See also ebooksgratis.com: no banners, no cookies, totally FREE.

CLASSICISTRANIERI HOME PAGE - YOUTUBE CHANNEL
Privacy Policy Cookie Policy Terms and Conditions
Sikhegezh - Wikipedia

Sikhegezh

Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor

Image:32px-Labour_zo.png Labour zo d'ober c'hoazh a-raok peurechuiñ ar pennad-mañ. Ma fell deoc'h reiñ un tamm skoazell, krogit e-barzh. Mar karfec'h reiñ hoc'h ali ha netra ken, grit 'ta e pajenn ar gaozeadenn.



Sikhegezh

Istor Sikhiouriezh
Kredennoù sikh
Sikh

Ar C'hurued Sikh

Bhagatoù Sikh

Tud dibar sikh arall

Predouriezh
Kredennoù
Talvoudegezhioù · Berzioù
Teknikoù
Neuzioù arall · Bani

Kustumoù sikh · Roll

Skriturioù
Guru Granth Sahib
Adi Granth · Dasam Granth

Rummadoù
Termennoù sikh · Kustumoù
Istor · Category:Familh ar c'hurued sikh
Gurdwara · Lec'hioù · Politikouriezh


Ar sikhegezh (pandjabeg: ਸਿੱਖੀ sikkhī) a zo ur relijion a zeraouas e-pad ar XVIvet kantved en India ar gwalarn gant gant kelennadenn Guru Nanak Dev hag an nav guru denel a zeuias war-e-lerc'h. Gant hec'h izili e vez anvet ar relijion Sikh Gurmat (kelennadenn ar c'hurued) pe Sikh Dharma. Sikhegezh a zeu eu ar ger sikh a zeu eus ar sanskriteg śiṣya - studier, diskibl. Ar sikhed a fum ar pempvet kumuniezh relijiel er bed.

Kredenn pennañ ar Sikhegezh a zo feiz en un Doue nemetañ Vāhigurū hag a vez arrouezet gant an ēk ōaṅkār.. Kavout a ra d'ar Sikhed e tleer kerc'haat ar salud dre brederiañ a-zivout anv ha kemennad Doue. Dezho eo ret da heuliañ kelennadenn an dek Gurued Sikh hag o levr santel - ar Gurū Granth Sāhib - hag a endalc'h oberennoù meur a skrivagnerien diwar-benn dañvezioù liesek. Divizet e voe gant an dekvet guru, Gobind Singh e vo guru diwezhañ ar Khalsa Panth.

E kreizenn sevenadur ar Penjab emañ ar Sikhegezh.

Bez ez eus 23 milion a sikhed er bed met an darn vrasañ anezho a vev e stad Penjab, en India.

Taolenn

[kemmañ] Kredennoù

E hengoun relijiel norzh India emañ gwrizioù ar Sikhegezh. Pouezhus tre e oa hengoun ar Sant Mat e kelennadurezh diazezer ar Sikhegezh, Nanak. Levzonet e oa hemañ gant doktrin Kabir, gant ar Vaichnaviegezh (ar Bhakti dreist holl) ha gant ar Soufiegezh. En em ziforc'h a ra ar Sikhegezh eus ar Vaichnaviegezh dre he nac'hadenn an idoloù avat, doktrin an avatared hag ar pouez a ro d'an deoliezh diabarzh. Embreg ar sikhegezh a vefe diaesoc'h eget hini ar [[Bhakti]].

Gant klaskourien e oa bet livet ar Sikhiegezh evel ur feiz dizalc'h pe ur relijion sunc'hretek a gengejfe elfennadurioù eus an Hindouegezh hag an Islam. Ar Sikhed a gred e voe roet o relijion dezho gant Doue hag ar vennozh a vefe ar sikhegezh ur relijion sunc'hretek herveti a vez kavet kunujennus gant lod anezho.

[kemmañ] Doue

Er Sikhegezh eo Doue - anvet Vāhigurū - distumm, peurbad ha nann-sellet. Livañ a reas Vāhigurū evel ur c'houer, nemetañ, personel ha trehont. Da gavout ar salud e tle ar c'hreder perc'hennañ ur feiz hag un darempred don gantañ.

Hollvezañt ha difin eo Doue ha livet eo gant an dermenn ēk ōaṅkār. Kent krouidigezh ar bed na oa nemet Doue hag e youl difin ([[hukam]]. Pan hen c'hoantas e voe ar bed a-bezh krouet. Adalek-se e vagas Doue karantez an dud evit ar maya.

Tra ma ne c'hell ket an dud kompren Doue penn-da-benn en-doa skrivet Nanak e c'helle kaout un anaoudegezh darnel anezhañ. Bezañt eo Doue e-barzh E holl grouidigezh ha gwellus eo evit ar re zihunet. Hevez Nanak e tle bezañ gwelet gant al "lagad diabarzh" per ar "galon". Dleout a ra ar grederien prederiañ da vont war-raok war hent ar sklerijenn. Ur pouez bras a roe d'ar brederiadenn rak aotren a ra an dud da gaout darempred gant Doue. Reizh ebet en-deus Doue ha, hervez, Nanak, en-deus krouet ar vuhez war meur a ved.

[kemmañ] Kavoud ar salud

Ur sikh e-kichen an Harimandir Sahib.
Ur sikh e-kichen an Harimandir Sahib.

Kelennadur Nanak n'eo ket diazezet war ar vennozh a baradoz pe ag infern. E bal a zo un unvaniezh bersonel gant Doue hag a vlen d'ar salud. An diarbennoù pennañ war hent ar salud-mañ a zo an diemglevioù hag ar garantez evit traoù ar bed. An traoù-se a vac'h an dud e-barzh un heuliad difin ag adc'hanidigezhioù. ar karma eo anvet ar meiziad-mañ.

Ar maya - touell pe diwirionez - a zo unan eu an diarbennoù pennañ ouzh ar salud. Distroet ez eo an dud eus an deoliezh gant dudioù bedel na roont nemet plijadurioù touellek. Evit Nanak, avat, e oa diwirionez ar bed neveutoc'h pouezus eget hini e dalvoudegezhioù. Levezon an ego, ar c'hounnar, ar gwallc'hoant, ar c'hoantegezh ha karantez evit an traoù bedel - anvet ar pemp droug - a zo noazus pergen. Tonkad an dud c'hloazus d'ar pemp droug a zo an disrannidigezh digant Doue hag un deoliezh kreñv eo ar remed nemetañ. Hervez Nanak eo didalvez an deoliezh divaez (emgastizerezh, pirc'hirindedoù, lidoù). Eus ar galon hag ar spered e tle an deoliezh wir dont.

Al lid pennañ eo ar Nām Japō, ur brederiadenn a adlavarer difin anv Doue en he fad. Ur c'hustum boutin eo eo Indi da adlavarout anv Doue pe ur silabenn sakr met ar relijion sikh a bouez war zoare personel al lid. Ma'z eo graet mat e tizh ar [[Nām Japō]] d'an unvaniezh gant Doue , ar Sach Khand.

Un darn bouezus Sikegiezh eo ar kirat karō, ar redi evit pep kreder da labourat gant dezo ha da bleustriñ da vezañ gouestl da wareziñ ar re wanoc'h. Dezhañ eo ret kout ur gweled gwellwelus ha laouan ar vuhez, un dra a anve Nanak caṛdī kalā ha rannañ e draoù gant ar gummuniezh (Vaṇḍ chakkō).

[kemmañ] An dek Guru hag an aotrouniezh relijiel

Eus ur ger sanskritek a dalvez "kelenner" pe bleinier e teu an dermenn guru. Gant dek guru e voe diazezet ar sikhiegezh etre 1469 ha 1708. Ledanaat ha kreñvaat a reas pep guru ar c'hemennad lezet gant e ziagentourien. Guru Nanak Dev a oa ar guru kentañ tra ma voe Gobind Singh an hini diwezhañ. Kent e varv e tekredas e vefe ar Gurū Granth Sāhib guru-dibenn ar sikhed.

Goude marv Nanak e teuas lankad pouezusañ krouidigezh ar relijion sikh. Diskibien en-doa Nanak met aozadur ebet en-doa savet. Ur gummuniezh wir a grogas Guru Angad da sevel dre grouiñ lidoù ispisial evit ar ganidigezhioù, an euredoù hag an obidoù. Un urzhaz a veleien (manj).

Erle'hier Guru Angad, Guru Amar Das a ziazezas Amritsar ma'z eo lec'hiet an Harimandir Sahib. E vab yaouankañ, Guru Arjun a yeas da c'huru goudezañ. Eñv eo a gendastumas ar skriturioù sikh. Bac'het ha lakaet d'ar mav e voe gant an impalaeriez Vughol a stourme ouzh ar relijion nevez. E varv a vroudas e erlec'hierien da sevel un aozadur milourel ha politikel barrek da zifenn ar c'hummuniezhioù sikh.

Ar c'hwec'hvet guru, Guru Hargobind, a grouas un ensavadur ispisial da gemer divizioù e-pad un enkadenn, an Akal Takht, a zo e sez a-dal an Harimandir Sahib. Ar Sarbat Ḵẖālsā en em vod en Akal Takht e-pad gouellioù'zo evel ar Vaisakhi pe an Diwali ha pan eus divizioù da gemer. Ur gurmatā a zo un diviz kemeret gant ar Sarbat Ḵẖālsā dirak ar Gurū Granth Sāhib. Dleout a ra ur gurmatā sellout ouzh pennaennoù diazezel ar relijion sikh ha d'an holl siked eo ret da sentiñ outañ.

[kemmañ] Istor

Guru Nanak Dev.
Guru Nanak Dev.

Guru Nanak Dev, diazezer ar Sikhegezh, a oa bet ganet e Rāi Bhōi dī Talvaṇḍī, ur geriadenn anvet Nankana Sahib hiziv ha lec'hiet e-kichen Lahore, er pezh a zo Pakistan hiziv. Ur patwari e oa e dad Mehta Kalu . E vam a oa Tripta Devi . Ur c'hoar en-doa, Bibi Nanaki. E gerent a oa C'hatried eus ar c'hlan Bedi. Teoget gant ar relijion e oa Nanak pa oa ur paotr yaouank hag e c'hoant a anaoudigezh a zegasas anezhañ da vont kuit eus e gêr. E-pad ar maread(se, war a larer, e kejas Nanak gant Kabir (1440–1518), un den santel azaouezet gant tud a veur a feiz.

Hervez an hengoun e yeas Nanak diwar wel pa oa 30 bloaz. E-pad un nebeut a zevezioù e kreded e oa beuzet en ur stêr lec'hiel, Kali Bein hec'h anv. Distreiñ a reas tri devez goude-se ha respontiñ a reas d'ar goulennoù "nā kō hindū nā kō musalmān" - n'eus hindou ha muzulman ebet. Adalek an ampoent-se eo e krogas Nanak da kelenn ar pezh a furmo diaz ar sikhegezh. Daoust m'az eus tabud diwar-benn an hent en-doa heuliet e kreder en-deus graet pevar beaj bras. An hini kentañ a vleiniaa anezhañ e Assam ha Bengal, an eil e Sri-Lanka, an trede e Kachmir, Ladac'h ha Tibet hag an hini pevare en Arabia.

Gant Sulakhni, merc'h ur marc'hadour riz eus Batala, e oa dimezet ha daou vab en-doa. An hini koshañ, Sri Chand, a oa un emgastizer hag a diazezas sektenn an Udasied. An hini yaouankañ, Lakshmi Das, a choazas ar vuhez vedel. Evit Nanak, a grede en rāj maiṁ jōg (diseblanted er vuhez vedel), ne oant ket barrek da vont da c'hurued.

[kemmañ] Kresk ar gummuniezh

E 1571 e choazas Nanak Lahiṇā, unan eus e ziskibl, evel e erlec'hier. En em adenel a reas Guru Angad ha d'an eil guru eus ar sikhed e yeas. Daoust ma ne oa Sri Chand un den sklouf e c'hoanage an Udasied e yefe da c'huru goude e dad. Nac'hañ a reas da zegemer diviz Nanak. Oc'h heuliañ alioù Nanak e yeas kuit Guru Angad eus Kartarpur, lec'h ma veze o chom gant Nanak ha da Khadur, lec'h ma veve e wreg, e yeas. Aze e chomas betek ma voe barrek da adunvaniñ ar gummuniezh. Kenderc'hel a reas Angad labour Nanak ha reizhañ a reas ar Skritur gurmukhi.

D'an trede guru e yeas Guru Amar Das e 1552. D'ur greizenn relijiel bouezus e lakaas Goindval ha prezegiñ a reas e-keñver kevatalder ar reizhoù. Difenn a reas ar sati hag ar purdah ha broudañ a reas al langar. Goulenn a reas ouzh an holl a zeue d'e welout da germer perzh ennañ. Stummañ a reas 146 abostol, hag a oa 52 maouez en o zouez. E lezvad Jēṭhā e anvas da vleiniañ ar gummuniezh war e lerc'h.

Da C'huru Ram Das e yeas Jēṭhā. Eñv eo a ziazezas Ramdaspur hag a yafe diwezhatoc'h da Amritsar. E 1581 e yeas e vab yaouankañ d'ar bempvet Guru dindan anv Guru Arjun. Eñv a savas ar Harimandir Sahib (anvet ivez an azeuldi alaouret) ha krogiñ a reas da brientiñ an Ādi Granth dre zastumañ skridoù ar c'hurued diraog. Boureviet ha lazhet e oa gant an impalaer Moghol Jahangir e 1606 peogwir en-deus harpet ur skraper ha nac'het da gemm an Ādi Granth.

[kemmañ] Krouidigezh ur gummuniezh bolitikel

Da c'hwec'vet guru e yeas Guru Hargobind. Daou gleze a zouge, unan evit ar galloud speredel hag unan arall evit ar galloud amzeriat (anvet mīrī ha pīrī er sikhegezh). D'ur gummuniezh dizalc'h gant ul lu barrek d'o difenn e yeas ar sikhed. E 1644 e yeas Guru Har Rai da c'huru, war-e-lerc'h e teuas Guru Har Rai. Ar gwerzioù kenaozet gento na oant ket bet lakaet ellevr santel eus ar sikhed.

Da c'huru e yeas Guru Tegh Bahadur e 1665 ha ren a reas ar sikhed betek ma voe lakaet d'ar marv gant Aurangzeb peogwir eñ-doa gwarezet Hindoued ha nac'het da vont da vuzulman. E vab, Gobind Rai, a ren war-e-lerc'h. Gobind Rai, na oa nemet nav blaovezh pa yeas da c'huru dindan anv Gobind Singh a vilourekaas muioc'h c'hoazh ar siked. Badezet e voe gant ar Pañj Piārē ha krouiñ a reas ar Khalsa e 1699. An dizemglev gant an impalaeriezh Voghol a gendalc'has ha goude en-doa lazhet Aurangzeb pevar eus e vibien e kasas Gobind Singh ar Zafarnāmā dezhañ.

Un tammig kent e varv e tzivas Gobind Singh e vefe ar Gurū Granth Sāhib guru nemetañ ar sikhed. An aotrouniezh vedel a roas d'ar Khalsa. Banda Bahadur, un emgastizer e kargas da gastizañ ar re o-doa heskinnet ar sikhed. Goude marv e Gobind Singh da benn al lu sikh. Lakaet d'ar marv e voe gant Jahandar Shah goude m'en-doa nac'het da vont d'ur muzulman.

Goude diskarr an impalaeriezh Voghol e yeas ar sikhed d'un nerzh galloudus en India. Ur riez sikh a ziazezas Maharaja Ranjit Singh er Penjab. Lahore e voe e hêrbenn hag en em astenn a rae betek tremenlec'h Kaiber. Goude e varv e tiskaras, avat, ha gant ar saozon e voe staget goude ar brezelioù saoz-sikh.

Harpañ a reas ar sikhed ar C'hendalc'h Broadel Indian met krouiñ a rejont ivez aou aozadur da wareziñ o interestoù : ar Shiromani Gurdwara Prabandhak Committee hag ar Shiromani Akali Dal. E-pad disrannadur India e 1947 e voe lazhet miliadoù a sikhed ha ret e voe da vilionoù arall da dec'hout o mammvro. Daoust ma'z eo aet Penjab d'ar stad pinvidikañ en India goude an Dispac'h Glaz e krogas ur strollad eus sikhed bleiniet gant Jarnail Singh Bhindranwale da stourm evit ur stad sikh dizalc'h, ar Khalistan.

[kemmañ] Levrioù Santel

Daou levr santel o-deus ar sikhed : ar Gurū Granth Sāhib hag an Dasam Granth.

[kemmañ] Adi Granth

War a greder e voe skrivet an Adi Granth gant Bhai Gurdas dindan goursell Guru Arjun etre 1603 ha 1604. Er Skritur gurmukhi e vez skrivet. Homañ a voe krouet da wareziñ kelennadurezh ar c'hurued Sikh. D'an amzer ma voe skrivet an Adi Granth e oa kinniget galloud Arjun gant dalc'hidi Prithi Chand, e vreur ha keveler.

Dornskrid orin an Adi Granth a vez anvet kartārpur bī ha perc'hennet e gant ar familh Sodhi eus Kartarpur.

[kemmañ] Guru Granth Sahib

Un dornskrid eus ar Gurū Granth Sāhib.
Un dornskrid eus ar Gurū Granth Sāhib.

Eilstumm diwezhañ ar Guru Granth Sahib a voe dastumet gant Gobind Singh. Kenaozet eus an Adi Granth hag eus melganoù Guru Tegh Bahadur. Gant Guru Granth Sahib e voe dekretet e vo ar Guru Granth Sahib guru peurbad ha bev ar sikhed. Enderc'hel a ra skridoù eus ar emp guru kentañ, eus Guru Tegh Bahadur hag ur werzenn nemeti gant Gobind Singh. Kelenadurezh ar sent evel Kabir, Namdev, Ravidas ha Sheikh Farid a endalc'h ivez.

Rannet eo an destenn e ragaoù hag a zo isrannet hervez o hirded pe o aozour. 31 raga ez eus er Guru Granth Sahib. Skrivet eo e Sant Bhāṣā, ur yeah kar d'an hindieg ha d'ar penjabeg hag a veze kalz implijet e norzh India e-pad ar c'hrennamzer gant ar prezegerien boblek. Ar Guru Granth Sahib a endalc'h 5000 shabad pe meulganoù.

Gant ar Mūl Mantra, ur werzenn skrivet gant Nanak e krog ar Guru Granth Sahib

Relijionoù Dharmek
Boudaegezh Hindouegezh Jainegezh Ayyavazhi Sikhegezh


aa - ab - af - ak - als - am - an - ang - ar - arc - as - ast - av - ay - az - ba - bar - bat_smg - bcl - be - be_x_old - bg - bh - bi - bm - bn - bo - bpy - br - bs - bug - bxr - ca - cbk_zam - cdo - ce - ceb - ch - cho - chr - chy - co - cr - crh - cs - csb - cu - cv - cy - da - de - diq - dsb - dv - dz - ee - el - eml - en - eo - es - et - eu - ext - fa - ff - fi - fiu_vro - fj - fo - fr - frp - fur - fy - ga - gan - gd - gl - glk - gn - got - gu - gv - ha - hak - haw - he - hi - hif - ho - hr - hsb - ht - hu - hy - hz - ia - id - ie - ig - ii - ik - ilo - io - is - it - iu - ja - jbo - jv - ka - kaa - kab - kg - ki - kj - kk - kl - km - kn - ko - kr - ks - ksh - ku - kv - kw - ky - la - lad - lb - lbe - lg - li - lij - lmo - ln - lo - lt - lv - map_bms - mdf - mg - mh - mi - mk - ml - mn - mo - mr - mt - mus - my - myv - mzn - na - nah - nap - nds - nds_nl - ne - new - ng - nl - nn - no - nov - nrm - nv - ny - oc - om - or - os - pa - pag - pam - pap - pdc - pi - pih - pl - pms - ps - pt - qu - quality - rm - rmy - rn - ro - roa_rup - roa_tara - ru - rw - sa - sah - sc - scn - sco - sd - se - sg - sh - si - simple - sk - sl - sm - sn - so - sr - srn - ss - st - stq - su - sv - sw - szl - ta - te - tet - tg - th - ti - tk - tl - tlh - tn - to - tpi - tr - ts - tt - tum - tw - ty - udm - ug - uk - ur - uz - ve - vec - vi - vls - vo - wa - war - wo - wuu - xal - xh - yi - yo - za - zea - zh - zh_classical - zh_min_nan - zh_yue - zu -