See also ebooksgratis.com: no banners, no cookies, totally FREE.

CLASSICISTRANIERI HOME PAGE - YOUTUBE CHANNEL
Privacy Policy Cookie Policy Terms and Conditions
Reichstag - Wikipedia

Reichstag

Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor

Ar Reichstag
Ar Reichstag

Ar Reichstag a zo ur savadur lec’hiet e Berlin. Ennañ e voe bodet ar Reichstag eus 1894 betek tan-gwall ar 27 a viz C’hwevrer 1933. Abaoe 1999 e vez bodet ar Bundestag ennañ. E miz Kerzu 1894 e voe echu ar savidigezh anezhañ, diwar steuñv Paul Wallot. A-fet arzoù ha savouriezh ez eo ur savadur doare Azginivelezh italian uhel. E-kerzh ar brezel bed kentañ eo bet ouzhpennet an dro-lavar« Dem Deutschen Volke » (d’ar bobl alaman). D’an 9 a viz Du 1918 en em stalias ar politikour sokial-demokrat Philipp Scheidemann ouzh unan eus prinistri ar Reichstag, hag ec’h embannas e oa echu monarkiezh Hohenzollern hag e oa war un dro penn-kentañ ar Republik.

Maen-koun ar 96 kannad eus an tu kleiz hag eus ar c'hreiz lazhet gant an Nazied e 1933
Maen-koun ar 96 kannad eus an tu kleiz hag eus ar c'hreiz lazhet gant an Nazied e 1933

E-pad an noz etre ar 27 hag an 28 a viz C’hwevrer 1933 e voe plantet tan er Reichstag gant an izelvroad Marinus Van der Lubbe. Ne voe ket kalz a zistruj. Profitañ a reas an nazied evit kinnig an darvoud evel un irienne aozet gant ar gomunisted, ha neuze e waskjont o enebourien bolitikel, ar gomunsited en o zouez. D’ar mare-se en em vode neuze ar parlamant e opera Kroll (Krolloper). War lein ar Reichstag e voe lakaet ar banniel ruz gant soudarded an Arme Ruz d’an 30 a viz Ebrel 1945, pa voe tapet Berlin ganto. Ma’z eo brudet ar skeudenn-se ez eo bet kemmet a-benn tennañ un eurier gwisket gant unan eus ar soudarded.


[kemmañ] Ar Reichstag nevesaet

Nevesaet eo bet ar Reichstag, nemet ar volz-toenn, etre 1961 ha 1973. Goude adunvanidigezh ar vro (d’an 3 a viz Here 1990) e tivizas ar parlamant (Bundestag) d’an 20 a viz Even 1991 e vefe kuitaet Bonn ha staliet ar parlamant hag ar gouarnanamnt kevreadel e Berlin, hag er Reichstag. An tisavour Sir Norman Foster a c’hounezas ar genstrivadeg evit nevesaat ar savadur. E-kerzh al labourioù e voe goloet gant Christo ha Jeanne-Claude. Deuet e ar volz-toenn da vezañ arouez ar savadur.

Da vare al lid-digor e savas tabut abalamour d’un oberenn-plant. Pedet e voe ar gannaded da zegas douar eus o fastell-vro hag ivez un hadenn. Ar pal a oa lakaat plant da greskiñ tro-dro d’ar dro-lavar « Der Bevölkerung » (d’ar boblañs), skrivet er porzh diabarzh, hag a genglot gant « Dem Deutschen Volke » (d’ar bobl alaman, skrivet ouzh tal ar savadur) hag a oa gwelet evel ul lugan broadelour. Kemend-se a dalvez e fell d’ar gannded labourat evit ar gevredigezh, alamaned a-orin hag estrañjourien enni. Reuz a savas pa brofitas ur gannadez eus ar re c’hlas evit plantañ greun kannab. Hiziv an deiz ez eo damguzhet an dro-lavar, aes eo gwelout anezhañ koulskoude diouzh an noz, pa vez sklerijennet ar savadur.


aa - ab - af - ak - als - am - an - ang - ar - arc - as - ast - av - ay - az - ba - bar - bat_smg - bcl - be - be_x_old - bg - bh - bi - bm - bn - bo - bpy - br - bs - bug - bxr - ca - cbk_zam - cdo - ce - ceb - ch - cho - chr - chy - co - cr - crh - cs - csb - cu - cv - cy - da - de - diq - dsb - dv - dz - ee - el - eml - en - eo - es - et - eu - ext - fa - ff - fi - fiu_vro - fj - fo - fr - frp - fur - fy - ga - gan - gd - gl - glk - gn - got - gu - gv - ha - hak - haw - he - hi - hif - ho - hr - hsb - ht - hu - hy - hz - ia - id - ie - ig - ii - ik - ilo - io - is - it - iu - ja - jbo - jv - ka - kaa - kab - kg - ki - kj - kk - kl - km - kn - ko - kr - ks - ksh - ku - kv - kw - ky - la - lad - lb - lbe - lg - li - lij - lmo - ln - lo - lt - lv - map_bms - mdf - mg - mh - mi - mk - ml - mn - mo - mr - mt - mus - my - myv - mzn - na - nah - nap - nds - nds_nl - ne - new - ng - nl - nn - no - nov - nrm - nv - ny - oc - om - or - os - pa - pag - pam - pap - pdc - pi - pih - pl - pms - ps - pt - qu - quality - rm - rmy - rn - ro - roa_rup - roa_tara - ru - rw - sa - sah - sc - scn - sco - sd - se - sg - sh - si - simple - sk - sl - sm - sn - so - sr - srn - ss - st - stq - su - sv - sw - szl - ta - te - tet - tg - th - ti - tk - tl - tlh - tn - to - tpi - tr - ts - tt - tum - tw - ty - udm - ug - uk - ur - uz - ve - vec - vi - vls - vo - wa - war - wo - wuu - xal - xh - yi - yo - za - zea - zh - zh_classical - zh_min_nan - zh_yue - zu -