Web - Amazon

We provide Linux to the World

ON AMAZON:


We support WINRAR [What is this] - [Download .exe file(s) for Windows]

CLASSICISTRANIERI HOME PAGE - YOUTUBE CHANNEL
SITEMAP
Audiobooks by Valerio Di Stefano: Single Download - Complete Download [TAR] [WIM] [ZIP] [RAR] - Alphabetical Download  [TAR] [WIM] [ZIP] [RAR] - Download Instructions

Make a donation: IBAN: IT36M0708677020000000008016 - BIC/SWIFT:  ICRAITRRU60 - VALERIO DI STEFANO or
Privacy Policy Cookie Policy Terms and Conditions
Wikipedia:Keleier ar Wiki/Dielloù - Wikipedia

Wikipedia:Keleier ar Wiki/Dielloù

Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor

Amañ e tiellaouer ar c'heleier bet embannet war ar bajenn degemer hag a denn da buhez hor Wiki

Renkit ho keleier e traoñ ar roll en ur ouzhpennañ an deiz m'eo bet embannet ganeoc'h war ar bajenn degemer.

Taolenn

[kemmañ] Genver 2006

  • Er 57vet plas emañ ar brezhoneg hiziv. Mont a reomp war-du ar 4000 pennad hag o tispenn roudoù an tatareg emaomp. N'eus mui nemet un 200 pennad dale bennak warno a-benn adc'hounit hor plasig kollet. Danvez labour evit an dibenn-sizhun. Evit heuliañ araokadennoù burzhudus ar brezhoneg war ar wiki : An Deizlevr
  • Pennadoù nevez plijus zo bet krouet er sizhun-mañ c'hoazh diwar-benn tudennoù istorel vrudet evel Carl von Linné pe Simón Bolívar da skouer. Trugarez da Llydawr evit e labour talvoudus hag aketus. En em zigeriñ a ra hor Wiki da reter Europa gant degasadennoù dudius Pokorny ivez. Lennit 'ta pennadoù Moravia pe Bohemia. Trugarez ivez da Neert a chom peg ouzh ar c'heleier evit bezañ boulc'het tachenn ar sinema gant ur pennad diwar-benn ar film nevez Good Night, and Good Luck ha gant e bennad war ar politikour sinaat Yao Wenyuan marvet en deizioù-mañ. Trugarez ivez d'ar "wikipedourien gozh" Neal ha Ch. Rogel a gendalc'h da bourchas deomp pennadoù dudius war yezhoù ar bed hag ar yezhoniezh (Listenn Swadesh), Breizh pe ar bedoù roman ha krennamzerel (Impalaeriezh ar Garled) ha da Fulup evit e labour ramzel war ar bloavezhioù, ar c'hantvedoù hag ar milvedoù ha war ar bedoù reteraziat (liorzh Zen) ha spagnol.
  • C'hoant kemer perzh en un doare aes ? : tost echu eo sevel ar pennadoù a denn da deizioù ar bloaz; roit an dorn evit kas an taol da benn vat : kit da welet war Deizioù ar bloaz.
  • Adlabouret ez eus bet war ar pajennoù skoazell zo bet klokaet. Pajennoù all zo bet savet evit sikour muioc'h ar Wikipedourien nevez ivez, evel ar pajennoù a zispleg penaos kavout pennadoù ha penaos ren enklaskoù gant al lusker enklask. Kit d'ober un taol sell en-dro war ar pajennoù skoazell ha sikourit evit stouvañ ar mankoù zo c'hoazh.

[kemmañ] Merc'her 18 Genver

  • Er 57vet plas emañ ar brezhoneg hiziv. Mont a reomp war-du ar 4000 pennad hag o tispenn roudoù an tatareg emaomp. N'eus mui nemet un 100 pennad dale bennak warno a-benn adc'hounit hor plasig kollet. Danvez labour evit an dibenn-sizhun. Evit heuliañ araokadennoù burzhudus ar brezhoneg war ar wiki : An Deizlevr

[kemmañ] Gwener 20 Genver

  • E-leizh a bennadoù nevez a bep seurt er sizhun-mañ c'hoazh. Setu un dibab anezho : e bed ar sonerezh e Breizh, ar c'haner Georges Jouin aet da anaon bremañ hag ar strollad rock Storlok pe pelloc'h Tiken Jah Fakoly, kaner reggae eus Aod-an-Olifant. Ur pennad nevez war an akordeoñs. War dachenn ar media, menegomp pennadoù TV Breizh, skingomz e Bro-C'hall ha skinwel niverel douarel (SND) ha war ar c'hoarioù elektronek Age of Empires. Lennit ur pennad dedennus diwar-benn ar bier pe tudennoù istorel evel ar viking Leifr Eiríksson pe c'hoazh darvoudoù Bloody Sunday e Norzhiwerzhon. Lennit ivez ur pennad danvez ennañ diwar-benn Michelle Bachelet prezidantez nevez dilennet Chile. A-raok mont da gousket taolit ur sell war levr un nozvezh ha mil a-zivout ar c'hontadennoù pers brudet da vezañ lennet ouzh sked pennad al loar, ur pennad berr skeudennaouet kaer-kenañ gant efedoù arbennik eus ar c'hentañ. Ha c'hoazh ur bern pennadoù berr war yezhoù nebeut anavezet, rannvroioù alamanek Aostria Burgenland hag Italia Tirol ha kalz a bennadoù dudius all bras ha bihan.

[kemmañ] Sul 22 Genver

  • Adtapet hon eus ar plas hor boa kollet. Renket 56vet emaomp en-dro bremañ hag aet omp dreist d'an tatareg. War-raok ez eomp atav eta ha tostaat a reomp d'ar 4000 pennad. Just dindan ar c'hembraeg emaomp bremañ ha n'hon eus mui nemet ur 100 pennad dale bennak ken war hor breudeur tramor. Un tamm striv c'hoazh a-berzh an holl hag ac'hann da fin ar miz e vo ar brezhoneg ar yezh keltiek kentañ war Wikipedia !
  • Dilennadeg kentañ merourien ar wiki brezhonek, lakait hoc'h anv war ar bajenn Wikipedia:Kumuniezh/Votadegoù etre an 22 hag an 29 Genver 2006.
  • Lennegezh : ur porched nevez kempennet, hollgaer, war al lennegezh.

[kemmañ] Merc'her 25 Genver

  • Adlabouret ez eus bet war pajenn ar verourien evit displegañ muioc'h o c'hefridi. Pajennoù all zo bet savet evit displegañ penaos sevel goulennoù ouzh ar verourien ivez : sellit ouzh sevel goulennoù ouzh a verourien evit gouzout hiroc'h. Kit d'ober un taol sell en-dro war ar pajennoù skoazell a-hend-all ha sikourit evit stouvañ ar mankoù zo c'hoazh.

[kemmañ] Gwener 27 Genver

[kemmañ] Lun 30 Genver

  • Dilennadeg kentañ merourien ar wiki brezhonek, Poent eo votiñ AMAÑ ! etre an 30 Genver hag ar 06 C'hwevrer 2006.

[kemmañ] C'hwevrer 2006

[kemmañ] Sadorn 4 C'hwevrer

[kemmañ] Lun 6 C'hwevrer

  • Kloz eo ar votadeg evit ar verourien. Dilennet eo bet an tri a oa aet war ar renk : Neal, Paotr ha Fulup, kalon vat dezho. Sellit ouzh an disoc'hoù AMAÑ !.

[kemmañ] Merc'her 8 C'hwevrer

  • Taget eo bet hor wiki evit ar wech kentañ. Tost 30 pajenn diverket. Sellit amañ

[kemmañ] Sadorn 11 C'hwevrer

  • Deuet eo er-maez Kannadig ar verourien evit ma c'hallo ar verourien rentañ kont eus o labour dirak an holl.

[kemmañ] Sul 19 C'hwevrer

[kemmañ] Yaou 23 C'hwevrer

  • Gounezet daou blas c'hoazh e renkadur ar yezhoù. En 51vet plas emaomp bremañ. Un tamm strivig c'hoazh hag e vimp e-touez 50 yezh kentañ ar bed war Wikipedia. Evit gouzout hiroc'h : An Deizlevr.
  • Kelc'hgeriadur pe Holloueziadur. Votadeg zo.
  • Echu eo sevel ar patromoù evit 365 pennad deizioù ar bloaz; Trugarez vras d'an holl re o deus kemeret perzh : kit da welet war Deizioù ar bloaz.

[kemmañ] Gwener 24 C'hwevrer

  • Hiziv, gant an implijerien Padraig Marc'heg ha Rognogno omp aet en tu all d'an 200 implijer enrollet. Degemer mat dezho o-daou. 201 den o deus krouet ur gont evit ar mare.

[kemmañ] Meurzh 2006

[kemmañ] 8 Meurzh

  • Darvoud istorel. Tapet en deus ar brezhoneg an 50vet plas etre an holl wikioù. Pebezh trec'h pa soñjer e peseurt stad e oamp c'hoazh bloaz zo. Gourc'hemennoù d'an holl ha dalc'homp da vont ! Evit gouzout hiroc'h : An Deizlevr.

[kemmañ] 24 Meurzh

  • Krog eo ar bot kentañ da labourat war hor wiki a-benn ouzhpennañ liammoù adal hor wiki pe war-du hor wiki. Evit gouzout hiroc'h :Kannadig ar verourien

[kemmañ] 25 Meurzh

Darvoudoù ha keleier diwezhañ ar Wiki

[kemmañ] Ebrel 2006

[kemmañ] 19 Ebrel

Darvoudoù ha keleier diwezhañ ar Wiki

[kemmañ] Mae 2006

[kemmañ] 19 a viz Mae

Darvoudoù ha keleier diwezhañ ar Wiki

[kemmañ] Mezheven 2006

[kemmañ] 6 a viz Mezheven

Darvoudoù ha keleier diwezhañ ar Wiki

  • War-raok atav. Daoust ma vez savet nebeutoc’h a bennadoù abaoe miz Ebrel, emañ bepred ar Wiki brezhoneg en 51vet plas e-touez an holl wikioù. Ne gresk ket an niver a bennadoù brezhoneg ken buan ha ma rae a-raok, met derc’hel a ra da greskiñ : bemdez e kaver pennadoù nevez, hir pe hiroc’h. Tachennoù a vez pleustret muioc’h eget re all : ma’z eus bremañ kalzig a bennadoù a denn d’ar yezhoniezh, d’al lennegezh, d’an istor pe d’an douaroniezh, ez eus kalz nebeutoc’h war tachennoù all. Ezhomm a zo pennadoù a bep seurt evit tizhout pal un holloueziadur e brezhoneg. Plas a zo evit an holl genlabourerien eta !
    Gwellaat ha klokaat pennadoù a c’hell pep hini ober. Evit gouzout hiroc'h : An Deizlevr
  • Evit breutaat diwar-benn kement tra a denn d'ar Wikipedia brezhonek hag adkavout ar Wikipediourien all, kit 'ta d’ober un dro betek an An ti-chopin
  • E-touez ar pennadoù nevez a zo bet savet en eil hanterenn miz Mae e kaver meur a hini a denn d’ar yezhoù adarre. Anaoudegezh a c’heller ober gant ar romañcheg, ar c’hachoubeg pe gant frizeg ar reter, gant ar yezhoù dalmatek pe ar yezhoù skandinavek,,. Pelloc’h diouzhimp emañ al lizherennegoù fenisek, aramaek hag etruskek. Gant un nebeud yezhourien e c’heller ober anaoudegezh ivez : Juluan Maner, Gregor Rostren, pe c’hoazh Robert Morton Nance. Poltred un nebeud Bretoned a ginniger dimp, evel François de Beaulieu, pe Nolwenn Korbell, ha poltred tud vrudet eus broioù all ivez, evel ar Galizad Castelao pe ar C’hembread Hywel ab Owain Gwynedd. Chom e Breizh a c’heller ha mont da welet savadurioù relijiel meur a gumun eus Breizh, evel iliz santez-Piter (an Treoù-Leon) pe iliz Itron-Varia Brasparzh. Mar fell deoc’h ivez e c’hellit mont da bourmen e menezioù hor bro, evel Menez Kador pe c’hoazh Roc'h Tredudon. Hag evit cheñch a-grenn ne vo netra gwelloc'h eget lenn pennad Stankell an Teir C'hanienn, hini ar menez-tan Merapi, pe hini ar bobl Ainou. Lennadennoù mat deoc’h holl !

[kemmañ] 22 a viz Mezheven

Darvoudoù ha keleier diwezhañ ar Wiki

  • War-raok atav. Derc’hel a ra an niver a bennadoù nevez da greskiñ, ha tamm-ha-tamm emaomp o tostaat da 7 000. Emañ bepred ar Wiki brezhoneg en 52vet plas e-touez an holl wikioù, met n’emañ ket pell war-lerc’h ar yezhoù a zo dirazañ. Evit gouzout hiroc'h : An Deizlevr
  • Evit breutaat diwar-benn kement tra a denn d'ar Wikipedia brezhonek hag adkavout ar Wikipediourien all, kit 'ta d’ober un dro betek an An ti-chopin
  • E-touez ar pennadoù a zo bet savet en hanterenn gentañ miz Mezheven e kaver meur a hini a denn d’ar sonerezh. Traoù a bep seurt : Bob Marley, Faith no more pe Tryo, pe c’hoazh Gustav Mahler. Aet eo an niver a bennadoù diwar-benn kêrioù hor bro war-gresk, gant kumunioù eus ar Mor-Bihan hag Aodoù-an-Arvor dreist-holl. Adkavout a reomp ivez, evel boaz, pennadoù a denn d’ar yezhoù ha d’ar yezhoniezh, evel al lizherenneg samaritanek, an islandeg, ar gwaranieg, lizherennoù eus hol lizherenneg dimp evel Ñ pe eus lizherennegoù all evel Œ, Ч, Þ. Poltred un nebeud skrivagnerien a ginniger dimp, evel Jakez Konan pe Homeros. Tapout muioc’h a zeskamant war douaroniezh Europa a c’hellomp, gant pennadoù diwar-benn stêrioù eus kreiz hor c’hevandir, evel an Drava pe kêrioù evel Innsbruck pe Oslo. Ma fell deoc’h ivez e c’hellit ober gwelloc’h anaoudegezh gant ar Yuzevegezh, an Torah, pe ar Samaritaned. War dachennoù skiantel ez eer gant pennadoù evel pliosen pe miosen. Goude ar pennadoù a denne d’ar revelezh ez eus bremañ meur a hini a denn da organoù gouennañ an dud : kalc'h pe kourzh da skouer. Hag evit cheñch a-grenn ne vo netra gwelloc'h eget lenn ar pennad diwar-benn Toussaint Louverture, ar stourmer eus Haiti, hini Seizh Marzh ar Bed, hini ar c’hlub mell-droad War-raok Gwengamp, pe hini ar simbol. Lennadennoù mat deoc’h holl !

[kemmañ] 1añ a viz Du

Darvoudoù ha keleier diwezhañ ar Wiki

  • War-raok atav. Derc’hel a ra niver ar pennadoù savet e brezhoneg da greskiñ, ha tremenet omp en tu all da 10 000 pennad, gant ur pennad war Listenn kêrioù Galiza gevellet gant ur gêr a Vreizh. Hag ouzhpenn-se omp an 50vet yezh o tizhout al live-se! Gourc'hemennoù d'an holl!!! Evit gouzout hiroc'h : An Deizlevr
  • Evit breutaat diwar-benn kement tra a denn d'ar Wikipedia brezhonek hag adkavout ar Wikipediourien all, kit 'ta d’ober un dro betek an An ti-chopin
  • E-touez ar pennadoù a zo bet savet en hanterenn gentañ miz Mezheven e kaver meur a hini a denn d’ar sonerezh. Traoù a bep seurt : Bob Marley, Faith no more pe Tryo, pe c’hoazh Gustav Mahler. Aet eo an niver a bennadoù diwar-benn kêrioù hor bro war-gresk, gant kumunioù eus ar Mor-Bihan hag Aodoù-an-Arvor dreist-holl. Adkavout a reomp ivez, evel boaz, pennadoù a denn d’ar yezhoù ha d’ar yezhoniezh, evel al lizherenneg samaritanek, an islandeg, ar gwaranieg, lizherennoù eus hol lizherenneg dimp evel Ñ pe eus lizherennegoù all evel Œ, Ч, Þ. Poltred un nebeud skrivagnerien a ginniger dimp, evel Jakez Konan pe Homeros. Tapout muioc’h a zeskamant war douaroniezh Europa a c’hellomp, gant pennadoù diwar-benn stêrioù eus kreiz hor c’hevandir, evel an Drava pe kêrioù evel Innsbruck pe Oslo. Ma fell deoc’h ivez e c’hellit ober gwelloc’h anaoudegezh gant ar Yuzevegezh, an Torah, pe ar Samaritaned. War dachennoù skiantel ez eer gant pennadoù evel pliosen pe miosen. Goude ar pennadoù a denne d’ar revelezh ez eus bremañ meur a hini a denn da organoù gouennañ an dud : kalc'h pe kourzh da skouer. Hag evit cheñch a-grenn ne vo netra gwelloc'h eget lenn ar pennad diwar-benn Toussaint Louverture, ar stourmer eus Haiti, hini Seizh Marzh ar Bed, hini ar c’hlub mell-droad War-raok Gwengamp, pe hini ar simbol. Lennadennoù mat deoc’h holl !

[kemmañ] 4 a viz Kerzu 2006

  • War-raok atav. Bremañ ez eus tost da 11 000 pennad en holloueziadur brezhonek, ha derc'hel a ra o niver da greskiñ bemdez. Ur yezh all, an albaneg, he deus tizhet an 10 000 pennad ivez. Pell emaomp c'hoazh avat diouzh yezhoù evel ar galleg, tizhet gantañ 400 000 pennad d'ar 27 a viz Du, pe zoken diouzh an esperanteg zo aet dreist d'an 60 000 pennad pe d'ar c'hatalaneg zo aet dreist d'ar 45 000 pennad. Evit gouzout hiroc'h : An Deizlevr
  • Evit kaozeal diwar-benn kement tra a denn d'ar Wikipedia brezhonek hag adkavout ar Wikipediourien all e c'heller mont d'ober un dro betek an An ti-chopin. Tud zo o deus c'hoant cheñch anv d'ar bajenn-se ha kinnigoù zo bet graet : an ostaleri pe an davarn. Deuit da zisplegañ ho soñj ivez !
  • E-touez ar pennadoù a zo bet savet en hanterenn gentañ miz Mezheven e kaver meur a hini a denn d’ar sonerezh. Traoù a bep seurt : Bob Marley, Faith no more pe Tryo, pe c’hoazh Gustav Mahler. Aet eo an niver a bennadoù diwar-benn kêrioù hor bro war-gresk, gant kumunioù eus ar Mor-Bihan hag Aodoù-an-Arvor dreist-holl. Adkavout a reomp ivez, evel boaz, pennadoù a denn d’ar yezhoù ha d’ar yezhoniezh, evel al lizherenneg samaritanek, an islandeg, ar gwaranieg, lizherennoù eus hol lizherenneg dimp evel Ñ pe eus lizherennegoù all evel Œ, Ч, Þ. Poltred un nebeud skrivagnerien a ginniger dimp, evel Jakez Konan pe Homeros. Tapout muioc’h a zeskamant war douaroniezh Europa a c’hellomp, gant pennadoù diwar-benn stêrioù eus kreiz hor c’hevandir, evel an Drava pe kêrioù evel Innsbruck pe Oslo. Ma fell deoc’h ivez e c’hellit ober gwelloc’h anaoudegezh gant ar Yuzevegezh, an Torah, pe ar Samaritaned. War dachennoù skiantel ez eer gant pennadoù evel pliosen pe miosen. Goude ar pennadoù a denne d’ar revelezh ez eus bremañ meur a hini a denn da organoù gouennañ an dud : kalc'h pe kourzh da skouer. Hag evit cheñch a-grenn ne vo netra gwelloc'h eget lenn ar pennad diwar-benn Toussaint Louverture, ar stourmer eus Haiti, hini Seizh Marzh ar Bed, hini ar c’hlub mell-droad War-raok Gwengamp, pe hini ar simbol. Lennadennoù mat deoc’h holl !

[kemmañ] 9 a viz Ebrel 2007

  • War-raok atav. Tremenet eo bet an 13 000vet pennad gant an holloueziadur brezhonek, ha derc'hel a ra o niver da greskiñ bemdez. Labour a chom avat : soñjit ‘ta ez eus tremen 50 000 pennad er Wikipedia katalanek ! Ha labour a chom ivez evit kempenn ar pennadoù zo bet savet : an holl anezho pe dost o deus ezhomm bezañ adwelet, reizhet, kempennet ha klokaet. Evit gouzout hiroc'h : An Deizlevr
  • Evit kaozeal diwar-benn kement tra a denn d'ar Wikipedia brezhonek hag adkavout ar Wikipediourien all e c'heller mont d'ober un dro betek an An davarn.
  • Ur raktres kar da Wikipedia eo ar Wikeriadur. Ur geriadur e meur a yezh, ha bremañ e brezhoneg ivez.
Sellit ouzh Keleier ar Wiki/Dielloù er
wikeriadur, ar geriadur frank.

Un nebeudig tud oberiant evit ar raktres Wikipedia e brezhoneg zo krog da labourat evit se. Mar fell mont da welet an disoc'h, kit war Wikeriadur e brezhoneg.

  • E-touesk ar pennadoù a zo bet savet nevez 'zo e kaver meur a hini a denn d'ar

strolladoù politikel eus Katalonia pe d’ar re eus Galiza.

[kemmañ] 30 a viz Du 2007

*Daou raktres wiki nevez emeur o sevel war ar genrouedad dibaoe miz Here: wikimammenn ha Wikiarroud. Wikimammenn a zo un diellaoueg e brezhoneg, enni testennoù klok hag en o furm orin. Wikiarroud a zo un dastumad arroudoù evit krouiñ kentañ geriadur an arroudoù e brezhoneg. Trugarez d'an holl da zont da sikour evit diorren ar raktresoù-se hag evit ma teufent evel-se da vezañ raktresoù ofisiel.

* War-raok atav. E deroù miz Du e oa bet tremenet an niver a 17 000 pennad gant an holloueziadur brezhonek. Derc'hel a ra o niver da greskiñ bemdez! Labour a chom avat evit kenderc'hel da grouiñ pennadoù hag evit kempenn ar pennadoù zo bet savet : an holl anezho pe dost o deus ezhomm bezañ adwelet, reizhet, kempennet ha klokaet. Ar 55vet yezh eo ar brezhoneg evit an niver a bennadoù bremañ, e-touez raktresoù holloueziadur Wikipedia. Evit gouzout hiroc'h : An Deizlevr

* Evit kaozeal diwar-benn kement tra a denn d'ar Wikipedia brezhonek hag adkavout ar Wikipediourien all e c'hallit mont d'ober un dro betek an An davarn.

* Ur raktres kar da Wikipedia eo ar Wikeriadur. Ur geriadur e meur a yezh, ha bremañ e brezhoneg ivez.

Sellit ouzh Keleier ar Wiki/Dielloù er
wikeriadur, ar geriadur frank.

Un nebeudig tud oberiant evit ar raktres Wikipedia e brezhoneg a labour evit se. E deroù miz Gouere e oa tremenet an niver a bennadoù er Wikeriadur brezhonek en tu all da 3500, Mar fell deoc’h mont da welet al labour-se, kit war Wikeriadur e brezhoneg.

* Mat e vo da bep hini ivez teurel ur sell ouzh roll ar fazioù stankañ, a c'hallo bezañ klokaet evel-just...

* E-touez ar pennadoù liesseurt a zo bet savet e-pad ar sizhunvezhioù diwezhañ e kaver traoù a bep seurt diwar-benn tud brudet evel Gordon Brown, kentañ ministr nevez Breizh-Veur, an aktourez Marilyn Monroe pe ar skrivagner John Steinbeck. Aet eo an niver a bennadoù diwar-benn Mojennoù Hellaz war-raok ivez gant pennadoù diwar-benn Ac'heron, Ajaks pe Aias, Perseüs ha re all c’hoazh. Er rummad Istor Iwerzhon ez eus bremañ meur a bennad diwar-benn Emsavadeg Pask hag an dud a oa bet o kemer perzh enni, evel Liam Lynch, Michael Collins, Pádraig Pearse... Niverusoc'h-niverus ha diseurtoc'h-diseurt eo ar pennadoù a denn d'al livouriezh, gant Frida Kahlo, Henri Matisse, Rembrandt pe ar familh Brueghel. Pennadoù nevez savet pe adwelet zo diwar-benn ar yezhoniezh, evel Mouezh (yezhoniezh), kensonenn, vogalenn, fonem, friadur pe difriadur... Pinvidikaat a c'hallit ivez listenn ar romantoù brezhonek pe roll al levrioù e brezhoneg troet diwar yezhoù all gant ho lennadennoù. Ra vo graet reoù mat all ganeoc'h holl amañ!

[kemmañ] 10 a viz Meurzh 2008

* War-raok atav. D’an 10 a viz Genver 2008 e oa bet tremenet an niver a 18 000 pennad gant an holloueziadur brezhonek. Ha derc'hel a ra o niver da greskiñ bemdez abaoe ! Labour a chom avat evit kenderc'hel da grouiñ pennadoù hag evit kempenn ar pennadoù zo bet savet : an holl anezho pe dost o deus ezhomm bezañ adwelet, reizhet, kempennet ha klokaet. Ar 55vet yezh eo ar brezhoneg evit an niver a bennadoù bremañ, e-touez raktresoù holloueziadur Wikipedia. Evit gouzout hiroc'h : An Deizlevr

* Raktresoù all, kar da Wikipedia, zo ivez : ar raktresoù Wikimammenn (un diellaoueg e brezhoneg, enni testennoù klok hag en o furm orin) ha Wikiarroud (un dastumad arroudoù e brezhoneg), hag ar Wikeriadur. Ur geriadur e meur a yezh, ha bremañ e brezhoneg ivez eo hemañ.

Sellit ouzh Keleier ar Wiki/Dielloù er
wikeriadur, ar geriadur frank.

Un nebeudig tud oberiant evit ar raktres Wikipedia e brezhoneg a labour evit se. Ouzhpenn 8000 pennad zo bremañ er Wikeriadur brezhonek, ar pezh a lak ar brezhoneg er 36vet renk e-touez ar raktresoù geriadur heñvel. en tu all da 3500, Mar fell deoc’h mont da welet al labour-se, kit war Wikeriadur e brezhoneg.

* Evit kaozeal diwar-benn kement tra a denn d'ar Wikipedia brezhonek hag adkavout ar Wikipediourien all e c'hallit mont d'ober un dro betek an An davarn.

* Evit gwellaat ar pennadoù e c’hall pep hini teurel ur sell ouzh roll ar fazioù stankañ, ur roll a c'hallo bezañ klokaet evel-just...

* E-touez ar pennadoù liesseurt a zo bet savet e-pad ar sizhunvezhioù diwezhañ e kaver traoù a bep seurt : timbroù Batoum, timbroù Danzig pe re Fiume, pennadoù diwar-benn istor kozh Bro-C’hall, evel Neustria, Aostrazia, Pepin Grenn, pe diwar-benn livourien italian evel Caravaggio. Aet eo an niver a bennadoù diwar-benn Mojennoù Hellaz war-raok ivez gant pennadoù diwar-benn Delwennoù Afrodite pe Gwener. Er rummad C'hoarierien mell-droad ez eus bremañ kalzik a bennadoù diwar-benn sportourien a c’hoari e kluboù mell-droad Breizh. Un tamm tro dre ar bed a c’haller ober ivez, dre gêrioù eus Afrika, evel Nairobi, pe dre gumunioù Belgia, hag ober anaoudegezh gant savadurioù evel Ramz Rodos, mastabaoù Ejipt pe Delwenn ar Frankiz. Ha goude-se ne vo nemet mont d’ober anaoudegezh gant aktourien evel Woody Allen pe Amitabh Bachchan. Lennadennoù mat deoc’h holl !

Static Wikipedia 2008 (March - no images)

aa - ab - als - am - an - ang - ar - arc - as - bar - bat_smg - bi - bug - bxr - cho - co - cr - csb - cv - cy - eo - es - et - eu - fa - ff - fi - fiu_vro - fj - fo - frp - fur - fy - ga - gd - gl - glk - gn - got - gu - gv - ha - hak - haw - he - ho - hr - hsb - ht - hu - hy - hz - ia - id - ie - ig - ii - ik - ilo - io - is - it - iu - jbo - jv - ka - kab - kg - ki - kj - kk - kl - km - kn - ko - kr - ks - ksh - ku - kv - kw - ky - la - lad - lb - lbe - lg - li - lij - lmo - ln - lo - lt - lv - map_bms - mg - mh - mi - mk - ml - mn - mo - mr - ms - mt - mus - my - mzn - na - nah - nap - nds - nds_nl - ne - new - ng - nn - -

Static Wikipedia 2007 (no images)

aa - ab - af - ak - als - am - an - ang - ar - arc - as - ast - av - ay - az - ba - bar - bat_smg - bcl - be - be_x_old - bg - bh - bi - bm - bn - bo - bpy - br - bs - bug - bxr - ca - cbk_zam - cdo - ce - ceb - ch - cho - chr - chy - co - cr - crh - cs - csb - cu - cv - cy - da - de - diq - dsb - dv - dz - ee - el - eml - en - eo - es - et - eu - ext - fa - ff - fi - fiu_vro - fj - fo - fr - frp - fur - fy - ga - gan - gd - gl - glk - gn - got - gu - gv - ha - hak - haw - he - hi - hif - ho - hr - hsb - ht - hu - hy - hz - ia - id - ie - ig - ii - ik - ilo - io - is - it - iu - ja - jbo - jv - ka - kaa - kab - kg - ki - kj - kk - kl - km - kn - ko - kr - ks - ksh - ku - kv - kw - ky - la - lad - lb - lbe - lg - li - lij - lmo - ln - lo - lt - lv - map_bms - mdf - mg - mh - mi - mk - ml - mn - mo - mr - mt - mus - my - myv - mzn - na - nah - nap - nds - nds_nl - ne - new - ng - nl - nn - no - nov - nrm - nv - ny - oc - om - or - os - pa - pag - pam - pap - pdc - pi - pih - pl - pms - ps - pt - qu - quality - rm - rmy - rn - ro - roa_rup - roa_tara - ru - rw - sa - sah - sc - scn - sco - sd - se - sg - sh - si - simple - sk - sl - sm - sn - so - sr - srn - ss - st - stq - su - sv - sw - szl - ta - te - tet - tg - th - ti - tk - tl - tlh - tn - to - tpi - tr - ts - tt - tum - tw - ty - udm - ug - uk - ur - uz - ve - vec - vi - vls - vo - wa - war - wo - wuu - xal - xh - yi - yo - za - zea - zh - zh_classical - zh_min_nan - zh_yue - zu -
https://www.classicistranieri.it - https://www.ebooksgratis.com - https://www.gutenbergaustralia.com - https://www.englishwikipedia.com - https://www.wikipediazim.com - https://www.wikisourcezim.com - https://www.projectgutenberg.net - https://www.projectgutenberg.es - https://www.radioascolto.com - https://www.debitoformativo.it - https://www.wikipediaforschools.org - https://www.projectgutenbergzim.com