Storlok
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Storlok a zo bet ur strollad sonerezh eus Breizh hag a gane da gentañ penn kanaouennoù doare rock, hag ivez blues, e brezhoneg. Blaz ar folk a oa ivez gant o fladenn vras. Ne badas ket pell ar strollad-se. Daoust da se e tapas ur vrud “mitik” pa oa bet degaset un doare nevez da ganañ brezhoneg ganto ha pozioù stag eus darvoudoù o amzer. Darn eus o c’hanaouennoù a zo anavezet mat c’hoazh evel Gwerz ar vezhinaerien, Keleier Plogoff pe Boutoù koat dre dan.
Saverien ar pozioù o deus graet o zammig hent abaoe :
- Denez Abernot, graet en deus bet ur bladenn solo abaoe.
- Bernez Tangi, barzh, kaner ivez er strollad Penthotal, hag ur bladenn solo.
O kanañ gant ar strollad e oa ivez :
- Mona Jaouen, kanerez solo bremañ.
- Bob Simon, aktour e Strollad ar Vro Bagan.
[kemmañ] Pladennoù
- Gwerz maro Jorj Jackson/Gwerz ar vezhinaerien 45T
- Stok ha stok (1979) NOE 30011 (adembannet e doare CD gant Coop Breizh (CD 930) gant, ouzhpenn, doare all unan eus ar c’hanaouennoù).