Bier
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Labour zo d'ober c'hoazh a-raok peurechuiñ ar pennad-mañ. Ma fell deoc'h reiñ un tamm skoazell, krogit e-barzh. Mar karfec'h reiñ hoc'h ali ha netra ken, grit 'ta e pajenn ar gaozeadenn.
Ar Bier a zo peurliesañ un died alkoolek fardet diwar goadur un nebeut sukroù dibar e-kreiz ul liñvenn dourek. Ar sukroù a zo produet diwar frikañ ha dourañ greunioù ed eginet, greunioù heiz peurvuiañ. Ar seurt yod deuet diwar ar fardañ-se a zo anvet ar malt hag an ober ar maltadur. Ouzhpennet e vez bleunioù houpez peurvuiañ evit reiñ ur blaz un tammig c'hwerv. Ar breserezh eo anv ar fardañ bier a-bezh.
Kavet e vez danvezioù hag aozerezhioù a bep seurt e lec'hioù ma vez gounezet edoù ken ez eus meur a liv ha meur a vlaz.
[kemmañ] Bier en Henamzer
Unan eus an diedoù kozhañ eo ar bier pa gaver roudoù bier e foñs jarloù deiziadet 7vet milved kantved kent Jezuz-Krist d'an nebeutañ ha kavet en Iran ha pa gaver testennoù istorel e Henegipt hag e Mezopotamia.
Ez-naturel e c'hell un nebeut sukroù mont da goiñ (ha da verviñ) diouzh ar goelloù o neuviñ en aer ha lod a gred eo bet kavet an doare evit produiñ ar bier e meur a vro er bed hep ma vije bet liammoù etre an dud.
E Mezopotamia eo bet kavet an dablezenn sumeriad a soñj lod an hini gozhañ (6vet milved kent Jezuz-Krist) eo. Dispak a ra tud oc'h evañ un died dre ur gorzennig raoskle diwar ul lestr boutin. Anv ar bier ez eus e-barzh Meurzanevell Gilgamesh. Anavezout a rae ivez ur barzhoneg e sumereg savet 3 900 bloaz'zo e enor an doueez Ninkasi, patronez ar breserezh, enni ar rekipe kozhañ evit fardañ bier dre bara heiz. Un died eus ar re evet ha pouezus-tre en armezh e oa ar bier evit sevenadurioù bras diazezet war gounezerezh an edoù evel hini Henegipt hag hini Mezopotamia.
[kemmañ] Bier Breizh
Evit anavezout anvioù bieroù ar vro, sellit ouzh Bier Breizh.