Marv
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Er vevoniezh e vez termenet ar marv evel arsav dieiltro fonksionoù ar vuhez, da lavaret eo asimiladur an nutriantoù, an analadur, mont en-dro ar sistem nervennek kreiz. A-wechoù e vez kavet arsavioù amzeriat gant ar goañvadur hag ar skornadur.
Goude ar marv e teu kuzumadur ar c'horf marv pe an organeg diwar obererezh ar bakteriennoù hag an amprevaned pe loenigoù marvdebrer.
E speredelezhioù zo hag e relijionnoù zo e vez graet un diforc'h etre marv ar spered denel ha marv ar c'horf ken ez eont da nac'hañ m'eo marv an holl den.
Hervez ezoteregezhioù zo e teu ar marv pa teu at c'horf fizikel da vezañ distaget eus ar c'horf eterek.
Enebet e vez ar marv hag ar ganedigezh, met p'eo ar marv diankadenn ar vuhez evel pa seblantout a ra pa ne lamm ket mui ar c'halon er bruched. Diaes eo termeniñ an harz etre ar vuhez hag ar marv p'eo posubl lakaat ur c'halon da dalmañ en dro.