See also ebooksgratis.com: no banners, no cookies, totally FREE.

CLASSICISTRANIERI HOME PAGE - YOUTUBE CHANNEL
Privacy Policy Cookie Policy Terms and Conditions
Neñv - Wikipedia

Neñv

Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor

Image:32px-Labour_zo.png Labour zo d'ober c'hoazh a-raok peurechuiñ ar pennad-mañ. Ma fell deoc'h reiñ un tamm skoazell, krogit e-barzh. Mar karfec'h reiñ hoc'h ali ha netra ken, grit 'ta e pajenn ar gaozeadenn.


An neñv (gourel ; liester : neñvoù) a zo ar pezh a weler a-us pa vezer er-maez. Pa vez gwelet e pep roud-avel ma troer outañ e seblant ez eus ur seurt bolzenn ha diouzh-se e vez anv eus bolz an neñv. En neñv e weler meur a veteorenn da lavaret eo an traezennoù izel hag uhel a c'heller merzout a-hed mareoù an deiz hag an noz.

Taolenn

[kemmañ] An neñv hag an oabl

Er yezh skrivet ez eus un tech evit ober un diforc'h etre an oabl a vije ar pezh a zo gwelus (meteorennoù ha fenomennoù meteorologel : avelioù, glav, erc'h...) hag an neñv a vije miret evit al lec'hioù termenet gant ar relijionoù evel annez an doueoù hag an nerzhioù uhelvedoniel. Koulskoude e kaver neñv implijet gnt ster fetis a zo d'an oabl koulz er yezh komzet hag el lennegezh. A-is e vo pouezet war ar ster relijiel-se.

[kemmañ] Gerdarzh

Hervez keltiegourien zo e c'hellfe dont neñv eus ur wrizienn hengeltieg a dalvefe evit kromm (sellet ouzh bolz an neñv). E henvrezhoneg e kaver ar furm nem (iwerzhoneg ha gouezeleg neamh, kerneveg nêf, kembraeg nef). Tost eo neñv ouzh ar galianeg nemeton a zo ur roud anezhañ e anv Koad-Neved e Lokorn ha er Yeuc'h (Kerne - Penn-ar-Bed). Er ger kanevedenn e weler kamm+ neñv, da lavaret eo ar c'hammell santel a vez anvet gwareg-an-neñv a-wechoù. Lodenn an anv-familh Kaneved eo ivez.

[kemmañ] An neñvoù

En testennoù relijiel e vez kaoz eus an neñvoù pa veze kredet e vije meur a live neñv, pep hini gant un neuz dezhañ. En Henamzer e veze kaoz eus ar seiz neñv, ar re gentañ evit ar veteorennoù (heol, loar, koumoul, stered...) hag ar re all evit ar boudoù doueel.

[kemmañ] Jeruzalem an Neñvoù

P'eo Jeruzalem ar gêr pouezusañ evit ar Gristenien e vez kaoz eus Jeruzalem an Neñvoù el lennegezh kristen. Skeudenn ar baradoz da vezañ klasket mont enni eo, ul lec'h ma vefe bevet ur vuhez eus ar plijusañ goude ar marv. Sevel un heñvelskeudenn eus Jeruzalemm an Neñvoù eo bet pal saverien an ilizoù-meur er Krennamzer|Grennamzer (Sellet ouz Arkitektouriezh gotek). Porzh an neñv a zo un anv all evit ar baradoz.

[kemmañ] Gerioù ha pennadoù liammet

  • bolz an neñv
  • kanevedenn
  • nemeton


aa - ab - af - ak - als - am - an - ang - ar - arc - as - ast - av - ay - az - ba - bar - bat_smg - bcl - be - be_x_old - bg - bh - bi - bm - bn - bo - bpy - br - bs - bug - bxr - ca - cbk_zam - cdo - ce - ceb - ch - cho - chr - chy - co - cr - crh - cs - csb - cu - cv - cy - da - de - diq - dsb - dv - dz - ee - el - eml - en - eo - es - et - eu - ext - fa - ff - fi - fiu_vro - fj - fo - fr - frp - fur - fy - ga - gan - gd - gl - glk - gn - got - gu - gv - ha - hak - haw - he - hi - hif - ho - hr - hsb - ht - hu - hy - hz - ia - id - ie - ig - ii - ik - ilo - io - is - it - iu - ja - jbo - jv - ka - kaa - kab - kg - ki - kj - kk - kl - km - kn - ko - kr - ks - ksh - ku - kv - kw - ky - la - lad - lb - lbe - lg - li - lij - lmo - ln - lo - lt - lv - map_bms - mdf - mg - mh - mi - mk - ml - mn - mo - mr - mt - mus - my - myv - mzn - na - nah - nap - nds - nds_nl - ne - new - ng - nl - nn - no - nov - nrm - nv - ny - oc - om - or - os - pa - pag - pam - pap - pdc - pi - pih - pl - pms - ps - pt - qu - quality - rm - rmy - rn - ro - roa_rup - roa_tara - ru - rw - sa - sah - sc - scn - sco - sd - se - sg - sh - si - simple - sk - sl - sm - sn - so - sr - srn - ss - st - stq - su - sv - sw - szl - ta - te - tet - tg - th - ti - tk - tl - tlh - tn - to - tpi - tr - ts - tt - tum - tw - ty - udm - ug - uk - ur - uz - ve - vec - vi - vls - vo - wa - war - wo - wuu - xal - xh - yi - yo - za - zea - zh - zh_classical - zh_min_nan - zh_yue - zu -