Web - Amazon

We provide Linux to the World

ON AMAZON:


We support WINRAR [What is this] - [Download .exe file(s) for Windows]

CLASSICISTRANIERI HOME PAGE - YOUTUBE CHANNEL
SITEMAP
Audiobooks by Valerio Di Stefano: Single Download - Complete Download [TAR] [WIM] [ZIP] [RAR] - Alphabetical Download  [TAR] [WIM] [ZIP] [RAR] - Download Instructions

Make a donation: IBAN: IT36M0708677020000000008016 - BIC/SWIFT:  ICRAITRRU60 - VALERIO DI STEFANO or
Privacy Policy Cookie Policy Terms and Conditions
Okitaneg - Wikipedia

Okitaneg

Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor

Okitaneg
(Occitan)
Perzhioù
Komzet e : Frañs, Spagn, Italia
Rannved : Europa
Komzet gant : 3 000 000
Renkadur : goude 100
Familh-yezh : Yezhoù indezeuropek
Statud ofisiel
Yezh ofisiel e : Katalonia (Spagn)
Akademiezh : Conselh de la Lenga Occitana [1]
Rizhouriezh
Urzh ar gerioù {{{urzh}}}
Frammadur silabek {{{frammadur}}}
Kodoù ar yezh
ISO 639-1 oc
ISO 639-2 oci
ISO 639-3 {{{iso3}}}
Kod SIL OCI
Deuit da welet ivez Yezh.

Ur yezh romanek eo an okitaneg, a vez komzet en Okitania, en em led war un tregont bennak a zepartamantoù eus kreisteiz Frañs, traoñiennoù eus an Alpoù e Piemont (Italia) ha traoñienn Aran e gwalarn Katalonia (Spagn).

Dont a ra anv ar yezh eus ar ger oc, a dalveze kement ha 'ya' e parlantoù kreisteiz Frañs, er Grennamzer, tra ma veze graet gant oïl (distaget oui) er broioù krec’h. Dont a ra ar ger òc eus al latin hoc est, eleze 'se eo', a veze implijet evit respont ya d’ar goulennoù. Ar gerioù okitaneg, Okitania pe Lengadok a zeu holl eus ar bennrann-se.

An hani ketan a laras Okitania evid ar Vro oc a-bez a voe ar c'henlabourer gand an nazied Louis Alibert. Ar ger-ze a oa eur ger latin implijet gant ar melestradur roueel gall evid ar brovins Lengadok. Ar ger a vez asantet mat e Lengadok, evel-sur, med n'eo ket asantet mad e leh all. En Arvern ha Provans n'eo ket asantet ebed hag a gounnar an dud. Hervez studiadennoù a zo bet embannet gant arbennigourien e vefe war-dro 6 milion a dud o kompren okitaneg ha war-dro 3 milion a dud o kaozeal ar yezh.

Taolenn

[kemmañ] Istor

Deveret eo an okitaneg eus al latin evel ma veze komzet er broioù-se. Ar gerioù okitanek kentañ a gaver e testennoù latin en VIII hag en IXvet kantved. An destenn gentañ skrivet en okitaneg penn-da-benn eo ar "Boèci", e gloer ur prederour roman martirizet en eilvet kantved. Skrivet e voe an destenn-ze epad an naoved kantved. Eraok e oa bet skrivet testennou hanter-latin, hanter-okitaneg evel un "Alba". He fennadoù latin a zo tennet gand un destenn verr en okitaneg.

Ur yezh lennegel e oa an okitaneg er C'hrennamzer, gant barzhonegoù an trobador-ed. Anavezet eo o skridoù en tu-hont d’ar vro okitanek : en Italia, e Katalonia hag e Bro-C'hall eo brudet an trodadored ha lod eus barzed kentañ Katalonia a skrive en okitaneg pe en ur c'hatalaneg gwall levezonet gant an okitaneg betag Ausias March a voe an hani kentan a skrivas e katalaneg ha chetu.

Goude ma voe aloubet ar broioù okitanek gant rouaned Bro-C'hall ha ma voent staget ouzh o domani (« kroaziadegoù » a-enep ar Gatared pe Albiziz) e voe kollet brud gant an okitaneg, ha kemeret e voe e blas gant ar galleg tamm-ha-tamm. E 1569, gant Edid Villers-Cotterêts, e voe lakaet ar galleg da vezañ yezh nemeti ar velestradurezh e rouantelezh Frañsez Iañ a Vro-C'hall. En em lakaat a reer da implijout ar galleg, diwar-goust an okitaneg, el lezioù-barn, er marilhoù, en aktaoù a bep seurt (nemet er broioù n’int ket bet staget ouzh Bro-C'hall evel traoñienn Aran, traoñiennoù okitanek Piemont, Bearn).

Derc’hel a reas an okitaneg da goll tachenn a-hed ar c’hantvedoù. En XIXvet kantved e krogas un adsav lennegel gant ar skrivagner Frederic Mistral hag ar gevredigezh savet gantañ e 1854, ar Felibritge.

Meur a anw a zo bet roet d’an okitaneg a-hed an istor : betek an XIIvet kantved e veze graet Lingua romana anezhañ, etre an XIIvet hag ar XIVvet kantved e raed alies Lemouzi anehañ ; an Italian Dante Alighieri (1265-1321) a rae gant Lingua d'Oc ; en italianeg hag e galleg e voe graet ivez gant provenzale pe provençal (provañseg).

[kemmañ] Rannyezhoù

Rannyezhoù an okitaneg
Rannyezhoù an okitaneg
  • rannyezh bro Lemojez
  • rannyezh Arvern
  • rannyezh an Alpoù
  • rannyezh Lengadok
  • rannyezh Gwiena
  • ar provañseg (provençau) (e Provañs)
  • ar gwaskoneg (gascon) (e Gwaskogn), anavezet ivez dindan an anv aranés pe araneg e Traoñienn Aran (e Spagn).

[kemmañ] Statud

Evel ar brezhoneg ema an okitaneg en arvar e Frañs. Ur plas dister en deus war gwagennoù ar skinwel. Kelennet e vez an okitaneg er skolioù okitanek Calandretas, e klasoù divyezhek ar skolioù stad, er c’hentañ derez dreist-holl. Un adsav lennegel a voe en XIXvet kantved gant krouidigezh skol lennegel ar Felibritge ha hiziv an deiz eo birvidik al lennegezh hag an embann okitanek.
E Traoñienn Aran en deus an okitaneg (pe e stumm lec’hel, an aranés) ur statud ofisiel, e-kichen ar c’hatalaneg hag ar spagnoleg.
E traoñiennoù Piemont, en Italia, eo anavezet an okitanegerien evel minorelezh yezhel.

[kemmañ] Lennegezh

Goude prantad aour ar Grennamzer ez eo en XIXvet kantved e teuas sked en-dro d’an okitaneg. Gant Joseph Roumanille (1818-1891) ha gant Frederic Mistral (1830-1914), a c’hounezas Priz Nobel al lennegezh e 1904, e voe savet ur gevredigezh anvet Felibritge a-benn reiñ brud en-dro d’ar yezh oc, dre o skridoù. Eur skrivagnour braz ivez a voe Teoudor Aubanèu. An hani brudetan en e amzer a voe Fèlis Gras. E romant "li Rouge dòu Miejour" = Tud ruz deuz ar c'hreizteiz a voe roet e saozneg hag imbannet eizh wech en Amerika pa veve ar skrivagnour. Ar romant-ze a lar darvoudou just eraok hag epad an dispah gall. Ken brudet e voe d'an amzer-ze ma Fèlis Gras a skrivas eun heul "La Terrour" = Ar spont. ar romant ketan a ziskouez mat penaoz ar Brovansaliz a zegemeras mat an dispah d'an deroù, an eilved penaoz ind a rehuizas ar spont hag ar lezennoù eneb d'ar feiz gatolik.

[kemmañ] Kerentiezh gant ar yezhoù romanek all

Brezhoneg Latin Galleg Italianeg Spagnoleg Okitaneg Katalaneg Portugaleg Roumaneg
alc’hwez clavis | akuzativ clavem clef chiave llave clau clau chave cheie
noz nox | akuzativ noctem nuit notte noche nuèit nit noite noapte
kanañ cantare chanter cantare cantar cantar / chantar cantar cantar cânta
gavr capra chèvre capra cabra cabra / chabra cabra cabra capra
yezh, teod lingua langue lingua lengua lenga llengua lingua limbă
plas platea place piazza plaza plaça plaça praça piaţă
pont pons | akuzativ pontem pont ponte puente pont pont ponte pod
iliz ecclesia église chiesa iglesia glèisa església igreja biserică
ospital hospitalis hôpital ospedale hospital espital hospital hospital spital
keuz caseus | latin izel formaticum fromage formaggio queso formatge formatge queijo fromaĝo

[kemmañ] Gwelet ivez

[kemmañ] Liammoù diavaez

Keleier France 3 en okitaneg gant Windows Mediaplayer

Wikipedia e okitaneg.
Static Wikipedia 2008 (March - no images)

aa - ab - als - am - an - ang - ar - arc - as - bar - bat_smg - bi - bug - bxr - cho - co - cr - csb - cv - cy - eo - es - et - eu - fa - ff - fi - fiu_vro - fj - fo - frp - fur - fy - ga - gd - gl - glk - gn - got - gu - gv - ha - hak - haw - he - ho - hr - hsb - ht - hu - hy - hz - ia - id - ie - ig - ii - ik - ilo - io - is - it - iu - jbo - jv - ka - kab - kg - ki - kj - kk - kl - km - kn - ko - kr - ks - ksh - ku - kv - kw - ky - la - lad - lb - lbe - lg - li - lij - lmo - ln - lo - lt - lv - map_bms - mg - mh - mi - mk - ml - mn - mo - mr - ms - mt - mus - my - mzn - na - nah - nap - nds - nds_nl - ne - new - ng - nn - -

Static Wikipedia 2007 (no images)

aa - ab - af - ak - als - am - an - ang - ar - arc - as - ast - av - ay - az - ba - bar - bat_smg - bcl - be - be_x_old - bg - bh - bi - bm - bn - bo - bpy - br - bs - bug - bxr - ca - cbk_zam - cdo - ce - ceb - ch - cho - chr - chy - co - cr - crh - cs - csb - cu - cv - cy - da - de - diq - dsb - dv - dz - ee - el - eml - en - eo - es - et - eu - ext - fa - ff - fi - fiu_vro - fj - fo - fr - frp - fur - fy - ga - gan - gd - gl - glk - gn - got - gu - gv - ha - hak - haw - he - hi - hif - ho - hr - hsb - ht - hu - hy - hz - ia - id - ie - ig - ii - ik - ilo - io - is - it - iu - ja - jbo - jv - ka - kaa - kab - kg - ki - kj - kk - kl - km - kn - ko - kr - ks - ksh - ku - kv - kw - ky - la - lad - lb - lbe - lg - li - lij - lmo - ln - lo - lt - lv - map_bms - mdf - mg - mh - mi - mk - ml - mn - mo - mr - mt - mus - my - myv - mzn - na - nah - nap - nds - nds_nl - ne - new - ng - nl - nn - no - nov - nrm - nv - ny - oc - om - or - os - pa - pag - pam - pap - pdc - pi - pih - pl - pms - ps - pt - qu - quality - rm - rmy - rn - ro - roa_rup - roa_tara - ru - rw - sa - sah - sc - scn - sco - sd - se - sg - sh - si - simple - sk - sl - sm - sn - so - sr - srn - ss - st - stq - su - sv - sw - szl - ta - te - tet - tg - th - ti - tk - tl - tlh - tn - to - tpi - tr - ts - tt - tum - tw - ty - udm - ug - uk - ur - uz - ve - vec - vi - vls - vo - wa - war - wo - wuu - xal - xh - yi - yo - za - zea - zh - zh_classical - zh_min_nan - zh_yue - zu -
https://www.classicistranieri.it - https://www.ebooksgratis.com - https://www.gutenbergaustralia.com - https://www.englishwikipedia.com - https://www.wikipediazim.com - https://www.wikisourcezim.com - https://www.projectgutenberg.net - https://www.projectgutenberg.es - https://www.radioascolto.com - https://www.debitoformativo.it - https://www.wikipediaforschools.org - https://www.projectgutenbergzim.com