Keheder
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Ar c'heheder a zo ur c'helc'h faltazius treset war ur blanedenn pe un dra steredoniel ken e chom atav war hanter an hent etre ar poloù. Rannet e vez ar blanedenn etre un hemisferenn norzh hag un hemisferenn su.
Diwar an termenadur eo 0° da ledred ar c'heheder. Kelc'h keheder ar Voull-Douar a zo war-dro 40 075 km hed.
E-touez ar pemp kelc'h led jedet diwar al liamm etre troiadur an Douar ha tresad e orbit tro-dro d'an Heol eo ar c'heheder hag ivez al ledred nemetañ dezhañ tres ur c'helc'h bras-tre.
Oc'h ober e dilec'hiañ mareel en neñvoù a dremen just a-us d'ar c'heheder div wech pep bloaz er boentenn vernel e miz Meurzh hag e Keided ar fall-amzer e miz Gwengolo. D'an 21 a viz Meuzh ha d'an 21 a viz Gwengolo e kouezh sonn hag a-serzh d'an Douar bannoù an Heol.
War ar c'heheder e sav hag e kouezh an Heol dindan munutennoù nemetken. Padout a ra goulou an deizh kement hag an noz pa cheñch padelezh div lodenn an devezh e takadoù en Norzh hag er Su d'ar c'heheder.
Taolenn |
[kemmañ] Hin ar c'heheder
E takad an trovanoù m'emañ ar c'heheder e-kreiz anezho ez eus daou vare-amzer, unan gleb hag unan sec'h, met tost d'ar c'heheder ez eus glaveier bemdez. Koulskoude e kaver diforc'hioù er mareou-amzer diwar an uhelded ha nester ar meurvorioù.
War hed ar c'heheder e kaver meurvorioù peurvuiañ.
Uhelañ lec'h war ar c'heheder a zo 4,690 m uhelded 77°59′31" W war dinaoù Su ar Volcán Cayambe (kern : 5 790 m) en Ecuador ken eo al lec'h nemetañ ma tremen linenn ar c'heheder war an erc'h.
[kemmañ] Riezoù ha broioù ma tremen ar c'heheder enno
Tremen a ra ar c'heheder dre diriad pe zourioù tiriadel 14 bro. Eus 0 hedred (Kornôg Afrika) etrezek ar Reter :
[kemmañ] Afrika
- São Tomé ha Príncipe – o'tremen dre an enesennig Ilhéu das Rolas
- Gabon
- Republik Kongo
- Republik Demokratel Kongo
- Ouganda – en ur gontañ enesennigoù e Lenn Victoria
- Kenya
- Somalia
[kemmañ] Azia
- Maldivez – tremen a ra etre Atoll Gaafu Dhaalu hag Atoll Gnaviyani
- Indonezia – treuziañ a ra kalz inizi, menegomp Sumatra, Borneo, Sulawesi ha Halmahera
[kemmañ] Oseania
- Kiribati – tremen a ra etre Atoll Aranuka hag Atoll Nonouti en Inizi Gilbert
- Enez Baker (unincorporated territory ar SUA) – tremen a ra dre an dourioù tiriadel (NB ar c'heheder a dremen ivez dre an Exclusive Economic Zones war-dro an Enezenn Howland hag an Enezenn Jarvis met ket dre o ziriadoù)
[kemmañ] Amerika ar Su
- Ecuador – da gontañ an Enezenn Isabela en Inizi Galápagos
- Kolombia
- Brazil – da gontañ enezennoù e beg ar stêr Amazon hag o-tremen dre Macapá, kêr-benn as stad Amapá.
Kontrol d'e anv, n'eus lec'h ebet e Ginea ar C'heheder hag a zo treuziet gant ar C'heheder. Koulskoude emañ e enezenn Annobón 100 miloù (unanenn hirder angl-ha-saoz) e Su an c'heheder hag emañ rest ar vro en Norz.