hoazez war ur skavell goad izel o sec'hañ he blev ... Pelec'h e oa ar morc'hed ... ar glac'har... promesa arsilvidigezh?”[11]

E doare sioul Lombardia e oa, ha ne oa ket flamminus evel doare Roma d'an ampoent. Oberennoù all a voe en doare-se : Santez Katell, Marta ha Mari Madalen, Judit o tibennañ Holofern , a Aberzhidigezh Izaag, ur Sant Frañsez Assisi en e C'hoursav, hag ur Diskuizh e-kerzh an tec'h da Egipt.

Gant an oberennoù-se, goude ma ne voent gwelet nemet gant nebeud a dud, e kreskas brud Caravaggio e-metoù an anaoudeien hag e genarzourien. Met evit kaout brud da vat e oa ret kaout labour evit ar foran, ha kement-se ne deue nemet digant an Iliz.

[kemmañ] 'Brudetañ livour kêr Roma' (1600-1606)

Galvedigezh Sant Vazhev. 1599-1600. Eoullivadur war lien, 322 x 340 cm. Contarelli Chapel, San Luigi dei Francesi, Roma. Gant ar barr-heol o tont el livadur eu tu ur gwir brenestr eo diskouezet galvedigezh Sant Vazhev, korn-tro e vuhez hag e blanedenn, hep aelez o nijal, na koumoul o regiñ, na burzhudoù all.
Galvedigezh Sant Vazhev. 1599-1600. Eoullivadur war lien, 322 x 340 cm. Contarelli Chapel, San Luigi dei Francesi, Roma. Gant ar barr-heol o tont el livadur eu tu ur gwir brenestr eo diskouezet galvedigezh Sant Vazhev, korn-tro e vuhez hag e blanedenn, hep aelez o nijal, na koumoul o regiñ, na burzhudoù all.

En 1599, moarvat dre levezon Del Monte, e voe gopraet Caravaggio da ginklañ chapel Contarelli en iliz San Luigi dei Francesi (Sant Loeiz ar C'hallaoued). Kaoze a voe diwar-benn an div oberenn a voe gopraet evito, Merzherinti Sant Vazhev ha Galvedigezh Sant Vazhev, peurechuet e 1600. Teñvalijenn Caravaggio (chiaroscuro) a zegase skrij en e daolennoù, hag e daol-sell lemm e lakae nerzh ha from e-leizh. Diwar-benn labour Caravaggio, e-touez an arzourien all, e oa daou du splann. Darn a ziskulie fazioù, deuet diwar e c'hoant da livañ hervez an natur, hep ober tresadennoù; met an darn vuiañ a gane meuleudi dezhañ evel da salver an arz: "Livourien Roma neuze a oa troet gant an nevezinti, ar re yaouankañ a zeue war e dro, a gane meuleudi dezhañ dre ma oa an hini nemetañ a live hervez an natur, hag a selle ouzh e oberoù evel burzhudoù."[12]

Marv ar Werc'hez (munud). 1601 - 1606. Eoullivadur war lien, 396 x 245 cm. Louvre, Pariz.
Marv ar Werc'hez (munud). 1601 - 1606. Eoullivadur war lien, 396 x 245 cm. Louvre, Pariz.

Kenderc'hel a reas Caravaggio da zastum goproù uhel evit labourioù relijiel ma weled emgannoù, dibennañ tud, jahinañ, lazhañ. Peurvuiañ, gant pep taolenn nevez e kreske e vrud, met un toulladig a voe nac'het gant tud zo goude ma oant bet graet war o goulenn, hag a-wechoù e rankent bezañ adlivet, pe neuze e veze ret klask prenerien arall dezho. An dalc'h bras a oa hennezh: ma veze meulet nerzh dramatek e daolennoù gant lod e kave da lod all e oant awenet izel, gant danvez gros ar vuhez. [13] En e livadur kentañ eus Sant Vazhev hag an ael e weler ar sant evel ur c'houer moal e benn ha lous e zivhar, gant un ael-krennard gwisket skañv un tamm dibalamour; nac'het e voe an daolenn, ha ret hec'h adober, anvet neuze The Inspiration of Saint Matthew. Memes tra a c'hoarvezas gant The Conversion of Saint Paul, tra ma voe degemeret un eil doare eus ar memes danvez , anvet Conversion on the Way to Damascus, ma weler marc'h ar sant it featured the saint’s horse’s haunches far more prominently than the saint himself, prompting this exchange between the artist and an exasperated official of Santa Maria del Popolo: “Petra zo kaoz hoc'h eus lakaet ur marc'h er c'hreiz, ha sant Paol war an douar?” “Abalamour!” “Daoust ha Doue eo ar marc'h?” “N'eo ket, met e gouloù Doue emañ!”[14]

Other works included the deeply moving Entombment, the Madonna di Loreto (Madonna of the Pilgrims), the Grooms' Madonna, and the Marv ar Werc'hez . Gant istor an daou livadur-se e komprener penaos e voe degemeret arz Caravaggio hag e peseurt amzerioù e veve. Ar Grooms' Madonna, also known as Madonna dei palafrenieri, livet evit un aoter bihan en Iliz-Veur Sant-Pêr e Roma a chomas daou zevezh a-raok bout tennet. Ma voe skrivet gant sekretour ur c'hardinal: "In this painting there are but vulgarity, sacrilege, impiousness and disgust...One would say it is a work made by a painter that can paint well, but of a dark spirit, and who has been for a lot of time far from God, from His adoration, and from any good thought...".Patrom:Fact The Death of the Virgin, then, commissioned in 1601 by a wealthy jurist for his private chapel in the new Carmelite church of Santa Maria della Scala, was rejected by the Carmelites in 1606. Caravaggio's contemporary Giulio Mancini records that it was rejected because Caravaggio had used a well-known prostitute as his model for the Virgin;[15] Giovanni Baglione, another contemporary, tells us it was because of Mary's bare legs:[16] a matter of decorum in either case. But Caravaggio scholar John Gash suggests that the problem for the Carmelites may have been theological rather than aesthetic, in that Caravaggio's version fails to assert the doctrine of the Assumption of Mary, the idea that the Mother of God did not die in any ordinary sense but was assumed into Heaven. The replacement altarpiece commissioned (from one of Caravaggio's most able followers, Carlo Saraceni), showed the Virgin not dead, as Caravaggio had painted her, but seated and dying; and even this was rejected, and replaced with a work which showed the Virgin not dying, but ascending into Heaven with choirs of angels. In any case, the rejection did not mean that Caravaggio or his paintings were out of favour. The Death of the Virgin was no sooner taken out of the church than it was purchased by the Duke of Mantua, on the advice of Rubens, and later acquired by Charles I of England before entering the French royal collection in 1671. -->

Amor Vincit Omnia. 1602 - 1603. Eoullivadur war lien . 156 x 113 cm. Gemäldegalerie, Berlin. Livet eo  Kupidon evel an trec'hour war obererezh an dud : brezel, sonerezh, skiant, gouarnamant .
Amor Vincit Omnia. 1602 - 1603. Eoullivadur war lien . 156 x 113 cm. Gemäldegalerie, Berlin. Livet eo Kupidon evel an trec'hour war obererezh an dud : brezel, sonerezh, skiant, gouarnamant .

Un oberenn direlijiel all, Amor Vincit Omnia , a voe graet e 1602 evit Vincenzo Giustiniani, unan eus kelc'hiad Del Monte. Hervez ur c'hounskrid eus ar XVIIvet kantved e oa graet hervez patrom ur paotr anvet Cecco, da lavarout eo Francesco, marteze Francesco Boneri, un arzour anavezet er bloavezhioù 1610-1625 , anvet ivez Cecco del Caravaggio[17] o tougen ur wareg ha saezhoù Gwelout a reer an dalc'h en ul lec'h all, e gwirionez daouduek an oberenn : war un dro eo Kupidon ha Cecco, evel Gwerc'hezed Caravaggio a oa war un dro Mamm Jezuz ha kourtezanezed Roma a oa bet patromoù eviti.

[kemmañ] Harlu ha marv (1606-1610)

E 1606, war-lerc'h marv Tomassoni, e tec'has da zomani Colonna er c'hreisteiz da Roma, hag ac'haleno da Naplez e-lec'h m'edo Costanza Colonna Sforza, intañvez Francesco Sforza, o chom en ur palez ma voe degemeret evel mab an hini en doa bet karg e ti he fried. Ur breur he doa Costanza, Ascanio e anv, ha hennezh a oa kardinal-gwarezour rouantelezh Naplez, hag ur breur all dezhi, Marzio, a oa kuzulier besroue Spagn, hag ur c'hoar dezhi a oa dimezet da un den eus an tiegezh Carafa, a renk uhel e Naplez, un anaoudegezh a c'hallfe displegañ perak e voe roet kement a fret da Caravaggio er gêr-se.

Mab Costanza, Fabrizio Sforza Colonna, a oa Marc'heg Malta ha jeneral galeoù an Urzh, a seblant bezañ aozet e zonedigezh en enez e 1607 hag e dec'hadenn anezhi er bloaz goude. E palez Costanza e Naplez e voe o chom pa zistroas di e 1609. Kaoz eu an darempredoù-se a gaver en holl vuhezskridoù - da skouer hini Catherine Puglisi, "Caravaggio", p.258. Ha hini Helen Langdon, "Caravaggio: A Life", ch.12 ha 15, ha Peter Robb, "M", pp.398ff ha 459ff, a ro resisadurioù .</ref>

Dinac'hadenn Sant Pêr , war-dro 1610. Eoullivadur war lien,  94 x 125 cm. Metropolitan Museum of Art, New York. En damdeñvalijenn e weler ur vaouez o tiskouez Pêr gant daou viz, hag ur soudard o tiskouez anezhañ gant ur biz.  Sede penaos e klask  Caravaggio kontañ istor teir dinac'hadenn Pêr.
Dinac'hadenn Sant Pêr , war-dro 1610. Eoullivadur war lien, 94 x 125 cm. Metropolitan Museum of Art, New York. En damdeñvalijenn e weler ur vaouez o tiskouez Pêr gant daou viz, hag ur soudard o tiskouez anezhañ gant ur biz. Sede penaos e klask Caravaggio kontañ istor teir dinac'hadenn Pêr.

Ur vuhez diroll en deus bet Caravaggio . Brudet e oa e rioterezh, ha koulskoude ne oa ket ral ur seurt emzalc'h en e amzer!

Dibennidigezh sant Yann Vadezour , 1608. Oratory of the co-Cathedral of St John, Valletta.
Dibennidigezh sant Yann Vadezour , 1608. Oratory of the co-Cathedral of St John, Valletta.

E kalz a virdioù, en Amerika zoken (Detroit pe New York), e kaver livadurioù a-leizh graet e doare Caravaggio : un darvoud da noz, gouloù teñval, tud ordinal, livañ ar wirionez naturel. Livourien modern evel an Norvegad Odd Nerdrum pe an Hungarad Tibor Csernus ne guzhont ket o deus klasket kevezañ gantañ hag an Amerikan Doug Ohlson a zo anaoudek meurbet ouzh Caravaggio.


Ar filmaozer Derek Jarman en deus savet Caravaggio diwar-benn buhez an arzour; hag an arzour izelvroat Han van Meegeren en deus implijet taolennoù Caravaggio en e labour war ar Visti Gozh.

Ne chom nemet 50 taolenn diwar zorn Caravaggio en deiz a hiriv. Unan, The Calling of Saints Peter and Andrew, a zo bet anavezet n'eus ket gwall bell zo, hag adsavet. A-gostez e oa bet lakaet e Hampton Court, ma kave d'an dud e oa un eillivadur. Un toullad livadurioù gantaén zo bet kollet moarvat abaoe e varv. Richard Francis Burton an hini en deus skrivet diwar-benn "un daolenn eus ar Rozera Santel (e mirdi personel Dug meur Toskana) ma weled ur c'helc'hiad tregont den turpiter ligati" ha ne chom roud ebet anezhañ. Un daolenn all eus un ael a zo bet distrujet e-kerzh bombezadeg Dresden, ha ne chom nemet luc'hskeudennoù gwenn-ha-du anezhi.


Commons
Dafar ouzhpenn a-fed an tem-mañ a vez kavet e-barzh Wiki.Commons

[kemmañ] Footnotes

  1. Hervez Floris Claes van Dijk, a veve e Roma e 1601 d'ar c'houlz ma laboure Caravaggio eno, meneget e John Gash, "Caravaggio", p.13. Kavet e vo ar meneg kentañ a se e Het Schilder-Boek, gant Carl (pe Karel) van Mander, eus 1604, troet en e hed el levr "Caravaggio" gant Howard Hibbard. Kentañ meneg eus anv Caravaggio en un dihell eus e amzer e Roma eo gant hini Prospero Orsi evel keneiler en ur brosesion e miz Here 1594 en enor da Sant Lukaz (gwelout H. Waga "Vita nota e ignota dei virtuosi al Pantheon" Roma 1992, Appendix I, pp.219 ha 220ff). Kentañ danevell eus e vuhez e Roma a zo en un dihell eus an 11 a viz Gouhere 1597 pa voe test Caravaggio ha Prospero Orsi eus un torfed e-kichen San Luigi de' Francesi. (Gwelout "The earliest account of Caravaggio in Rome" gant Sandro Corradini ha Maurizio Marini, e-barzh The Burlington Magazine, pp.25-28).
  2. Meneget gant Gilles Lambert, en e levr "Caravaggio", p.8.
  3. Testeniekaet gant kavadenn ar baperenn-vadeziant eus parrez Santo Stefano in Brolo, e Milano, hervez L'Unità, February 26 2007.
  4. Rosa Giorgi, "Caravaggio: Master of light and dark - his life in paintings", p.12.
  5. Meneget hepmui e levr Robb, p.35, diazezet war skridoù Mancini, Baglione ha Bellori, a lavar o-zri e vevas e vloavezhioù kentañ e Roma er baourentez (menegoù izeloc'h).
  6. Giovanni Pietro Bellori, Le Vite de' pittori, scultori, et architetti moderni, 1672: "Michele a voe ret dezhañ mont da selvij ar Marc'heg Giuseppe d'Arpino, a roe dezhañ da labour livañ bleunioù ha frouezh en un doare ken tost d'ar wirionez ma voe tizhet ganto ar gened a geromp kement hiriv."
  7. Sellout ouzh ar pennad-mañ: Caravaggio's Fruit: A Mirror on Baroque Horticulture (Jules Janick, Department of Horticulture and Landscape Architecture, Purdue University, West Lafayette, Indiana)
  8. Catherine Puglisi, "Caravaggio", p.79. Longhi a oa gant Caravaggio da noz an emgann marvus gant Tomassoni; Robb, "M", p.341, a soñj edo Minniti ivez .
  9. Deskrivet e voe paotred Caravaggio gant an arzvarnour Robert Hughesevel "overripe bits of rough trade, with yearning mouths and hair like black ice cream."
  10. Donald Posner an hini kentañ, e-barzh "Caravaggio's Early Homo-erotic Works" (Art Quarterly 24 (1971), pp.301-26) o skrivañ diwar-benn doug Caravaggio d'ar grennarded ha levezon e vuhez reizhel war e arz. Ar vuhezskridourien heénvelgarourien a gav anat an aergelc'h a heñvelgarouriezh, met n'eo ket an holl a ya a-du gante. Ma klasker mont pelloc'h ganti war an hent-se e c'haller lenn Brian Tovar's "Sins Against Nature:: Homoeroticism and the epistemology of Caravaggio" Evit lenn ur savpoent kontrol, gwelout pennad Maurizio Calvesi, "Caravaggio" (ArtDossier 1986, en italianeg). Hervez Calvesi e kaver en oberennoù kentañ ar pezh a blije d'an Del Monte kentoc'h evit da g-Caravaggio's, en un amzer ma ne rene ket c'hoazh ar meizad a soñjoù personel.
  11. Robb, p.79. Robb is drawing on Bellori, who praises Caravaggio's "true" colours but finds the naturalism offensive: "Plijet e oa (Caravaggio) gant dizoloidigezh an natur, n'en doa ket ezhomm da implij e empenn pelloc'h."
  12. Bellori. Kenderc'hel a ra evel-henn: "[Al livourien yaouankañ] outdid each other in copying him, o tiwiskañ o fatromoù, oc'h uhelaat ar gouloù ; and rather than setting out to learn from study and instruction, each readily found in the streets or squares of Rome both masters and models for copying nature."
  13. For an outline of the Counter-Reformation Church's policy on decorum in art, see Giorgi, p.80. For a more detailed discussion, see Gash, p.8ff; and for a discussion of the part played by notions of decorum in the rejection of "St Matthew and the Angel" and "Death of the Virgin", gwelout Puglisi, pp.179-188.
  14. Quoted without attribution in Lambert, p.66.
  15. Mancini: "Thus one can understand how badly some modern artists paint, such as those who, wishing to portray the Virgin Our Lady, depict some dirty prostitute from the Ortaccio, as Michelangelo da Caravaggio did in the Death of the Virgin in that painting for the Madonna della Scala, which for that very reason those good fathers rejected it, and perhaps that poor man suffered so much trouble in his lifetime."
  16. Baglione: "For the [church of] Madonna della Scala in Trastevere he painted the death of the Madonna, but because he had portrayed the Madonna with little decorum, swollen and with bare legs, it was taken away, and the Duke of Mantua bought it and placed it in his most noble gallery."
  17. While Gianni Papi's identification of Cecco del Caravaggio as Francesco Boneri is widely accepted, the evidence connecting Boneri to Caravaggio's servant and model in the early 1600s is circumstantial. See Robb, pp193-196.

[kemmañ] Menegoù

[kemmañ] Mammskridoù

  • Giulio Mancini, Considerazioni sulla pittura, war-dro 1617-1621
  • Giovanni Baglione, Le vite de' pittori, 1642. A c'haller kavout enlinenn ivez.
  • Giovanni Pietro Bellori, Le Vite de' pittori, scultori et architetti moderni, 1672

[kemmañ] Levrioù diwar e benn

-e saozneg:

  • John Spike, e kenlabour gant Michèle Kahn Spike, Caravaggio with Catalogue of Paintings on CD-ROM, Abbeville Press, New York (2001) ISBN 978-0-7892-0639-8
  • John Gash, Caravaggio, Chaucer Press, (2004) ISBN 1904449220)
  • Rosa Giorgi, Caravaggio: Master of light and dark - his life in paintings, Dorling Kindersley (1999) ISBN 978-0-7894-4138-6
  • Howard Hibbard, Caravaggio (1983) ISBN 978-0-06-433322-1
  • Helen Langdon, Caravaggio: A Life, Farrar, Straus and Giroux, 1999 (original UK edition 1998) ISBN 978-0-374-11894-5
  • Gilles Lambert, Caravaggio, Taschen, (2000) ISBN 978-3-8228-6305-3
  • Alfred Moir, The Italian Followers of Caravaggio, Harvard University Press (1967) (ISBN not available)
  • Catherine Puglisi, Caravaggio, Phaidon (1998) ISBN 978-0-7148-3966-0
  • Peter Robb, M, Duffy & Snellgrove, 2003 amended edition (original edition 1998) ISBN 978-1-876631-79-6
  • Maurizio Calvesi, Caravaggio, Art Dossier 1986, Giunti Editori (1986) (ISBN not available)
  • Walter Friedlaender, Caravaggio Studies, Princeton: Princeton University Press 1955.

-e galleg:

  • Roberto Longhi, 1927, Caravage
  • Daniel Arasse, dans les chapitres qui lui sont consacrés dans plusieurs de ses livres.
  • Claude Esteban, L'Ordre donné à la nuit, Verdier, 2005.
  • Michel Hilaire, Caravage, le Sacré et la Vie, Le Musée miniature, Herscher (33 zaolenn displeget)

[kemmañ] Liammoù diavaez

Buhez al livour

[kemmañ] Pennadoù a bep seurt

[kemmañ] Oberennoù

Sede ul listenn eus e oberoù.

  • Fanciullo con canestro di frutta (1593 - 1594) - Galleria Borghese, Roma.
  • Bacchino malato (1593 - 1594), eoullivadur - Galleria Borghese, Roma.
  • I bari (1594) - Kimbell Art Museum, Fort Worth.
  • San Francesco in estasi (1594 - 1595) - Wadsworth Atheneum, Hartford, Connecticut.
  • Maddalena penitente (1594 - 1595) - Galleria Doria Pamphilj, Roma.
  • Concerto (1595) - Metropolitan Museum of Art, New York.
  • Suonatore di liuto (1595 - 1596)- Mirdi ar Peniti, Sant Petersbourg.
  • Ragazzo morso da un ramarro (1595 - 1596) - Fondazione Longhi, Firenze.
  • Riposo durante la fuga in Egitto (1595 - 1596) - Galleria Doria-Pamphilj, Roma.
  • Buona ventura, (1596-1597)- Musei Capitolini, Roma.
  • Bacco (1596 - 1597) - Galleria degli Uffizi, Firenze.
  • Buona ventura (1596 - 1597) - Musée du Louvre, Paris.
  • Santa Caterina d'Alessandria (1597) - Museo Thyssen-Bornemisza, Madrid.
  • Canestra di frutta (1597 - 1598) - Pinacoteca Ambrosiana, Milano.
  • Davide e Golia (1597 - 1598) - Museo del Prado, Madrid.
  • Testa di Medusa (1598) - Galleria degli Uffizi, Firenze.
  • La vocazione dei santi Pietro e Andrea (1598) - Hampton Court Palace, Royal Gallery, Londra.
  • Cristo alla colonna (1598) - Cantalupo Sabino (Rieti), Palazzo Camuccini
  • Giuditta e Oloferne (1599) - Palazzo Barberini, Roma. Gwelout Judit ha Holofern (arz)
  • Narciso (1599) - Palazzo Barberini, Roma.
  • Vocazione di San Matteo (1599 - 1600) - Cappella Contarelli, Chiesa S.Luigi dei Francesi, Roma.
  • Martirio di San Matteo (1600 - 1601) - Cappella Contarelli, Chiesa S.Luigi dei Francesi, Roma.
  • Conversione di san Paolo (1600) - collezione privata Odescalchi, Roma.
  • Conversione di San Paolo (1600 - 1601) Cappella Cerasi, Chiesa S.Maria del Popolo, Roma.
  • Crocefissione di San Pietro (1600 - 1601) - Cappella Cerasi, Chiesa S.Maria del Popolo, Roma.
  • Incredulità di San Tommaso (1600 - 1601) - Bildergalerie, Potsdam.
  • Cena in Emmaus (1601) - National Gallery, Londra.
  • San Matteo e l'angelo (1602) - Cappella Contarelli, Chiesa S.Luigi dei Francesi, Roma.
  • Cattura di Cristo (1602), - National Gallery of Ireland, Dublino.
  • Coronazione di spine (1602-1603), - Galleria di Palazzo degli Alberti, Prato.
  • Amor Vincit Omnia (1602 - 1603), olio su tela - Staatliche Museen, Berlino.
  • San Giovanni Battista (1602) - Pinacoteca Capitolina, Roma.
  • Deposizione (1602 - 1604) - Pinacoteca Vaticana, Roma.
  • Incoronazione di spine (1603) - Kunsthistorisches Museum, Vienna.
  • Sacrificio di Isacco (1603 - 1604) - Galleria degli Uffizi, Firenze.
  • Morte della Vergine (1604) - Mirdi al Louvre, Pariz.
  • Madonna dei Pellegrini (1604 - 1606) - Chiesa di S. Agostino, Roma.
  • Madonna dei Palafrenieri (1605 - 1606) - Galleria Borghese, Roma.
  • San Francesco in meditazione (1605) - Chiesa di S.Pietro, Carpineto Romano, in deposito presso Galleria Nazionale d'Arte Antica, Palazzo Barberini, Roma.
  • Sacra famiglia con San Giovanni Battista (1605 - 1606) - Coll.privata, Caracas, in deposito al Metropolitan Museum, New York.
  • San Gerolamo (1605 - 1606) - Galleria Borghese, Roma.
  • San Francesco in preghiera (1605 - 1606) - Museo Civico, Cremona.
  • Davide con la testa di Golia (1605 - 1606) - Galleria Borghese, Roma.
  • Cena in Emmaus (1606) - Pinacoteca di Brera, Milano.
  • Madonna del Rosario (1607) - Kunsthistorisches Museum, Vienna.
  • Davide con la testa di Golia (1607) - Kunsthistorisches Museum, Vienna.
  • Salomè con la testa del Battista (1607) - Palazzo Reale, Madrid.
  • Sette opere di Misericordia (1607) - Pio Monte della MIsericordia, Napoli.
  • Crocefissione di Sant'Andrea (1607) - Museum of Art, Cleveland.
  • Flagellazione (1607) - Musée des Beaux Arts, Rouen.
  • Flagellazione di Cristo (1607 - 1608) - Museo di Capodimonte, Napoli.
  • Ritratto di Alof de Wignacourt (1608) - Museo del Louvre, Parigi.
  • Ritratto di fra Antonio Martelli, Cavaliere di Malta (1608 - 1609) - Galleria Palatina di Palazzo Pitti, Firenze.
  • Decollazione di San Giovanni Battista (1608) - Museo della Co-Cattedrale di S. Giovanni, La Valletta, Malta.
  • S.Girolamo scrivente (1608) - Museo della Co-Cattedrale di S.Giovanni, La Valletta, Malta,
  • Amore dormiente (1608) - Galleria Palatina di Palazzo Pitti, Firenze.
  • Seppellimento di Santa Lucia (1608) - Chiesa di S. Lucia, in deposito presso la Galleria Regionale di Palazzo Bellomo, Siracusa.
  • Resurrezione di Lazzaro (1609) - Museo Nazionale, Messina.
  • Adorazione dei pastori (1609) - Museo Nazionale, Messina.
  • Annunciazione (1609-1610), Musée des Beaux-Arts, Nancy.
  • Negazione di San Pietro (1609 - 1610) - Metropolitan Museum, New York.
  • Martirio di Sant'Orsola (1609 - 1610) - Galleria di Palazzo Zevallos Stigliano (sede museale di Banca Intesa Sanpaolo), Napoli.
  • S.Giovanni Battista (1610) - Galleria Borghese, Roma.

[kemmañ] Opere attribuite

  • Conversione della Maddalena (Marta e Maddalena), - Detroit Institute of Arts, Detroit.
  • Suonatore di liuto, - Metropolitan Museum, New York.
  • Il sacrificio di Isacco, - Piasecka-Johnson Collection, Princeton.
  • S. Giovanni Battista, - Nelson Gallery, Kansas City.
  • S.Giovanni Battista, - Palazzo Corsini, Roma.
  • Ragazzo morso da un ramarro,- National Gallery, Londra.
  • Ecce Homo, - New York, Cortez Collection.
  • San Giovannino alla sorgente, - Roma, Collezione privata.
  • San Giovannino alla sorgente con agnello, - Collezione privata.
  • Ecce Homo, Genova, - Galleria di Palazzo Rosso.
  • Salomè con la testa del Battista, National Gallery, Londra.
  • Salomè con la testa di san Giovanni nel bacile, - Collezione privata.
  • Giove, Nettuno e Plutone, olio su muro, Casino della Villa Ludovisi, Roma (piano nobile, soffitto di un piccolo ambiente di passaggio alla Sala della Fama del Guercino).
  • Ritratto di Paolo V, Palazzo Borghese, Roma.
  • Ritratto di Maffeo Barberini, Galleria Corsini, Firenze.
  • S.Girolamo, Monastery, Montserrat.


Oberennoù Caravaggio a c'haller gwelout er bajenn Mirdi brezhonek Caravaggio


aa - ab - af - ak - als - am - an - ang - ar - arc - as - ast - av - ay - az - ba - bar - bat_smg - bcl - be - be_x_old - bg - bh - bi - bm - bn - bo - bpy - br - bs - bug - bxr - ca - cbk_zam - cdo - ce - ceb - ch - cho - chr - chy - co - cr - crh - cs - csb - cu - cv - cy - da - de - diq - dsb - dv - dz - ee - el - eml - en - eo - es - et - eu - ext - fa - ff - fi - fiu_vro - fj - fo - fr - frp - fur - fy - ga - gan - gd - gl - glk - gn - got - gu - gv - ha - hak - haw - he - hi - hif - ho - hr - hsb - ht - hu - hy - hz - ia - id - ie - ig - ii - ik - ilo - io - is - it - iu - ja - jbo - jv - ka - kaa - kab - kg - ki - kj - kk - kl - km - kn - ko - kr - ks - ksh - ku - kv - kw - ky - la - lad - lb - lbe - lg - li - lij - lmo - ln - lo - lt - lv - map_bms - mdf - mg - mh - mi - mk - ml - mn - mo - mr - mt - mus - my - myv - mzn - na - nah - nap - nds - nds_nl - ne - new - ng - nl - nn - no - nov - nrm - nv - ny - oc - om - or - os - pa - pag - pam - pap - pdc - pi - pih - pl - pms - ps - pt - qu - quality - rm - rmy - rn - ro - roa_rup - roa_tara - ru - rw - sa - sah - sc - scn - sco - sd - se - sg - sh - si - simple - sk - sl - sm - sn - so - sr - srn - ss - st - stq - su - sv - sw - szl - ta - te - tet - tg - th - ti - tk - tl - tlh - tn - to - tpi - tr - ts - tt - tum - tw - ty - udm - ug - uk - ur - uz - ve - vec - vi - vls - vo - wa - war - wo - wuu - xal - xh - yi - yo - za - zea - zh - zh_classical - zh_min_nan - zh_yue - zu -