See also ebooksgratis.com: no banners, no cookies, totally FREE.

CLASSICISTRANIERI HOME PAGE - YOUTUBE CHANNEL
Privacy Policy Cookie Policy Terms and Conditions
Norzhafrika - Wikipedia

Norzhafrika

Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor


Image:32px-Labour_zo.png Labour zo d'ober c'hoazh a-raok peurechuiñ ar pennad-mañ. Ma fell deoc'h reiñ un tamm skoazell, krogit e-barzh. Mar karfec'h reiñ hoc'h ali ha netra ken, grit 'ta e pajenn ar gaozeadenn.


Lodenn norzh Afrika a vez meneget evel ur ranngevandir dibar evit abegoù douaroniel koulz hag istorel. Dezerh ar Sahara ha dezerzh Nubia a ya eus ar Meurvor Atlantel betek ar Mor ruz hag eo dies treuziñ anezho ken ez eus ur seurt gael diwelus war-zu ar Su.

[kemmañ] Istor

Disheñvel-tre istor ar pobloù dispartiet gant ec'honderioù digenvez ha digenvez, ledennadoù traezh ha roc'hell divent enno. Dont a ra wae-wel pobloù Norzhafrika e mare ar Fenikianed kozh pa staljot trevadennoù, Karthada (Kart hadasht = Kêr nevez) an hini bennañ (war-dro - 814). Goude kresk ha digresk galloud Karthada e teuas amzer ar Romaned pa kemeras he bro Skipio an Afrikan (212 kt JK|- 212). Da diriad Karthada (hini Tunizia hiziv) e aloubas ar Romaned tiriadoù rouantelezh berber an Numided (darn Aljeria hiziv) e - 48. E Kornôg Norzhafrka e veze ur rouantezh berber all, anvet Mauretania gant ar Romaned. Pa oe aloubet ganto e -40 ez aio Mauretania d'ober daou broviñs, ar Mauretania tingitania (kêr-benn : Tandja) ha ar Mauretania kezarian (kêr-benn : Kezarea, Cherchell hiziv) ha goude e oe krouet ur Mauretania sitifian (kêr-benn : Setif.
E Reter Norzhafrika ez eus Libia hag Egipt, met lodenn an dezerzh a ya betek aod ar Mor Kreizdouarel a zo ur gael diwelus all evit dispartiañ lodenn gornok Norzhafrika ha lodenn reter etre Tunizia ha Libia. Setu perak e vez implijet ar gerioù arabek evit Kornôg eus un tu (ar Maghreb) hag evit Reter eus un tu all (ar Machrek). Goude aloubadenn ar Vandaled (Vvet kantved) e kouezhas Norzhafrika dindan beli ar Vizantidi (VIvet kantved) hag hini an Arabed (VII-VIIIvet kantved).
Pa oa bet gounezet d'ar feiz kristen an ranngevandir war-dro an 3de kantved hag eo bet ganet e Thagast (Souk-Ahras) sant Aoustin (sanctus Augustinus), eskob Hippona ha doueoniour, e troas ar relijion da hini an Arabed, an Islam, hemañ chomet relijion an holl Norzhafrika hiziv.

Koulskoude e oa pell Norzhafrika eus kreizenn an Islam e Damask hag e Bagdad hag khalifed distag (roueed gant galloud relijiel) a zo bet e Egipt (kalifed fatimat betek an 12vet kantved). Roueed Maroko a aloubas Spagn ha Su Bro-C'hall (VIIvet-VIIIvet kantved), met tamm ha tamm e oe skarzhet kuit gant ar Spagnoliz (diskar rouantelezh Granada e 1492). Er c'hontrol ne chomas ket distag ar broioù all eus ar bed muzulman pa teuas an Durked a-benn ren Aljeria, Tunizia, Libia hag Egipt (XVvet-XVIIvet kantved). Koulskoude ne c'helle ket an Durked mirout ma vez morpreizherien berber mistri war meur a borzh e Aljeria ha Tunizia.(Sell ouzh Kheir-ed-Din)
Dinerzhet gant brezelioù e Bro-Gres (1823) hag e Roumania ne c'hellas ket sultaned Turkia mirout Bro-C'hall, Bro-Saoz hag Italia ouzh klask lodennañ Norzhafrika etrezo. Aloubiñ a reas Aljeria Bro-C'hall e 1830 ha Egipt Bro-Saoz (1840) pa kemeras Libia Italia e 1912.

[kemmañ] Douaroniezh


aa - ab - af - ak - als - am - an - ang - ar - arc - as - ast - av - ay - az - ba - bar - bat_smg - bcl - be - be_x_old - bg - bh - bi - bm - bn - bo - bpy - br - bs - bug - bxr - ca - cbk_zam - cdo - ce - ceb - ch - cho - chr - chy - co - cr - crh - cs - csb - cu - cv - cy - da - de - diq - dsb - dv - dz - ee - el - eml - en - eo - es - et - eu - ext - fa - ff - fi - fiu_vro - fj - fo - fr - frp - fur - fy - ga - gan - gd - gl - glk - gn - got - gu - gv - ha - hak - haw - he - hi - hif - ho - hr - hsb - ht - hu - hy - hz - ia - id - ie - ig - ii - ik - ilo - io - is - it - iu - ja - jbo - jv - ka - kaa - kab - kg - ki - kj - kk - kl - km - kn - ko - kr - ks - ksh - ku - kv - kw - ky - la - lad - lb - lbe - lg - li - lij - lmo - ln - lo - lt - lv - map_bms - mdf - mg - mh - mi - mk - ml - mn - mo - mr - mt - mus - my - myv - mzn - na - nah - nap - nds - nds_nl - ne - new - ng - nl - nn - no - nov - nrm - nv - ny - oc - om - or - os - pa - pag - pam - pap - pdc - pi - pih - pl - pms - ps - pt - qu - quality - rm - rmy - rn - ro - roa_rup - roa_tara - ru - rw - sa - sah - sc - scn - sco - sd - se - sg - sh - si - simple - sk - sl - sm - sn - so - sr - srn - ss - st - stq - su - sv - sw - szl - ta - te - tet - tg - th - ti - tk - tl - tlh - tn - to - tpi - tr - ts - tt - tum - tw - ty - udm - ug - uk - ur - uz - ve - vec - vi - vls - vo - wa - war - wo - wuu - xal - xh - yi - yo - za - zea - zh - zh_classical - zh_min_nan - zh_yue - zu -